C’hoant hoc’h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc’h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post buhezour·ez kumuniezh. Lec’h labour : sez an OPAB (Karaez, Penn-ar-Bed) pe Naoned (Liger-Atlantel)
Deskrivadur ar post
KEFRIDIOÙ
E diabarzh pol Studi ha diorren an OPAB e ray ar buhezour·ez kumuniezh war-dro reiñ buhez d’ar gumuniezh vrezhonek ha kizidikaat ar boblañs dre vras da zalc’hoù an divyezhegezh galleg-brezhoneg
DOARE DEN
BAC +3
Live B2 e brezhoneg
Aotre-bleinañ B
Mestroni eus ar brezhoneg, anaoudegezh vat eus ar c’hehentiñ war ar rouedadoù sokial, darempredoù aes, labour e skipailh, intrudu, dalc’husted, reoliegezh el labour
Titouroù war ar post
Gopr
Implij er rummad A pe B
Doare kevrat
Kevrat didermen he fad
Amzer labour
Leunamzer
Evezhiadenn
Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat h.e anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr.
Darempred
Ofis publik ar brezhoneg
02 98 99 30 10