Gant Arsellva implij ar yezhoù Ofis publik ar brezhoneg ez eus bet graet un enklask e 2012 (an hini kentañ a oa bet graet e 2006), evit muzuliañ plas ar varregezh « brezhoneg » war marc’had al labour. Renablet ez eus bet 1300 post e brezhoneg kevatal d’un amzer leun, da lavaret eo, ur c’hresk a 40%.
Gant ar c’helenn eo liammet ar brasañ niver eus ar postoù-se (80%), abalamour d’al lañs a zo gant ar c’helenn divyezhek (ouzhpenn 800 kelenner divyezhek a zo hiziv). Liammet eo ar postoù all gant « mererezh ar frammoù » (postoù renerezh, sekretouriezh, kontouriezh, karget a gefridi), ar mediaou, ar sevenadur… O kreskiñ emañ ivez rann ar servijoù d’an dud, abalamour ma’z eus muioc’h-mui a bostoù gant ar vugaligoù.
Evit 2017 eo bet rakwelet etre 1500 ha 1900 post kevatal d’un amzer leun.
Un ostilh a-bouez eo ar stummadurioù d’ar brezhoneg e 6 miz evit ambroug al lañs-se. Embannet e vez bep bloaz gant Servij Heñchañ Stumdi studiadennoù war stad ar stajidi dilabour 6 miz goude o stummadur.
Muioc’h a ditouroù war an enklaskoù war pajenn : servij heñchañ Stumdi
Er bajennad-mañ e c’halloc’h sellet ouzh ar c’hinnigoù labour divyezhek, ouzh profiloù micher hor stajidi ha mont e darempred gant hor Servij Heñchañ.