facebook_dark Twitter youtube_dark instagram

Forom ar micherioù hag ar stummadurioù liammet gant ar brezhoneg

KINNIG 

Kinniget e vez gant Stumdi hag e servij heñchañ e forom tro-dro d’ar micherioù hag ar stummadurioù liammet gant ar brezhoneg. An 9vet abadenn a vo e balioù kinnig doareoù da zeskiñ brezhoneg e Breizh, hag an tachennoù micherioù ha stummadurioù liammet gant ar brezhoneg. Ur marc’had a zo o tiorren (1600 post kevatal da leun amzer*)

*Diwar sifroù diwezhañ Ofis Publik Ar Brezhoneg.

 

PALIOÙ

 

Titouriñ ar publik war an doareoù disheñvel da zeskiñ brezhoneg,

Kizidikaat an holl publikoù war ar pezh a c’hell digas ar brezhoneg war ar postoù,

Digas d’ar publikoù divyezhek (skolajidi, liseidi, studierien, stajidi ar stummadur dibaouez, tud dilabour, gopridi…) titouroù war an tachennoù micher, ar micherioù, ar stummadurioù hag an diplomoù liammet gant ar brezhoneg.

 

DEIZIAD HA LEC’H

 

Kinniget e vo ar forom d’ar Yaou 24 a viz Meurzh 2022, eus 11e00 da 5e00 e Kreizenn sevenadurel ar family e Landerne.