C’hoant hoc’h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc’h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post skoazeller koskor.
Deskrivadur ar post
KEFRIDIOÙ
E diabarzh pol merañ an OPAB e ray ar skoazeller·ez koskor war-dro heuliañ an teuliadoù liammet ouzh ar c’hoskor, un hanter-kant gwazour bennak (tuta, red-micher, stummañ, yec’hed, leve…)
DOARE DEN
Bac +2
Live B2 e brezhoneg
Diplom pe skiant-prenañ en domani
Darempredoù aes, intrudu, labour e skipailh, barregezh hanteriñ, reoliegezh el labour
Titouroù war ar post
Gopr
Implij er rummad B
Doare kevrat
Kevrat didermen he fad
Amzer labour
Leunamzer
Evezhiadenn
Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat h.e anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr.
Darempred
Ofis publik ar brezhoneg
02 98 99 30 10