Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Kinnig

Stumdi organisme de formation en langue bretonne

Savour ha diorroour ar stummañ war ar brezhoneg !

  • Abaoe 1986, n’eus bet kavet par ebet
  • Kadarnaet gant 2978 stajiad
  • Ur servij heñchañ diabarzh (digoust hag efedus)

 

Tapet eo bet gant Stumdi an testeniekadur kalite, evit ar rummad obererezh-mañ : obererezh stummañ. Muioc’h a ditouroù :

Testeniekadur kalite Stumdi

 

Stumdi zo un aozadur stummañ hag a zo bet savet diwar ezhommoù ur publik liesseurt c’hoant gantañ pe deskiñ brezhoneg, pe mont donoc’h gant ar yezh. Bastañ a ra d’an ezhommoù-se a-drugarez d’e 37 bloaz a skiant-prenet ha d’e servijoù aet war-du ar micherelaat : Kelenn, Melestradur, Heñchañ.

Skipailh Stumdi (ur pemzek implijad) a zegemer bep bloaz kalzig a stajidi etre miz Gwengolo ha miz Gouere e c’hwec’h lec’h staj: Brest (29), Gwened (56), Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56) ha Sant-Brieg (22) pe en embregerezhioù.

 

Sinet ez eus bet emglevioù etre Stumdi ha skol-veur Brest, hini Roazhon II, hag an div skol-veur gatolik en Aradon ha Gwengamp. Pal an emglevioù-se eo sikour hor stajidi da lakaat o stummadur da dalvezout en o studioù.

 

Brudet eo Stumdi evit e stummadur « Le breton en 6 mois !» krouet 27 bloaz ‘zo. Ar stummadur-mañ a zo e bal lakaat ar stajidi deraouidi da vestroniañ ar yezh dre gomz ha dre skrid. Diwar an 805 eurvezh e vez 735 eurvezh kentel (35 eurvezh dre sizhun), ha 70 eurvezh staj (skol, stal, kevredigezh…).

 

Diwar berradur « stummadur dibaouez » e teu anv Stumdi. Gallout a reer kompren ivez « Ti ar stummañ ».

 

Pal Stumdi?

Ledanaat plas ar brezhoneg e bed al labour ha kreskiñ an niver a vrezhonegerien dre ginnig stummadurioù diouzh ezhommoù pep hini.

 

Frisenn gronologel Stumdi (eus 1986 da 2022) :

Stumdi centre de formation en langue bretonne pour adultes - Stumdi kreizenn stummañ war ar brezhoneg d'an dud deuet