Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Kargad.ez a gehentiñ

Diwan - stumdi centre de formation en langue bretonne

Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD (erlec’hiañ e-pad ur c’hoñje mammelezh) e Landerne

Padelezh betek fin miz Gwengolo 2024

Post da bouveziñ : kerkent ha posubl

Kinnigadenn ar post-labour

Barrek oc’h war ar c’hehentiñ, al lec’hiennoù. Gouzout a rit komz ha skrivañ e brezhoneg. Diwan a ginnig deoc’h ur post.

Ur rouedad skolioù kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl ez eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo ar sistem kelenn nemetañ a ginnig deskiñ brezhoneg er skol dre soubidigezh. Krouet e 1977 ez eus 4014 bugel skoliataet bremañ e 46 skol, 6 skolaj ha 2 lise, staliet war 5 departamant Breizh.

Emaomp o klask war-lerc’h un den a vefe dibres kerkent evit erlec’hiañ ur c’hopradez e-pad un ehan mammelezh.

Staliet e servijoù ar rouedad e Landerne kentoc’h (pellabour posubl), e kenlabouroc’h gant ar renerezh ha burev ar c’huzul-merañ evit :

  • Merañ lec’hienn internet hag intranet Diwan : produiñ ha freskaat danvez, talvoudekaat an danvez a zo, lizher kelaouiñ, renabl pennadoù keleier, kinnigoù labour, skignañ teuliadoù ha kement ‘zo ;
  • Ober war-dro ha buheziñ ar rouedadoù sokial ;
  • Skoazellañ tud ar vugale, ar renerien·ezed hag ar sekretourien·ezed d’ober gant modul enskrivañ ar vugale enlinenn, ha merañ an ostilh ;
  • Harpañ evit an darempredoù gant ar c’hazetennoù (skrivañ kemennadennoù hag aozañ emvodoù kelaouiñ) hag aozañ emgavioù ar rouedad.

Afer ‘zo bezañ dibres diouzh noz pe d’ar Sadorn bep an amzer.

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Evit tapout ar post e vefe mat…

Ho pefe graet ur stummadur meur goude ar vachelouriezh ha bezañ studiet ar c’helaouiñ hag ho pefe 2 vloaz skiant-prenet vicherel da nebeutañ.

Evel-just eo ret deoc’h mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre skrid ha dre gomz evit bezañ dibabet (live C1).

Youlek, emren ha gouest da gaout darempredoù ha da skrivañ gant aezamant, e vioc’h en ho pleud gant implij ar rouedadoù sokial ha sevel kemennadennoù d’ar gazetennerien ha d’ar c’hazetennerezed.

Ma ‘z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho CV hag ho lizher emginnig da tuta@diwan.bzh a-raok an 10 a viz Mae 2024.