UCO Aradon Amzer Nevez e Plañvour Emglev Bro Gwened e Gwened
ARADON
UCO Aradon
E-kichen Gwened – Chemin du Vincin – 56610 Aradon
Sinet ez eus bet un emglev etre Stumdi ha Skol-Veur Gatolik Aradon. Pal an emglev-se eo sikour hor stajidi da lakaat o stummadur da dalvezout en o studioù.
An UCO-BS a zo lec’hiet war-dro tri c’hilometr diouzh kreiz-kêr Gwened war dachenn kumun Aradon. Gellout a reer mont di dre an hent-tizh ha dre ar bus.
Meur a ziskoulm a zo evit dont d’hor c’hreizenn.
Get ar c’harr-tan :
- Eus ar c’hornôg : RN165, mont er-maez niverenn 29 (Ploveren / Aradon / An Arvor-Baden).
- Eus ar reter : RN165, mont er-maez niverenn 28 (Gwened-kornôg / Pleskob / Gregam / Aradon / Enizenac’h).
- Eus Gwened, Baden, Bonoù : D101
Daou barklec’h zo evit ar stajidi.
Un arsav-bus zo pas pell ag ar savadur hag ur linenn (4) hag a ya betek an ti-gar (e-korf un 20 mn bennak). War al lec’hienn www.kiceo.fr e c’helloc’h kavout an eurvezhioù bus.
Mont e-barzh evit tud ampechet.
PLAÑVOUR
Amzer Nevez
2 Chemin du Conservatoire – Soye – 56270 Plañvour
E-kichen An Oriant emañ Plañvour, posupl eo mont di gant ar bus, an tren pe dre an hent-tizh.
Ar greizenn Amzer Nevez e Plañvour a zo lec’hiet brav e-kichen an Ter, da lavarout eo ul lec’h plijus evit degemer hor stajidi.
Diorren sevenadur Breizh dindan stummoù liesseurt eo pal Amzer Nevez, kevredigezh lezenn 1901. Ul Lec’h deskiñ, eskemm, diorren e domani ar sonerezh, an dañs hag ar yezh eo. Amzer Nevez a vez war veur a dachenn : lec’hel, departamantel ha rannvroel.
Lec’hienn : www.amzernevez.bzh
Mont e-barzh evit tud ampechet.
GWENED
Emglev Bro Gwened
3 straed al lezenn – 56000 Gwened
E-kichen Aradon emañ Gwened. Posupl eo mont di gant ar bus, an tren pe dre an hent-tizh.
Meur a ziskoulm a zo evit dont.
Ma n’oc’h ket pell eus un ti gar, emañ ar greizenn war-dro 15 munutenn war droad eus an Ti gar.
Posupl eo ivez, ober an hentad gant ar bus (linenn 4 pe 7, arsav Le Brix) – Lec’hienn Kiceo amañ : https://www.kiceo.fr/carte-interactive-lignes-urbaines
Meur a barklec’h a zo e-kichen ar greizenn (da baeañ alies).
Lec’hienn : https://tiarvro-bro-gwened.bzh/
Mont e-barzh evit tud ampechet.