Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

ASEM

Kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl vugale adalek 2 vloaz eo skol Diwan Plounevez Moedeg. Brezhoneg dre soubidigezh a zo kinniget er skol. 2 skolaer·ez ha 2 skoazeller·ez a vo er skipailh pedagogel e karg eus ar skolidi skol-vamm ha kentañ derez en distro-skol a zeu.

Kefridi : labourat a refet a-gevred gant an eil ASEM a zo dija er skol e-pad an amzer skol ha troskol er skol-vamm dreist-holl.

Doare den: Labourat a refet en ur skol dre soubidigezh e brezhoneg, e-barzh ur skipailh. Gant-se, e-kichen ar barregezhioù yezh, e vo ret kaout diazezoù matwar an daremprediñ gant an dud evel war diorren hag ezhommoù ar vugale.

Kevrat labour : Kevrat Termenet he Fad 6 mizvezh (15 eurvezh ar
sizhun/ingalet war ar bloaz). Post da bourveziñ adalek an 8 a viz Genver 2023.

Trugarez d’en em ginnig dre bostel da :
aep.plounevez-moedeg@diwan.bzh