C’hoant hoc’h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc’h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post merour.ez roadennoù.
Deskrivadur ar post
KEFRIDIOÙ
E diabarzh pol yezh an OPAB e ray ar merour pe ar verourez roadennoù war-dro dielfennañ roadennoù ar geriadurioù, korpusoù, diazoù roadennoù, troerioù emgefre ha binvioù stlenn all an OPAB gant ar pal da genderc’hel da wellekaat anezho, da lakaat ar binvioù e darempred an eil gant egile ha da ginnig ma vo savet ostilhoù nevez diwar ar roadennoù yezh zo anezho pe a vefe mat diorren.
Ober a ray al liamm etre ar postoù dezho profiloù yezh (geriadurourien, termenadurourien, troourien, pedagogourien) hag ar postoù dezho profiloù diorren war ar stlenneg.
Merañ ar roadennoù (kempenn, naetaat, pinvidikaat) :
– en diazoù ha geriadurioù diabarzh (Meurgorf, Termbret…)
– ar c’horpusoù (skrivet, klevet)
Dielfennañ ar roadennoù : stadegoù yezhoniel, istorel. Sevel grafikoù war Porched niverel ar brezhoneg diwar diaz Meurgorf, h.a.
Liammañ an diazoù/geriadurioù etrezo, ijinañ an arkitektur, sevel ar binvioù e darempred gant an diorroerien
Barregezhioù goulennet (n’eo ket ret mestroniañ an holl) :
– diazoù roadennoù (yezh SQL, MySQL/MariaDB, PostgreSQL)
– stadegoù, sevel grafikoù (gant Python/Pandas pe R da skouer, pe c’hoazh war pajennoù HTML)
– merañ, aozañ roadennoù, teuliaouiñ al labour
DOARE DEN
BAC +2
Live B2 e brezhoneg.
Diplom pe skiant-prenañ en domani
Spered urzhiet, barregezh kenlabourat ha daremprediñ aes, doujañ d’ar programm labour ha d’an termenoù, intrudu, rigorded, reoliegezh el labour, youl vras a-fet studi ar yezh ha diorren anezhi
Titouroù war ar post
Gopr
Implij er rummad B
Doare kevrat
Kevrat didermen he fad
Amzer labour
Leunamzer
Evezhiadenn
Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat h.e anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr.
Darempred
Ofis publik ar brezhoneg
02 98 99 30 10