Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

ASEM

Titl ar post : Skoazeller.ez skol-vamm
Implijer : AEP DIWAN KASTELLIN
Deiziad kregiñ ar gevrad : 27/08/2024 – 26/08/2025
Doare kevrad : CDD – 30 eur ar sizhun gant ur Parcours Emploi Compétences ( da c’houlenn
gant Pol Implij hag-eñ oc’h dilennabl). Eurioù 11e30-19e30. SMIC.
Profil an den :
Brezhoneger.ez
Darempredoù aes gant an dud ha spered stroll.
Skiant-prenet micherel o labourat gant ar vugale deuet mat.
Skiant-prenet micherel war tachenn ar c’hempenn deuet mat.
Kinnig ar post labour :
Skoazellañ a reoc’h ar skolaerez da gas al labour pemdeziek en ur c’hlasad skol-vamm.
Degemer a reoc’h ar vugale war an amzer troskol (diwallerezh diouzh ar mintin pe goude ar skol)
Asambles gant an eil skoazeller.ez e reoc’h war-dro ar vugale da vare ar predoù er c’hantin.
Diwall a reoc’h ar vugale war ar porzh ha da vare an ermaeziadennoù skol.
Ober a reoc’h war-dro ar c’hempenn ha dilouezañ ar salioù.
Darempred :
Trugarez da gas ho CV hag ul lizher en em ginnig da aep.prezidant@diwankastellin.bzh pe da
Skol Diwan Kastellin 23 Grand Rue 29150 KASTELLIN