Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Rener.ez kamp vakañsoù

Post Labour : Rener/ez_kamp vakansoù
Deiziadoù : Etre ar sul 7 hag ar sadorn 13 a viz Gouere 2024 (07/07/24 – 13/07/24)
Lec’h : Tachenn-gampiñ, Henbont (56)
Implijer : Emglev Bro An Oriant

Kefridi : Evit bugale etre 8 ha 12 vloaz ag hentadoù divyezhek Breizh eo ar chomadenn-mañ.
En un endro bourapl, en un dachenn-gampiñ àr ribl ar Blavezh, e ranko ar rener/ez :
meriñ ur skipailh buheziñ get 2 animatour.ez hag ur strollad 20 bugel. Kas da benn stalioù
buheziñ liammet get raktres desavadurel kevredigezh Emglev Bro an Oriant ha krouiñ ur raktres
pedagogel é doujiñ doc’h reolennoù surentez ha yec’hederezh. Kamp aozet tro dro d’an natur
ha d’ar sportoù : prantadoù velo, kayak… Meriñ a ray ar rener pe ar renerez ar vuhez pemdeziek
hag al liammoù get an dud.

Barregezhioù : Gouiet kaozeal brezhoneg ; kaout an DARE; bout emren er c’hamp vakañsiñ;
gouzout hiroc’h àr ar reolennoù degemer hag aoziñ ur chomadenn evit ar vinored (mererezh,
bevañs…). Aotre bleniñ.
Gopr : 700 euros kriz get RT

Monet e darempred/kasit ho CV : Emglev Bro an Oriant, emglev@ebo.bzh / 02 97 21 37 05