Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Gwazour.ez liesvarrek

Emañ AEP Diwan Plougastell o klask ur gwazour.ez liesvarrek ar skolioù evit an 8 a viz Genver
2024.
Doare kevrat :
Kevrat termenet he fad (CDD) 6 miz – Labouret e vo etre 8e15 ha 18e45 d’al lun, meurzh,
yaou ha gwener (+ devezhioù zo e-pad ar vakañsoù)

Profil an den :

• Sirius gant startijenn, riget mat ha youlek.
• En e vleud gant ar vugale ha madelezhus
• Emren gant e labour
• Deraouad.ez asantet
• Komz brezhoneg pe bezañ plijet/dedennet gant ar brezhoneg

Kefridioù ar gwasourez.ez:

• Ober war-dro menaj ar skol (sal-debriñ, klasoù, kouskva, trepasoù…).
• Degemer ar predoù kaset gant kegin an Ti-kêr ha tommañ anezho
• Staliañ an taolioù evit ar pred
• Ober war-dro ar servij-pred
• Gwalc’hiñ al listri ha kempenn lienaj
• Evezhiañ ar vugale war ar prantad diwallerezh noz

Evit respont : Trugarez da gas ur CV hag ul lizher emginnig da aep.plougastell@gmail.com an
abretañ ar gwellañ.