Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

ASEM

Dindan kiriegezh an AEP hag o kenlabourat gant skipailh kelenn ar skol e reoc’h war-dro ar c’hefridioù da heul (rannet
etre 2 ASEM ar skol) :
 ambroug ar skolidi.adezed gant o deskerezhioù pemdeziek (emrenerezh, buhez a-stroll, yec’hedoniezh korf,
diorroadur afektivel ha speredel…)
 buheziñ hag eveshaat an amzerioù tro-skol
 ober war-dro an amzerioù er predva ha kemer perzh e deskadurezh-boued ar vugale
 ober war-dro renkañ, naetaat, kempenn an dafar hag an ti-skol
Barregezhioù gortozet :
Gouzout :
 Anavezout diorroadur ar vugale hag o ezhommoù (korf, keflusk, afektivel)
 Komz brezhoneg
 Anavezout reolennoù yec’hedoniezh ar skolioù pe kaout c’hoant bezañ stummet warne
Gouzout ober :
 Ambrougañ ar vugale en o deskerezhioù pemdez
 Buheziñ (c’hoarioù, labour-dorn, kanaouennoù…)
 Ober war-dro surentez ar vugale (spered ha korf)
Gouzout bezañ :
 Barrek da evezhiañ, kaout pasianted ha bezañ madelezhus
 Selaou ha doujañ ouzh ar vugale ha tud ar skipailh
 Bezañ gouest en em aozañ, bezañ emren ha reaktiv
 Labour skipailh

20e / sizhunvezh (merc’hervezhioù ha vakañsoù dieub) – Kontrad termenet 11 miz (kontrad sikouret PEC)
Gopr : SMIC-eur – Deroù : 29/08/2024 – Kas ur CV hag ul lizher emginnig bremañ da aep.skolboulvriag@gmail.com –
Titouroù : 09 52 78 32 10