facebook_dark Twitter youtube_dark instagram

Buhezour·ez

Ti ar vro Landerne Daoulaz - Stumdi, centre de formation pour adultes en langue bretonne

Implijer  :​ Ti Ar Vro Landerne Daoulaz

Emglev a-stroll ar buheziñ ECLAT (Emglev a-stroll ar buheziñ) B pe C

Lec’h :​  burev e Landerne ha war tachenn kumuniezh kumunioù.

Post evit  :  1 a viz Gwengolo  2021 – 31 a viz Gouere 2022

Kontrad PEC CAE

Klask a ra Ti ar Vro Landerne Daoulaz ur buhezour pe buhezourez evit ar c’hentelioù-noz hag ivez evit ar greizenn dudi.

 

Post :

– Sevel kentelioù-noz e bro Landerne Daoulaz.

– Buheziñ ar merc’herioù er greizenn dudi e brezhoneg.

– A-wechoù labourat e-pad an abadennoù savet gant ar gevredigezh.

 

Labouret e vo gant ar skipalh tud gopret ha tud a-youl vat.

Posupl e vo heuliañ ar stummadurioù savet gant Ti Ar Vro hag ivez an hini e-barzh ho raktres personnel.

 

Barregezhioù  ha perzhioù mat goulennet :

– Live brezhoneg B2 pe muioc’h.

– DABU pe kevatal

– DARE pe kevatal e vefe gwelloc’h.  Posupl e vo ober ar stummadur DARE e-pad ar c’hontrad

Mad e vefe anavezout bed ar gevredigezhioù.

Bezañ en e vleud e bed an urzhiataerezh

 

Kontrad leun amzer

Aotre-bleinañ ha karr-tan aliet

 

Evit gouzout muioc’h : Ti ar Vro Landerne Daoulaz

 

Kas ho CV hag ul lizher kinnig evit an 31 a viz Gouere 2021.

Ti Ar Vro Landerne Daoulaz 1 rue du docteur Pouliquen 29800 Landerne