Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Gwazour.ez kempenn ha servij ar predoù

Stumdi centre de formation en langue bretonne

Emañ Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan é klask un den evit ar c’hempenn hag ar gegin.

Kevrat : Termenet etre an 20/11/23 hag ar 06/12/23 – 35 euriad dre sizhun.

Labour 1 noziad bep sizhun er servij predva get ar skolidi.

Gopr : SMIC

Kefridioù :

  • – Kempenn ar savadurioù, fardiñ ha servijout ar predoù, skaotaj ha naetaat ar predva
  • – Suniñ, skubiñ, diboultrenniñ ar savadurioù hag ar gorreoù. Aoziñ mat e labour hervez an implij-amzer hag an urzhioù dre gomz pe dre skrid, lenn an etiketennoù, doujiñ doc’h ar modoù ober, an dibaboù hag ar c’hementadoù produioù hervez ar lec’hioù da gempenn.

Gouiziegezhioù :

  • – Anavout mat an teknikoù hag ar protokoloù kempenn
  • – Anavout mat ar reolennoù propder evit ar savadurioù
  • – Anavout mat ar reolennoù yec’hedoniezh ha surentez
  • – Brezhoneg dre gomz deuet mat

Barregezhioù personel :

  • – Gouiet labourat a-stroll (pouezus)
  • – Gouiet selaou ha bout àr evezh
  • – Strizhder labour
  • – Den aes da zaremprediñ getoñ
  • – Begon hag intrudu getoñ/i
  • – Derc’hel mat a-fed korf
  • – Bout emren àr ar pemdez en aoziñ ar labour mes bout gouest da zaremprediñ get ar pennoù servij

Emilie LE BAIL
0297626080
renerezh.skolaj.gwened@diwan.bzh