Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Stummer·ez

KINNIG LABOUR STUMM PDF AMAÑ : Kinnig-labour_Stummer·ez_Stumdi_Genver_2024


 

 

Bez emañ aozadur stummañ Stumdi o klask ur stummer·ez war ar brezhoneg etre Miz Genver ha miz Even 2024.

 

Pennad kinnig : aboae 27 bloaz emañ Stumdi o kinnig stummadurioù micherel dre soubidigezh. E miz Genver e vo digoret ur c’hlasad nevez e Gwengamp. Klask a reomp ur stummer.ez ouhzpenn evit klokaat skipailh Bro Dreger ! C’hoant ‘peus da gemer perzh er raktres-mañ ha labourat gant skipailh Stumdi, deuit da labourat ganeomp !

Post-labour : Stummer·ez war ar brezhoneg

Emglev a-stroll ar stummañ : Pazenn 12

Amzer labour : Leun-amzer

Kevrat : termenet he-fad 6 miz (Genver 2024 → Even 2024)

Lec’h labour : Post diazezet e Ti ar Vro Gwengamp – Gwengamp

Deiziad kregiñ : D’ar Meurzh 2 a viz Genver 2024 (un tamm en a-raok ma c’heller)

 

AR POST :

 

Kefridioù :

  • Prientiñ ar c’hentelioù o heuliañ programm ha mont en-dro ar greizenn stummañ gant sikour ar stummerien.
  • Prientiñ dafar pedagogel a-zere.
  • Stummañ ar stajidi war 5 barregezh ar CECRL e brezhoneg er stummadurioù micherel 6 miz ha 3 miz.
  • Kemer perzh en emvodoù kenurzhiañ.

 

Aozioù labour :

  • Kentelioù e Gwengamp evit al lodenn vrasañ.
  • Kentelioù e lec’hioù all diouzh an ezhomm.
  • Kentelioù diouzh an deiz

 

Barregezhioù goulennet :

 

Dre ret :

  • Live brezhoneg uhel dre-gomz ha dre-skrid : C1 – live 5 an DBY pe Aotreegezh war ar brezhoneg
  • Bezañ gouest da verañ e amzer-labour (kelenn er c’hlas, enklask/prientiñ kentelioù, kefridioù all a denn da vont-en-dro ar greizenn stummañ
  • Implijout beñvegoù skipailh enlinenn (Ostilh Google)
  • Aotre-bleniañ B

 

Degemeret mat :

  • Diplom / Skiant-prenet war ar c’helenn hag ar bedagogiezh
  • Anavezout bed ha mont-en-dro ar stummañ evit an dud deuet
  • Anavezout an teknikoù pedagogel a-vremañ war ar c’helenn yezhoù
  • Bezañ gouest d’ober gant benvegoù ha teknikoù kelenn a-bell

 

Doare den :

  • En e vleud gant ur strollad tud deuet
  • Entanet gant ar c’helenn da dud lieseurt
  • Kaout c’hoant da labourat a-skipailh
  • Prest d’en em stummañ ha da zeskiñ ar vicher war ar pemdez
  • Gouest da labourat en ur mod emren koulz hag a-stroll
  • Entanet o teskiñ hag o rannañ e ouiziegezh dalc’hmat
  • Intrudu ha mennozhioù nevez

 

Ur stummadur a vo kinniget e diabarzh ar greizenn, e Gwengamp pe e Landerne. Ouzhpenn-se e vo harpet hag ambrouget ar stummer nevez gant ar skipailh.

Evit en em ginnig : Kasit ur CV hag ul lizher en em ginnig da contact@stumdi.bzh a-raok ar yaou 14/12/2023.