Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Kinnig

Kreizenn stummañ war ar brezhoneg abaoe 1986

 

 

Diwar berradur  e teu anv Stumdi. Gallout a reer kompren ivez « Ti ar stummañ ».

 

Stumdi zo un aozadur stummañ hag a zo bet savet diwar ezhommoù ur publik liesseurt c’hoant gantañ pe deskiñ brezhoneg, pe mont donoc’h gant ar yezh. Bastañ a ra d’an ezhommoù-se a-drugarez d’e 39 bloaz a skiant-prenet ha d’e servijoù aet war-du ar micherelaat : Kelenn, Melestradur, Heñchañ.

Brudet eo Stumdi evit e stummadur « Le breton en 6 mois !» krouet 28 bloaz ‘zo. Ar stummadur-mañ a zo e bal lakaat ar stajidi deraouidi da vestroniañ ar yezh dre gomz ha dre skrid. Diwar an 805 eurvezh e vez 735 eurvezh kentel (35 eurvezh dre sizhun), ha 70 eurvezh staj (skol, stal, kevredigezh…).

Skipailh Stumdi a zegemer bep bloaz kalzig a stajidi etre miz Gwengolo ha miz Gouere e c’hwec’h lec’h staj: Brest, Gwened, Gwengamp, Landerne, Plañvour ha Sant-Brieg pe en embregerezhioù.

Pal Stumdi ? Ledanaat plas ar brezhoneg e bed al labour ha kreskiñ an niver a vrezhonegerien dre ginnig stummadurioù diouzh ezhommoù pep hini.

 

Kenlabourat a ra Stumdi gant skol-veur Brest hag hini Roazhon II evit sikour hor stajidi da lakaat o stummadur da dalvezout en o studioù.

centre de préparation DCL Diplôme de Compétence en Langue Breton Stumdi Tapet eo bet gant Stumdi an testeniekadur kalite, evit ar rummad obererezh-mañ : obererezh stummañ. Muioc’h a ditouroù :

Testeniekadur kalite Qualiopi

 

 

Tapet eo bet gant Stumdi an testeni DCL. Muioc’h a ditouroù :

Testeni DCL

Diplom Barregezh war ar Yezh – BREZHONEG

 

Ar skipailh

 

Equipe salariée stumdi centre de formation à la langue bretonne

 

Ar C’huzul Merañ

 

Palioù :

Labour pennañ ar gevredigezh a zo :

  • Aozañ stummadurioù hir ha berr
  • Kenemprañ ar stajidi kavout ul labour
  • Krouiñ ostilhoù pedagogel liesseurt

 

Agreamantoù :

  • Prefeti ar Rannvro stummadur micherel dibaouez (1985)
  • Akademiezh Roazhon Agraemant kreizennoù stummañ (Tapet e 2009 – nevesaet e 2020)
  • Ar c’hreizenn stummañ Stumdi a zo anavet mad an holl (2012)

 

Ar C’huzul Merañ :

  • Prezidant : Mickaël Corre
  • Bez-Prezidant : André Lavanant
  • Teñzorer : Rolland Keroulas
  • Yann Herle Gourves
    Yann Servais
    Hugues Pentecouteau
  • Simon Daniellou
  • Erwan Blanchard

 

Izili ar gevredigezh :

  • Philippe Oillo
    Annaig Daouphars
    Mickaël Dequidt