Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Skoazeller.ez melestradurel

IDENNAÑ AR POST
Titl ar post:  Skoazeller(ez) melestradurel
Framm da stagañ ar post: Divaskell Breizh
MICHERIOÙ KENTAÑ AR POST
– Lakaet e vez dindan aotrouniezh burev Divaskell Breizh hag ivez dindan evezh ar c’henurzhier. Seveniñ a ra ar c’hefridioù-mañ :
– Ober war-dro an tretiñ hag an heuliañ melestradurel
– Heuliañ ar skoroù niverel (rouedadoù sokial, lec’hienn Genrouedad) el linenn termenet gant Divaskell Breizh
– Dre vras, kemer perzh e brud Divaskell Breizh evit diorren ar brezhoneg hag ar gallaoueg er skolioù katolik.
– Ober war-dro trevelloù a-vareadoù

OBEREZHIOÙ AR POST
– Ober war-dro an trevelloù sekretouriezh pemdez
– Prientiñ ar skoroù emvod
– Sevel rentaoù-kont emvodoù ha teulioù a bep seurt.
– Diorren ar c’hehentiñ hag an erlec’hiadurioù kelaouiñ war ar rouedadoù sokial kerkoulz hag al lec’hienn Genrouedad (krouiñ endalc’hadoù, lakaat teulioù e-kerz al lec’hienn web…)

– Kemer perzh, ur wech an amzer, e darvoudoù brudañ Divaskell Breizh (devezh-departamant, dalc’h stand…)

KALITEZHIOÙ AR C’HOULZAD
Aelad klasket :
– Emren oc’h
– Aozet ha strizh oc’h
– Diskred, plijadur, gouzout komz en un doare aes
– Selaou ha tizh kompren
– Darempredoù mat

Barregezhioù goulennet:
– Ostilhoù stlennegel, Pack Office, Canva pe damheñvel
– Kehentiñ (rouedadoù sokial, lec’hienn Genrouedad, binvioù Web)
– Un dra ouzhpenn eo mestroniezh ar brezhoneg hag/pe ar gallaoueg
– Aotreoù B

RESPONSABILEZH
Liammoù urzhasaet :
Burev Divaskell Breizh
Kenurzhier rannvroel Divaskell Breizh
Liammoù arc’hwelel :
Merourien Divaskell Breizh
Izili Divaskell Breizh

AOZIOU LABOUR
Arouezennoù :
– Kevrat labour war hir dermen eus an 11 a viz Meurzh d’ar 05 a viz Gouere
– Darnamzer 24 e/sizhun ingalet e-pad 4 devezh
Doareoù :
– Pellabour gant un devezh/sizhunvezh war al lec’h, ha gallout a reer mont ha dont evit abadennoù a-ratozh,
– Urzhiataer + pellgomzer pourchaset.
Gopr :
Hervez ar c’hendivizad stroll broadel war micherioù an deskadurezh, ar sevenadur, an dudi hag an abadennoù (ECLAT) evit mad ar gevredigezh hag an endro
Gallout a ra ar fichenn-bost-mañ emdreiñ diouzh ezhommoù Divaskell Breizh.
Ret eo kas an emstriverien dre bostel da contact@divaskell.bzh.
Titouroù : 07.48.15.20.71