PALIOÙ :
Setu da heul obererezhioù-meur hor c‘hevredigezh :
- Aozañ stummadurioù hir ha berr war ar brezhoneg
- Heñchañ ar stajidi dilabour war hent al labour
- Krouiñ danvezioù pedagogel a bep seurt
GRATADUR :
- Prefeti Ar Rannvro Stummadur micherel dibaouez (1985)
- Akademiezh Roazhon Gratadur ar c’hreizennoù stummañ (tapet e 2009 – Nevesaet e 2020)
- Anavezet eo Stumdi a laz hollek (2012)
UR C’HUZUL-MERAÑ :
- Prezidant : Ronan Hirrien
- Teñzorer : Roland Keroulas
- Sekretourez : Mickaël Corre
- Ezel : Annaig Daouphars
- Ezel : Hugues Pentecouteau
- Ezel : Morgana Cloître
- Ezel : Mickaël Dequidt
Ezel eus ar gevredigezh :
- Andre Lavanant
- Filip Oillo
Testenn tennet eus levr 30 vloaz Stumdi, skrivet gant Ronan Hirrien, prezidant :
30 vloaz eo an aozadur stummañ Stumdi, 20 vloaz ar stummadurioù 6 miz kinniget gantañ, 10 vloaz e servij-hentañ. Bep bloaz e vez stummet un 350 a dud gant Stumdi, 150 anezho a vez degemeret e stummadurioù hir e Landerne ha Brest, Plañvour hag Arradon, Gwengamp ha Sant-Brieg. Lec’hioù stummañ nevez hon eus digoret hep koll stajidi lec’h ma oamp dija a-raok.
N’eo ket ken anat-se marteze soñjal tremen c’hwec’h mizvezh eus e vuhez o teskiñ brezhoneg bemdez, azalek ar mintin betek an noz. Koulskoude, ouzhpenn 2000 den o deus graet kement-mañ e Stumdi. Pezh a ziskouez ur c’hoant kreñv da ober gant ar brezhoneg er vuhez pemdez : er familh, gant ar vignoned hag el labour. Pa stummomp dreist-holl tud dilabour hon eus soñjet aesaat an hent dezho da gaout labour e brezhoneg goude o stummadur gant ur servij-hentañ profet dezho. Frouezhus eo ar servij-mañ pa vez ouzhpenn 80% eus ar stajidi war hent al labour goude o stummadur. |
Ul lorc’h eo evit gwir santout ar blijadur o devez hor stajidi en hor stummadurioù. Ar gwellañ anaoudegezh a c’hellomp kaout evit hol labour eo. Goude o stummadur e komz ar stajidi brezhoneg. Hag e reont o soñj : delc’her gant an hent-mañ, delc’her da garet ar brezhoneg, da lavaret eo doujañ d’e yezhadur, d’e ereadur, ober gant e vravañ gerioù da lavaret gwellañ ma c’hellont o soñjoù. Gant an amzer ec’h en em sant lod anezho perzh en ur gumuniezh brezhonegerien a ra kement all. Kavout a reont nerzh hag eürusted o komz brezhoneg asambles.
Dont a reont da vezañ feal d’ar gumuniezh brezhonegerien-mañ, ha na dro ket kein – daoust d’al laboused a sin fall – d’ar c’hammed kentañ graet war hent ar brezhoneg ha d’ar re o deus kelennet brezhoneg dezho. Holl asambles e reomp hor soñj chom hep dinac’hañ esperañs ur vuhez kaeraet atav gant hor yezh.
Peseurt tachadoù nevez gounit d’ar stummadur e brezhoneg ? Penaos bezañ efedusoc’h ? Ar goulennoù-mañ a ren obererezh Stumdi. Er mod-se e c’hell un toullad stajidi, goude o stummadur 6 miz, heuliañ ur stummadur 3 miz (« Ober gant ar brezhoneg » pe « Emren e brezhoneg») : seul welloc’h a se eo o live brezhoneg goude, hag e rank bezañ pa soñj kalz anezho mont da skolaer pe da gelenner. Er mod-se ivez e kresk atav an niver a gevredigezhioù hag a embregerezhioù a c’houlenn stummadurioù diganeomp.
Kement kresk, kement araokadenn, kement gwellaenn bet e Stumdi zo bet graet gant sikour Kuzul Rannvro Breizh ha Kuzulioù Deparmantoù Morbihan ha Penn ar Bed. Emichañs e talc’hint da sikour ac’hanomp da respont d’ar goulennoù stummadur e brezhoneg a santimp er bloavezhioù da zont, hag e teuio reoù all da sikour ac’hanomp d’o heul.
