facebook_dark Twitter youtube_dark

Stumdi Kreizenn-stummañ war ar brezhoneg

Stumdi zo un aozadur stummañ hag a zo bet savet diwar ezhommoù ur publik liesseurt, c’hoant gantañ pe deskiñ brezhoneg, pe mont donoc’h gant ar yezh. Bastañ a ra d’an ezhommoù-se a-drugarez d’e 33 bloaz a skiant-prenet ha d’e servijoù aet war-du ar micherelaat : kelenn, melestradur, heñchañ. Skipailh Stumdi (un tregont implijad) a zegemer bep bloaz ouzhpenn 350 stajiad etre miz Gwengolo ha miz Gouere e c’hwec’h lec’h staj pe en embregerezhioù.

 

Stumdi - Centre de formation en lange bretonne

1

kreizenn stummañ war ar brezhoneg

33 bloaz

a skiant-prenet

90 %

a feur kenemprañ micherel

19

stummer = 19 hentenn deskiñ

Nevezentioù da heuliañ

Gouzout hiroc’h

Testenioù Hor stajidi oc’h ezteurel o soñj

Jean-Christophe – Genver 2018 – Plañvour

Setu ur stummadur a galite vat aveit krogiñ da zeskiñ brezhoneg. Ar c’helennerezh a zo efedus-tre !

Katell – Genver 2018 – Landerne

Gant plijadur e teuen bemdez d’ar c’hentelioù e Stumdi. Mersi d’ar stummerien bezañ bet kement a basianted ganin ! Plijet bras on bet gant holl ac’hanoc’h.

Marie – Janvier 2018 – Landerneau

Ur stummadur a-feson gant tud a-feson ! Stummerien eus ar c’hentañ… pebezh plijadur em eus bet ganeoc’h ha gant ma strollad ha pa oa diaes a-wechoù. Trugarez vras deoc’h !

Marie – Genver 2018 – Landerne

Ur veaj a feson evit deskiñ brezhoneg ! Un avañtur evit krouiñ liammoù gant tud kalonek e spered ar yezh !

Jérôme – Genver 2018 – Plañvour

Emaon o paouez echuiñ ar stummadur 6 miz Stumdi e Plañvour ha dleout a ran lâret on bet plijet ganti dre vras. E penn-kentañ ar stummadur ne oaren ket nemet un nebeud gerioù ha frazennoù simpl-tre. Bremañ on gouest da gomz diwar-benn traoù ar vuhez ha da gompren mat a-walc’h an dud a anavan. Evidon eo bet efedus-tre ar stummadur ha ma welan tud hag a zo e soñj deskiñ brezhoneg e kuzulfen dezhe mont da Stumdi. Ouzhpenn-se ‘m eus graet anaoudegezh gant tud hag a zo deuet da vout mignoned e-barzh ar strollad ha stummerien a welin en-dro goude ar stummadur emichañs !

Magali – Genver 2018 – Plañvour

Trugarez da Stumdi evit ar stummadur 6 miz. Skuizhmarv on bremañ mes dedennustre e oa da zeskiñ brezhoneg geneoc’h.

Anna Vari – Genver 2018 – Landerne

A-drugarez d’ar brezhoneg e vez kinniget e Stumdi prantadoù nevez. Gerioù, rimadelloù, troiennoù, kanaouennoù, sketchoù, dañsoù, predoù, reolennoù, poelladennoù, pennadoù kaoz, c’hoarioù, stajoù, devezhioù distanañ… a ziwan e brezhoneg hag a laka an holl dud da vevañ asambles. Ar brezhoneg a ro lusk d’hor c’halonoù ha ne c’hello ket mervel. Trugarez vras da bep hini !

Damien – Gwengolo 2017 – Landerne

Kompren ha komz brezhoneg zo posubl a-drugarez da STUMDI. Goude e vever hag e soñjer gant ar yezh, un doare all evit dizoleiñ hon endro ha reiñ ar c’hoant deomp da grouiñ e brezhoneg !

Claire – Gwengolo 2018 – Landerne

Desket em eus muioc’h a vrezhoneg er stummadur-mañ. Ha ne vo ket disoñjet tout an traoù-se ganin morse ! Trugarez da Stumdi.

Aurore – Gwengolo 2017 – Landerne

Plijadur zo e Stumdi. Desket em eus kalz traoù diwar-benn ar brezhoneg (evel-just) ha diwar ma fenn.

Viviane – Gwengolo 2017 – Landerne

Ar gwellañ doare eo ar stummadur 6 miz Stumdi evit deskiñ brezhoneg buan. Un tamm diaesoc’h e oa eget ar pezh a soñjen. Ret eo kavout tud hag a gomz brezhoneg evit kaozeal ganto er maez eus Stumdi evit mont war-raok. Evit bezañ barrekoc’h e kendalc’han gant ar stummadur Ober.

Natalka – Gwengolo 2017 – Sant-Brieg

Stumdi : Un doare plijus hag efedus da zeskiñ brezhoneg ! Mersi bras deoc’h !

Eloïse – Gwengolo 2017 – Brest

Ur stummadur dispar-kenañ eo. Fromet on bet gant spered ar skipailh. Pep hini zo amañ evit sikour ac’hanomp ha santet e vez. Ober a ra vat anavezout un doare disheñvel da zeskiñ. Mankout a raio din. Trugarez vras deoc’h !

Laurent – Gwengolo 2017 – Brest

Desket hon eus ar yezh e c’hwec’h miz. Gellout a ra tout an dud en ober.

Lucie – Gwengolo 2017 – Brest

Stumdi zo bet ur prantad pouezus-kenañ en ma buhez. Desket em eus ur yezh, met ivez un doare all da vezañ ! Trugarez deoc’h !

