Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

ASEM

Skol Diwan Sant-Brieg - Stumdi, centre de formation pour adultes en langue bretonne

Fellout a ra deoc’h labourat gant bugale ha komz a rit brezhoneg ? Emañ skol Diwan Sant-Brieg o klask war-lerc’h 2 ASEM gant ur c’hevrad 35e bleziek (smic)
Dindan atebegezh velestradurel an association d’éducation populaire (AEP) e voc’h. Bez ho po da skoazellañ ar
skipailh pedagogiezh evit an degemer, ar buheziñ ha yec’hedoniezh ar vugale yaouank adal 2/3 bloaz hag ambroug
anezho e-pad ar prantadoù tro-skol.

1) Amzer skol : dindan atebegezh ar renerezh
– Degemer gant skolaer.ez ar vugale hag o zud
– Sikour ar bugel da zont da vezañ emren
– Teurel evezh da surentez ha yec’hedoniezh ar vugale
– Skoazellañ ar skolaer.ez evit prientiñ ha/pe buheziñ an obererezhioù pedagogel
– Anneziñ ha kempenn ar savadurioù hag an dafar evit ar vugale
– Evezhiañ ar porzh da vare an ehanoù
– Evezhiañ ar vugale da vare ar c’housk
– Kemer perzh er raktresoù pedagogel

2) Mare an dro-skol : dindan kiriegezh an AEP
– Degemer ha buheziñ an diwallerezh etre 7e30 hag 8e20 da vintin (div wech ar sizhun)
– Sterniañ ar vugale a-raok, e-pad ha goude ar pred
– Servijout ar predoù o toujañ ouzh ar reolennoù yec’hedoniezh
– Doujañ ouzh ar PAIoù
– Kas ar vugale d’ar c’housk
– Degemer ha buheziñ an diwallerezh (div wech ar sizhun)

Aelad klasket dezhañ
Kaout an diplom CAP petite enfance.

GOUIZIEGEZHIOù :
• Sikour gant diorroadur ar vugale adalek 2 vloaz (barregezhioù kefluskerezh, sokioafektivel hag kognitivel)
• Doujañ ouzh reolennoù diaz yec’hedoniezh ha surentez
• Reiñ lañs da ziorenn ar vugale o kinnig c’hoarioù ha raktresoù pedagogel gant ar skolaer.ez

GOUZOUT OBER :
• Ambroug ur bugel en e zeskoni pemdezieg
• Sikour da vezañ emren
• Teurel evezh da surentez ar vugale
• Lakaat e plas ar reolennoù yec’hedoni ha surentez
• Aozañ c’hoarioù hag obererezhioù
• Kempenn ha gwiriekaat ar savadurioù hag an dafar evit ar vugale

BEZAÑ:
• Bezañ gouest selaou
• Bezañ gouest ober war-dro bec’hioù
• Kaout intrudu
• Strizhded ha bezañ aozet mat
• Diskouez kaout : sioulded, didrouzded, pasianted hag emvestroniezh

• Kaout startijenn

CANDIDATURES (CV et lettres de motivation) A ENVOYER A L’ADRESSE SUIVANTE:

aep22recrutement@gmail.com