facebook_dark Twitter youtube_dark instagram

Stummadurioù diouzh an ezhommoù

POURCHASOÙ EVIT AN IMPLIJERIEN

 

Gellout a ra Stumdi sikour an impljerien hag o implijidi dre ginnig dezho stummadurioù diouzh ezhommoù ha lusk an embregerezh pe ar gevredigezh. Meur a stummadur diouzh an ezhommoù a zo bet kaset da benn dija gant Stumdi.

Studiet e vez gant Stumdi an deiziataer evit gouzout peseurt moduloù lakaat e pleustr hervez an ezhommoù pedagogel hag ar redioù liammet ouzh ar post labour.

Un teuliad gant fichennoù ar stummadurioù kaset da benn betek-henn a c’hell bezañ kaset d’an implijerien. Skouerioù fetis, liesseurt ha nevesaet alies.

 

Teuliad Standilhonoù evit an implijerien

 

Priziañ live brezhoneg an implijad·ez

Fellout a ra deoc’h stummañ unan eus hoc’h implijidi war ar brezhoneg evit ma vo gouest da labourat e brezhoneg ?

Ezhomm ho peus gouzout, hervez ar palioù da dizhout, pet eurvezh stummañ a vo ezhomm evit stummañ hoc’h implijiad·ez ?

Fellout a ra deoc’h priziañ e/he v/barregezhioù da zeskiñ pe da implijout ar yezh bemdez el labour ?

 

Stumdi a ginnig deoc’h ur servij evit respont d’ho koulennoù :

Gellout a reomp, diwar goulenn an implijer, priziañ live un (danvez) implijad·ez. Gellout a reomp ivez, dre ostilhoù pedagogel, priziañ ar prantad amzer a vo ezhomm evit stummañ anezhañ/anezhi (hervez al live goulennet gant an impljijer), ha daoust hag-eñ e c’hello deskiñ pe implijout ar yezh en un doare efedus goude ar stummadur.

 

Skouerioù aozadurioù :

 

KEVREDIGEZHIOÙ / EMBREGEREZHIOÙ :

  • Genêts d’Or
  • Ospital Karaez
  • Kevredigezh “Ar Groaz Ruz”, Brest
  • ISFEC, Brest
  • AREP, Gwened ha Brest evit ar CAP Bugaligoù
  • Kef Kengredit Breizh / Crédit Mutuel de Bretagne (stummadur e Gwengamp)
  • Télécom Bretagne, Landerne
  • Kelc’h sevenadurel, Gwened
  • Mutualiste Santé Sociale, Landerne
  • Kreizenn bad an douristelezh ha dizoleiñ an endro, Brasparzh
  • Acadia, Landivizio
  • Kevredigezh “EPAL”, Brasparzh
  • Frañs 3 Champagne Ardennes
  • Frañs 3 Ouest / Kornôg
  • FTV Réseaux, metro nord ouest
  • Ifremer, Brest
  • Kelenn, Kemper
  • Le Télégramme, Montroulez
  • Lisi Aerospace, Plerin
  • SCICA Even-Agri, Ploudaniel
  • SOGETI REGIONS, Villeurbanne
  • SSIAD les amitiés d’Armor, Gwipavas
  • Telecom Breizh, Plouzane
  • Ouest-France
  • IFAS – CHRU, Brest
  • Capgemini

 

STROLLEGEZHIOÙ TIRIADEL :

  • Kuzul departamant Penn-ar-Bed
  • Strollad sokialour Kuzul Rannvro Breizh
  • Ti-Kêr Landerne
  • Ti-Kêr Plabenneg
  • Ti-Kêr Plougastell-Daoulaz
  • Ti-kêr Plañvour
  • Ti-kêr Plougastell
  • Ti-kêr an Oriant ha kumuniezh tolpad-kêrioù Bro An Oriant
  • Ti-kêr Plouzane
  • Ti-Kêr Sant-Ave
  • Ti-Kêr Brest
  • Brest Meurgêr ar Mor
  • CDC Sud Goelo
  • Ti-Kêr Sine
  • Ti-Kêr Plouha
  • Ti-Kêr Bear
  • Ti-Kêr Penvenan
  • Ti-Ker Lannuon
  • Ti-Kêr Pondi

 

SKOLIOÙ :

  • Skol Diwan, Montroulez
  • Skol Diwan, Lesneven
  • Skolaj Diwan, Gwiseni
  • Skolaj Stanislas, Pariz
  • Skol Arz Maël, Plouarzel
  • Skol Diwan, Kemper
  • Ensavadur stummañ kelenn al labour-douar prevez, Angers
  • AEP Diwan, Plabenneg
  • Skol Sant-Jili, Henbont
  • OGEC Skol St Josef, Kleder
  • Skol, Konk-Kernev
  • Skol, Landivizio
  • Skol Diwan, Roazhon
  • Skol St Julian, Landerne
  • Skol Diwan, Louaneg
  • Skol Sant-Visant, Sizun
  • Skol Notre Dame du Roncier, Josilin

 

MAGOURIOÙ

  • Kevredigezh “La galipette”, Carhaix
  • Magouri « la bambinerie », Plougastel
  • Magouri Dorn ha dorn, Gouenou
  • Magouri “La marmaille”, Brest
  • Magouri “Les petits lutins”, An Erge-Vras
  • Magouri “Les pitchouns”, Lesneven
  • Magouri “Tamm ha tamm”, Plouguerne
  • Magouri  “Ti Loustik”, Plabenneg
  • Arsav-diwallerezh “Les minis mômes”, Plougastel
  • Ti ar vugale, Plabenneg
  • Ti poupigoù, Bear
  • Liesdegemer “Les petits mousses”, Kemper
  • Liesdegemer, Plouzane

Testenioù

ISFEC

Ezhomm hon eus da stummañ ingal danvez-kelennerien pe kelennerien war ar brezhoneg. Dibabet hon eus ar greizenn Stumdi evit hec’h efedusted, al labour kaset da-benn ganti abaoe bloavezhioù hag ober a ra berzh evit an holl deskidi. Kenlabourat gant Stumdi a zo un dra anat deomp bremañ.