Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Deskidi gant un namm

LEVRIG DEGEMER DESKIDI GANT UN NAMM DA BELLGARGAÑ AMAÑ DINDAN (E galleg)

 

Reiñ ur chañs da bep hini. Sed aze ar pezh a fell da Stumdi ober evit ar pezh a-denn d’hor stummadurioù. Pep den gant un namm, pe gant ur c’hleñved nammus a vez heñchet a-hed e stummadur.

Engouestlet eo Stumdi evit ma vefe, evit pep deskard·ez nammet :

  • kemeret e kont e/hec’h ezhommoù ;
  • dibabet un den-dave evit an nammidi ;
  • kizidikaet ha stummet ar skipailh melestradurel ha pedagogel ;
  • studiet doareoù da heñchañ ar gwellañ posupl an den a-hed e stummadur ;
  • graet al liamm etre an holl servijoù er greizenn ;
  • heñchet an den evit e zifraeoù ;
  • priziet an doare m’eo bet heñchet an den nammet.

 

Unan eus kefridioù Stumdi a zo ivez klask dafar ha diskoulmoù denel ha teknikel evit ma vo degemeret ha heñchet mat an deskidi nammet.

El levrig a vo kavet ganeoc’h amañ dindan e vez lakaet war wel an holl ditouroù a-bouez evit ar vonedusted en hor stummadurioù hag ar stignad a c’hell bezañ lakaet e plas evit an deskidi nammet.

Kavet e vo ivez e-barzh al levrig-mañ an daveennoù a c’hell servijout evit kavout skoazell a-hed ar stummadur.

 

📑 Pellgargañ al levrig :

LIVRET ACCUEIL APPRENTANT·E·S PSH © Stumdi 17.06.2024

 

Livret d'accueil des apprenant·e·s en situation de handicap - Stumdi Livret d'accueil des apprenant·e·s en situation de handicap - Stumdi Livret d'accueil des apprenant·e·s en situation de handicap - Stumdi Livret d'accueil des apprenant·e·s en situation de handicap - Stumdi