Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Buhezour evezhier.ez kouronkañ

Emañ Emglev Bro Douarnenez o tuta ur buhezour·ez evit buheziñ war Enez Sun gant bugale (13/07-19/07) ha krennarded (27/07-03/08).

Deskrivadur ar post

KEFRIDIOÙ

Kinnig c’hoarioù, beilhadegoù ha prantadoù buheziñ a bep-seurt.
Sikour ar vugale d’ober war-dro ar vuhez pemdeziek.
Er programm : Kayak, gwaregañ, pourmenadennoù ha kouronkañ !
Palioù ar c’hamp a vo broudañ emrenerezh ar vugale, kizidikaat war an espern douar ha treden, dizoloiñ ar vuhez war un enezenn, ha bevañ e brezhoneg evel just !

DOARE DEN

DABU pe un diplom kevatal + Klask ‘vez unan gant un diplom evezhier kouronkañ ! Buhezourien gant skiant prenet, youlek ha leun a mennozioù !

Titouroù war ar post

Gopr

55€ kriz / devezh

Doare kevrat

Kevrat termenet he fad

Amzer labour

Leunamzer

Evezhiadenn

Lizher + CV da gas da : emglev.bro.dz@gmail.com

Darempred

Emglev Bro Douarnenez

emglev.bro.dz@gmail.com