Ur c’hoant, un emgouestl hag ul lorc’h a zo e Stumdi, hag a sikour ar brezhoneg da c’hounit, kammed ha kammed, abaoe tregont vloaz hag evit kalz a vloavezhioù all c’hoazh.
Ronan Hirrien
Testenn tennet eus levr 30 vloaz Stumdi, skrivet gant Andre Lavanant prezidant 1añ Stumdi :
Bezañ kemeret perzh e ganedigezh Stumdi ha bezañ amañ evit e dregontved deiz-ha-bloaz. Biskoazh bravoc’h evidon !
M’en deus padet Stumdi ha ma’z eo deut da vezañ ken anat er vro eo abalamour en deus gouezet sellet ouzh an ezhommoù a oa, respont dezho ha talvoudekaat anezho a hir dermen. Abaoe an deroù e oa pal Stumdi bezañ war marc’had ar stummadur dibaouez ha micherel evit an dud deut. Betek-henn ne oa nemet kentelioù noz ha stajoù e-pad an ehanoù skol evit an deskidi oadourien. Ar pratikoù kentañ o doa digoret o rolloù stummadurioù d’ar gevredigezh stummañ a oa bet poellgorioù embregerezhioù ar Balan Aour, Kef Kengredit Breizh ha Kumuniezh Kumunioù Brest. |
E 1986 ne oa ket dek vloaz c’hoazh Diwan, an hentad publik divyezh a oa yaouank c’hoazh hag an hentad Dihun evit ar skolioù prevez a oa da vezañ ganet un nebeut bloavezhioù war-lerc’h e 1994. Anat e oa deut da vezañ e ranke diorren ar skolioù bezañ harpet, evit skoazellañ tud ar vugale hag evit sikour micherelaat ar gelennerien peurgetket.
N’eus ket a hent eeun ha digompez neblec’h er bed. Startijenn zo bet gant ar skipailh, ha kalz a varregezh ivez evit merañ hag evit kelenn gant e bedagogiezh dezhañ. Pet souezhadenn eus ar c’hentañ hon eus bet gwelet gant stajidi divarrek-krenn war hor yezh ha gouest da zistripañ brav anezhi e fin o stummadur… Gant traoù evel-se e vezer bamet a-hed ar wech ! Kefridi Stumdi eo ar gouestlet ma vez da gas ul labour kelenn a-feson da benn ha da chom d’ober ma vo atav leun a nerzh an emgavioù etre ar stummerien hag an deskidi. Ha se evit lakaat an deskidi da zont da vezañ treizherien hor yezh war-lerc’h d’o zro.
Digoret eo bet an hent gant Stumdi da aozadurioù all, hag atav emañ o vont war-raok : stummadur uhel tri miz, servij heñchañ… Dalc’hmat gant ar c’hoant ober gwelloc’h hag uheloc’h ha da sevel treuzelloù war-zu al labour. Ret eo deomp derc’hel gant an hent-se, evit mont war-raok e bed an embregerezhioù hag ivez evit lakaat hor yezh da gaout perzh er bed ekonomikel.
Un dra na ouzon ket : daoust hag amañ e vin evit tri-ugentved deiz-ha-bloaz Stumdi ? C’hoant am befe koulskoude. Pezh a ouzon : a-benn tregont vloaz e vo atav ezhomm eus Stumdi, rak evel an holl yezhoù en do atav ezhomm ar brezhoneg da gaout benvegoù evit bezañ treuzkaset. Moarvat e vo disheñvel-tre an endro evit hor yezh ! Goulenn a ran digant an dud e karg bremañ hag en amzer da zont, e Stumdi, er c’hreizennoù stummañ all, er c’hevredigezhioù niverus evit kelenn ar yezh, en hentadoù divyezhek, er skolioù-meur, en Ofis ar Brezhoneg ha dreist-holl er strollegezh pouezusañ e penn an traoù, ar C’huzul-Rannvro : grit, kit war-raok dizehan, atav gant ur c’hoant bras, gant imor hag ar youl sevel.
Deiz-ha-bloaz dispar da Stumdi !
André Lavanant
Videoioù :
Ronan Hirrien, prezidant Stumdi war leurenn “Bretagne Matin” :
AndreLavanant, prezidant 1añ Stumdi, ezel eus ar gevredigezh war Bali Breizh :