Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Rener.ez kamp an hañv

Titl ar post : Rener Kamp an hañv

Implijer : Ti Douar Alre

Domani : Animatouriezh

Deiziad kregiñ ar gevrad : diouzhtu evit aozañ ur c’hamp ur sizhun etre ar 7 hag an 13 a-viz Gouere e Kamping Goviro Kiberen
Doare kevrad :  7 deiz + 3 zeiz aozadur hag un deiz ehan

Profil an den :
– DABU priziet-kaer, stajiad war ar stummadur
– Unan eus tud ar skipailh buheziñ a ranko kaout an diplom evezhier kouronkañ
– Mestroniañ ar brezhoneg
Kinnig ar post labour :
– Sevel ur skipailh buhezourien evit ur strollad 20 bugel etre 7 hag 11 vloaz
– Sevel ur raktres pedagogel e brezhoneg diwar-benn an arvor (obererezhioù bageal posupl), staget gant raktres desavadurel ar gevredigezh
– Sevel ar raktresoù buheziñ ;
– Sterniañ ha luskañ ar vuhez pemdez hag an obererezhioù ;
– Bezañ gwarant evit surentez korf ha spered an dud degemeret ;
– Kehentiñ gant ar familhoù, ar vugale, ar skipailh, an implijer.

Darempred :

Ti Douar Alre
11 straed Tanin
56300 Pleuwigner
02 97 78 41 40
06 11 25 07 79
degemer@tidouaralre.com