Stummadur Stumdi dindan 840 eurvezh a zo :
Ar stummadur “AR BREZHONEG DINDAN 840 EURVEZH !” a zo ur stummadur micherelaat ha diplomus, e bal lakaat an deraouidi da dapout diazezoù mat e brezhoneg. Brezhoneg kelennet standart ha perzhioù yezh al lec’hioù deskiñ. Implijet e vez gant Stumdi un doare priziañ da-geñver ar barregezhioù. Dre-se e c’hell pep stajiad mont war-raok gant e lusk.
Lec’hioù : Brest (29), Gwened (56) Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56) ha Sant-Brieg (22)* Deiziadoù : div wezh ar bloaz, eus miz Gwengolo da viz Meurzh hag eus miz Genver da viz Gouere* Sellout ouzh pajenn Stummadurioù da zont Padelezh : 840 eurvezh, enno 70 eurvezh e staj Ar publik : tud dilabour, implijidi, studierien, hiniennoù Arc’hantaouiñ : Doareoù liesseurt da arc’hantaouiñ ar stummadur diouzh pep profil. Sellout ouzh pajenn Arc’hantaouiñ ar stummadurioù
Tud ampechet degemeret war hor stummadurioù goude bezañ studiet an teuliad – deuit e darempred ganeomp *Diouzh an niver a c’houlennoù |
Pellgargañ ar fichenn stumm PDF : LE_BRETON_EN_840H_CHRONO!-2022-2023
MODUL 2 ZEVEZH – DIZOLEIÑ HAG EN EM LEC’HIAÑ
Etre daou emaoc’h ? Fellout a ra deoc’h dizoleiñ marc’had al labour e brezhoneg pe gouzout ma c’helloc’h kavout labour a-raok kregiñ gant ar stummadur ? Bez e c’helloc’h kemer perzh er modul 2 zevezh : |