Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Skoazeller.ez renerezh ha koskor

Diwan - stumdi centre de formation en langue bretonne

Kinnigadenn ar post-labour

Ur rouedad kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet ouzhpenn 46 vloaz zo ez eus e Diwan 47 skol, 6 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel.

Abalamour d’un implijiadez tost da vont war he leve emañ ar rouedad Diwan o klask ur skoazeller·ez  renerezh ha koskor divyezhek (G/M). E-kreizig-kreiz servijoù melestradurezh ar gevredigezh e voc’h kendivizer·ez lodenn vrasañ eus koskor ar gevredigezh war statud publik pe brevez hag e degouezh e voc’h da labourat en un endro brezhonek.

Dindan atebegezh renerezh ar gevredigezh ha war sikour atebeg ar c’hoskor e vo fiziet ennoc’h kefridioù liesseurt.

Sekretouriezh Renerezh :

  • Merañ boest postelioù ar renerezh
  • Merañ ar pellgomzadennoù d’ar renerezh
  • Digeriñ ha prientiñ al lizhiri da skignañ
  • Prientiñ/heuliañ taolennoù stur

Kefridioù stag ouzh mererezh ar c’hoskor :

  • Merañ an difraeoù tuta : DPAE, sevel ar c’hevratoù labour, medisinerezh al labour
  • Merañ an difraeoù melestradurezh evit lakaat e pleustr fiñvadegoù skolaerien ar c’hentañ derez : reolennoù ar fiñvadegoù, listenn ar postoù, kozhni, lizhiri da gas
  • Dastum ha kas elfennoù war gemm ar goproù d’ar servij kontouriezh pae.
  • Heuliañ ezvezañsoù a-bep seurt evit ar c’hoskor a-bezh (kleñved, ehan kerentiezh desevel, e-maez a garg ha kement zo…)
  • Kuzuliañ renerezhioù ar c’hentañ derez a-fet ar melestradurezh (darempredoù gant ar rektordi)

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Doare den :

Digor eo ar post-mañ d’an holl brofiloù.

Diouzh ho stummadur kentañ pe ho skiant-prenañ micherel e vo raktreset ur prantad stummadur evit ma c’helloc’h pakañ ar barregezhioù ret a-nebeudoù evit ar post-mañ.

M’ho peus tapet un diplom hollek war ar c’hoskor, live bak +2/+3 e vo deuet mat evit ar post evel just.

Setu amañ barregezhioù mat da gaout evit ar post-mañ :

  • Mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre gomz ha dre skrid (B2 pe C1 en DCL Brezhoneg) ;
  • Mestroniañ word hag excel ;
  • Anavezout ar gwir sokial ;
  • Anavezout mat mont en-dro an Deskadurezh Stad hag ar vicher skolaer·ez.

Emren ha plijet gant al labour a-stroll ez oc’h strizh war al labour, aes gant an dud ha gouest d’en em azasaat buan ouzh un endro labour nevez.

Titouroù all :

Emaomp e soñj tuta war ziazez ur gevrat didermen leun amzer met diouzh ho profil hag ho skiant-prenañ e c’hello bezañ kinniget deoc’h ul labour darn-amzer 80 %.

Karout a rafemp degemer ac’hanoc’h kerkent ha ma vo posupl hag ur prantad treuzkemm gant an den war ar post a vo betek miz Gouere 2024.

Diouzh ho profil hag ho skiant-prenañ e vo kinniget deoc’h ur gopr etre 23 000 € ha 28 000 €. War-lerc’h e vo kemmoù a-nebeudoù war ho kopr hervez kael ar goproù a vo ganeoc’h.

Evel goprad·ez ar gevredigezh ho peus droad da gaout ur c’henwarez, ur ragevezh ha 6 sizhun koñjeoù paeet.

Ma oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur (CV + lizher emginnig) da tuta@diwan.bzh