Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Rener.ez kamp vakañsoù

Evit bugale etre 8 ha 12 vloaz ag hentadoù divyezhek Breizh eo ar chomadenn-mañ. Kamp aozet tro dro d’an natur ha d’ar sportoù : prantadoù velo, kayak… Deiziadoù : Etre ar sul 7 hag ar sadorn 13 a viz Gouere 2024 (07/07/24 – 13/07/24) Lec’h : Tachenn kampiñ Henbont (56)

Deskrivadur ar post

KEFRIDIOÙ

En un dachenn-gampiñ àr ribl ar Blavezh, e ranko ar rener/ez :
meriñ ur skipailh buheziñ get 2 animatour.ez hag ur strollad 20 bugel. Kas da benn stalioù buheziñ liammet get raktres desavadurel kevredigezh Emglev Bro an Oriant ha krouiñ ur raktres pedagogel é doujiñ doc’h reolennoù surentez ha yec’hederezh. Meriñ a ray ar rener pe ar renerez ar vuhez pemdeziek hag al liammoù get an dud.

DOARE DEN

Gouiet kaozeal brezhoneg ; kaout an DARE; bout emren er c’hamp vakañsiñ; gouzout hiroc’h àr ar reolennoù degemer hag aoziñ ur chomadenn evit ar vinored (mererezh, bevañs…). Aotre bleniñ.

Titouroù war ar post

Gopr

700 euros kriz

Doare kevrat

Kevrat termenet he fad

Amzer labour

Leunamzer

Evezhiadenn

Monet e darempred/kasit ho CV : Emglev Bro an Oriant, emglev@ebo.bzh / 02 97 21 37 05

Darempred

Emglev Bro An Oriant

Ti ar c’hevredigezhioù

5 plasenn Bonneaud

56100 An Oriant

emglev@ebo.bzh

02 97 21 37 05