Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Deskiñ brezhoneg

Kinniget e vez gant an aozadur teir formulenn stummadur hir evit respont da ezhommoù stummañ an deskidi a zo o fal mestroniañ ar yezh.

 

Brezhoneg kelennet standart ha perzhioù yezh al lec’hioù deskiñ.

 

Le breton en 840h chrono ! Stumdi - centre de formation en langue bretonne Ar stummadur « AR BREZHONEG DINDAN 840 EURVEZH ! » evit an deraouidi

 

Stummadur micherelaat ha diplomus (DBY), e bal lakaat an deraouidi da dapout diazezoù mat e brezhoneg

 

Deiziadoù : Div wezh ar bloaz : eus miz Gwengolo da viz Meurzh hag eus miz Genver da viz Gouere.

 

Lec’hioù : Brest (29), Gwened (56), Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56) ha Sant-Brieg (22)

 

Muioc’h a ditouroù : Stummadurioù dibaouez evit deraouidi

 

Emren e brezhoneg - Stumdi centre de formation en langue bretonne - Kreizenn stummañ war ar brezhoneg Ar stummadur « EMREN E BREZHONEG » evit brezhonegerien

 

Stummadur micherelaat ha diplomus (DBY), e bal lakaat ar vrezhonegerien da gaozeal brezhoneg flour, da gompren ha mestroniañ mont-en-dro ar yezh.

 

Deiziadoù : Eus miz Ebrel da viz Even

 

Lec’hioù : Brest (29), Gwened (56), Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56) ha Sant-Brieg (22)

 

Muioc’h a ditouroù : Stummadurioù dibaouez da zont

 

Ober gant ar brezhoneg - Stumdi centre de formation en langue bretonne - Kreizenn stummañ war ar brezhoneg Ar stummadur « OBER GANT AR BREZHONEG ! »  evit brezhonegerien

 

Stummadur micherelaat ha diplomus (DBY), e bal lakaat ar vrezhonegerien da gaozeal brezhoneg flour ha pinvidikaat o c’heriaoueg war meur a dachenn.

 

Deiziadoù : Eus miz Ebrel da viz Even

 

Lec’hioù : Brest (29), Gwened (56), Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56) ha Sant-Brieg (22)

 

Muioc’h a ditouroù : Stummadurioù dibaouez da zont

 

Tud ampechet degemeret war hor stummadurioù goude bezañ studiet an teuliad – deuit e darempred ganeomp.

 

Deiziadoù ar stummadurioù da zont :

https://stumdi.bzh/bzh/stummaduriou-da-zont/

Evit digeriñ ur stummadur pe ur staj eo ret kaout enskrivadurioù a-walc’h. Ma ne c’hell ket ur stummadur pe ur staj bezañ kaset da benn e lec’h-mañ-lec’h e kinniger d’an danvez-stajidi mont d’ar greizenn stummañ dostañ.

 

Evit pellgargañ katalog ar stummadurioù : KATALOG_CATALOGUE_STUMDI-2022-2023

 

FEUR TUD PLIJET GANT O STUMMADUR :
Keidenn prantad Gwengolo 2020 + Genver 2021 (stummadurioù 6 miz)
FEUR BERZH-MAT – Diplom Barregezh war ar Yezh – Brezhoneg
Keidenn Bloavezh 2018-2019 (disoc’hoù Ofis Publik ar Brezhoneg)
Stumdi centre de formation langue bretonne Résultats DCL - Centre de formation langue bretonne StumdiKeitat ar 4 greizenn stummañ war ar brezhoneg.