Marine – Gwengolo 2017 – Plañvour

Un avañtur a-feson eo gant kalz eñvorennoù mat. Hiziv komz a ran brezhoneg ha da gentañ ne greden ket e oa posubl komz el-mod-se. Mersi bras.

Céline – Gwengolo 2017 – Gwengamp

Estroc’h evit deskiñ brezhoneg eo pal ar stummadur STUMDI. Fromus, skuizhus ha dreist-holl plijus eo adkavout yezh ar bugaleaj ha kaozeal e brezhoneg. Darempredoù kreñv a vez krouet e-pad ar stummadur-mañ.

Tudual – Genver 2018 – Gwengamp

Graet em eus 7 sizhun deus ar stummadur 6 miz ha desket em eus kalz ! D’am soñj ar pep pouezusañ ez eo ar soubidigezh. Komzet e vez nemet e Brezhoneg e-pad 35 eurvezh bep sizhun ha war-wel ez a bomdeiz.

Testenioù Hor maeronezed ha paeroned oc’h ezteurel o soñj

Clarisse Lavanant – 2017-2018

Stumdi a glot gant ur prantad pouezus ha pinvidik eus va buhez. Un doare e oa da skoulmañ gant va gwrizioù don en-dro ha da welout an dazont gant ur sell ledanoc’h ha splannoc’h ! En em santout a ran klokoc’h hiziv an deiz a-drugarez d’ar stummadur-mañ ha d’ar brezhoneg evel-just. Trugarez da vezañ roet deomp an “alc’hwez aour”, hini hor yezh hag hor c’halon !

Denez Prigent – 2016-2017

Desket ‘m eus ar brezhoneg pa oan yaouank dre ma oa c’hoazh ur bern tud o komz en-dro din. Evit ar re n’o deus ket bet ar chañs-se n’eo kollet an traoù tamm ebet ! Bez e c’hellont deskiñ ar yezh gant STUMDI. Efedus-kenañ eo stummadur ar gevredigezh-se pa weler an deiz-ha-hiziv meur a hini o komz hardizh ar brezhoneg goude bezañ desket ganti.

Riwanon Kervella – 2015-2016

Abegoù a bep seurt a zo evit deskiñ brezhoneg : gouzout yezh ar vro, gouzout ur yezh keltiek disheñvel ouzh ur yezh latin, kaout labour, mont da gelenner, ober eus ar brezhoneg yezh ar gêr, hini ur gevredigezh, dizoleiñ ur sevenadur hag all hag all. Met, a bouez bras eo kement deskard, kement brezhoneger nevez evit ma chomo bev hor yezh, evit kreñvaat he stad. STUMDI ! Brezhoneg da bep hini. STUMDI ! Brezhoneg a-zevri

Clément Soubigou – 2014-2015

Ar bidoc’hig ’oan er bloavezh 2000 pa m’oa heuliet ar stumadur ! Biken ne zisoñjin an nao miziad tremenet o poaniañ bemdeiz ! Gwrizioù ha kef gwezenn hor yezh zo bet treuskaset din gant ar gelennerien, ha n’on ket dihanet da garoud ar yezh abaoe !

Annie Ebrel – 2013-2014

Ma zud, ma zud kozh, ar re kar, an amezeien… an holl re a oa en dro din e-pad ma bugaleaj, ha warlec’h ivez, a rae gant ar brezhoneg sul ha deiz pemdeiz. Krennardez, el lise, pec’h aen d’ar c’hentelioù brezhoneg em boa ar santimant da vezañ ‘barzh du-mañ. Pac’h on bet maeronez evit Stumdi eo ar blijadur bugel am boa bet, kizidig ha flour,  am eus klasket reiñ d’ar re all un tañva dioutañ.  Plijadur ur yezh lâret, kazi kanet lârfen memes, gant tud ar vro. Mil bennozh da Stumdi, d’ar re a labour evit treuskas ar yezh hag a ro c’hoant d’an dud da zeskiñ brezhoneg.

Malo Bouëssel du Bourg – 2012-2013

Stumdi a zegas un dra a-bouez en hor bed a-vremañ e Breizh : ar brouenn dre ar vicher. Gant Stumdi e vez prouet bemdez e c’heller kavout ul labour a-drugarez d’ar brezhoneg. Alies en em gavan gant tud a ra gant ar brezhoneg bemdez en o micher hag o deus kroget da zeskiñ gant Stumdi. Kendalc’het o deus da studiañ ar yezh da c’houde, evel-just, evel ma ra an holl re a gar o yezh, n’eus forzh peseurt yezh e vefe. Efedusted Stumdi, sed am eus c’hoant da lakaat war wel da gentañ-holl.

Yann-Fañch Kemener – 2010-2011

Pegen plijus eo evidon kemer perzh da sikour mont war raok – evit hon yezh hag hon sevenadur !

Goulwena An Henaff – 2008-2009

Deskiñ, eskemm, adperc’hennañ. Kavet em eus brav ha fromus gwelet tud gour, pep hini gant e istor hag e c’hoantoù, heuliañ ar stummadur 6 miz ha mont betek penn o raktres : komz brezhoneg. Gourc’hemennoù dezho holl ! A galon ! Goulwena

Gilles Servat – 2006-2007

En ur bed ken teñval, e-lec’h ma seblant mab-den ken kriz, boud zo oazizoù leun a c’houlou hag a spi, enno tud a galon. Stumdi zo unan anezho.

Nolwenn Korbell – 2005-2006

C’hwec’h miz evit dozviñ. C’hwec’h miz evit deskiñ. Ha c’ha c’ha, ha c’hi c’hi. ‘Vit lakaat da soniñ. Brezhoneg leizh an ti. Barzh kalon pep hini ! Ra vevo pell Stumdi !