Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Profiloù micher hor stajidi

Bep bloaz e embann ar Servij Heñchañ profiloù micher ar stajidi enskrivet.

Daou brantad a zo, klikit warno evit pellgargañ anezho :

 

Prantad Gwengolo 2023 – Meurzh 2024 : FICHIERS CANDIDAT·E·S PROFILOÙ SESSION PRANTAD N°1 2023-2024

 

Stumdi centre de formation en langue bretonne - Ser

 

NEVEZ : Prantad Genver – Gouere 2024 : FICHIERS CANDIDAT·E·S PROFILOÙ SESSION PRANTAD N°2 2023-2024

 

Stumdi centre de formation en langue bretonne - CVthèque session 2

 

Ma fell deoc’h tuta unan bennak buan, gwiriit mat eo echu ar stummadur gantañ/ganti. Evel just, gwelloc’h eo degemer unan hag a zo echu e/he stummadur e brezhoneg.

Padal, ral eo kavout profiloù micher zo, ha prest e vo implijerien zo da zibab ur stajiad·ez ha n’eo ket echu e stummadur gantañ pe ganti, ha da ginnig dezhañ/dezhi ur post-labour e fin e stummadur.

 

Penaos ober evit degemer ur curriculum vitae ?

 

Un niverenn a zo bet lakaet evit pep CV.

Ma’z oc’h intereset gant unan anezho, n’ho peus nemet mont e darempred ganeomp, o reiñ deomp da c’houzout :

  • titl an daolenn,
  • peseurt prantad (kentañ pe eil)
  • an niverenn(où) dibabet

 

Kaset e vo ar CV(où) deoc’h dre bostel.

Goude-se e c’helloc’h mont e darempred war-eeun gant hor stajiad/stajidi ha kinnig un emgav.

 

Ne gavit ket ar profil(où) emaoc’h o klask ?

 

Ma ne gavit ket ar profil(où) klasket, deuit e darempred ganeomp : gouest omp d’ober enklaskoù e-barzh hor fichennaouegoù kent.

Ober a reomp hor seizh posubl evit enrollañ buan pep cheñchamant er fichennaoueg-mañ, ha tu zo deoc’h da c’houlenn kaout al listennoù diwezhañ dre bostel pe lizher o vont e darempred ganeomp :

 

Aourell Couteau – Servij-Heñchañ Stumdi : henchan@stumdi.bzh