C’hoant hoc’h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc’h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ha war tachenn an niverel ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post diorroer war ar stlenneg.
Deskrivadur ar post
KEFRIDIOÙ
E diabarzh pol merañ an OPAB e ray an diorroer war ar stlenneg war-dro diorren binvioù stlenn yezhel nevez ha gwellaat an ostilhoù bet savet c’hoazh pe war ober (geriadurioù, diazoù roadennoù, savenn Desketa, porched media ha niverel…)
Teknologiezhioù implijet :
Python/Django
VueJS
TailwindCSS
Docker
Git (Github)
Barregezhioù war an naouegezh artifisiel degemeret mat :
– gourdonañ ar patromoù
– dispakañ patromoù er stlenngoumouleg
– gwellaat ar patromoù
DOARE DEN
BAC + 3
Live B2 e brezhoneg.
Diplom pe skiant-prenañ en domani
Spered urzhiet, barregezh kenlabourat ha daremprediñ aes, kompren an ezhommoù, doujañ d’ar programm labour ha d’an termenoù, intrudu, rigorded, reoliegezh el labour
Titouroù war ar post
Gopr
Implij er rummad A pe B
Doare kevrat
Kevrat didermen he fad
Amzer labour
Leunamzer
Evezhiadenn
Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat h.e anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr.
Darempred
Ofis publik ar brezhoneg
02 98 99 30 10