Deiziad kregiñ | 01/06/2024 |
Emañ Diwan o klask war-lerc’h ur penngasour·ez evit ar Skolaj Diwan Liger Atlantel evit an distro-skol 2024-25. Gant ar pal e vefec’h barrek evit an distro e vo ur prantad treuzkas adalek ar 1añ a viz Even gant ar benngasourez a zo hiziv war ar post.
Deskrivadur ar post
KEFRIDIOÙ
– Aozañ ha sterniañ buhez skol an ti-skol
– Buheziñ ar skolaj (beilhadegoù, stalioù dizarbenn, bodadoù liammet gant ar skolajidi, surentez, yec’hed, etc)
– Merañ ar skipailh kasouriezh (sevel an implijoù amzer, merañ amzer labour ar skipailh, kas an titouroù a sell ar goproù, etc)
– Daremprediñ gant ar gerent diouzh an ezhommoù
– Kenlabourat gant ar skipailh renerezh, kelenn, melestradurezh
DOARE DEN
– Live C1 e brezhoneg degemeret mat. Brezhoneg komzet hag skrivet mat a-walc’h evit bevañ e brezhoneg pe/hag evit sikour ar skolajidi,
– Live Bak + 3
– Bezañ en e aes evit daremprediñ gant ar grennarded
– Bezañ en e aes evit merañ ur skipailh
– Plijet gant al labour a-stroll
Titouroù war ar post
Gopr
21 800 € kriz/bloaz + un arc’hopr miziek kriz a sav da 83 €
Doare kevrat
Kevrat didermen he fad
Amzer labour
Leunamzer
Evezhiadenn
CDI leun amzer bloazieket
Gwarez yec’hed hag ur prevoyañs
Ma ‘z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur (CV+lizher en em ginnig) da tuta@diwan.bzh a-raok ar 6 a viz Mae 2024.
Dalc’het e vo ar bodad tuta d’an 13 a viz Mae e sez ar gevredigezh e Landerne.
Darempred
Skolaj Diwan Sant-Ervlan