facebook_dark Twitter youtube_dark

Penn-ar-Bed

Centre Théo Le Borgne Landerneau - Stumdi organisme de formation en langue bretonne  CHU Morvan Brest - Stumdi organisme de formation en langue bretonne

Kreizenn Théo Le Borgne – Landerne / CHU Morvan – Brest

 

LANDERNE

Kreizenn Théo Le Borgne – 1 straed ar medisin Pouliquen – 29800 Landerne.

E-kichen kreiz-kêr Landerne emañ staliet ar greizenn. Ul lec’h plijus war ribl ar stêr Elorn.

Gellout mont di dre an hentoù-tizh ha dre an hent-houarn (Brest-Roazhon ha Brest-Kemper).

Er greizenn-mañ eo lec’hiet melestradur Stumdi.

Ur c’henlabour a zo bet gant Ti-Kêr Landerne evit kavout al lec’h-mañ. Nevesaet eo bet ar savadur evit ma c’hellfe pep servij labourat en aozioù mat hag en ul lec’h plijus.

 

BREST

2 bali Foch – Savadur 1 ar CHU – 2vet estaj – 29200 Brest.

E kreiz-kêr Brest emañ ar savadur, tost da blasenn ar Frankiz.

Posupl eo dont aes gant ar bus, an tram, an tramgarr pe gant ar c’harr-boutin.

A-drugarez d’ur c’henlabour etre an U.B.O ha C.H.U Morvan en deus gellet Stumdi en em staliañ en ur savadur eus ar C.H.U. Gellout a ra ar stajidi tennañ gounid bremañ eus salioù klas plijus, hag eus ul lec’h evit debriñ ha distanañ.

Ur savenn ziavaez a zo ivez evit an ehanoù hag an oberezhioù pedagogel.

 

 

Penn-Ar-Bed - Stumdi organisme de formation en langue bretonne