Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Un arload nevez evit en em stummañ

Mon Compte Formation -Stumdi centre de formation en langue bretonne  

Un arload nevez war hezoug evit en em stummañ « MonCompteFormation »

 

Ul lezenn nevez a oa deuet maez d’ar 5 a viz Gwengolo 2018 evit frankiz an dud da zibab o dazont micherel. Un ostilh nevez a zo bet lakaet e pleustr evit aesaat ha simplaat an traoù. Pep hini a c’hell bezañ mestr war hec’h eurvezhioù CPF (Kont Stummañ Personnel). Ur bern stummadurioù a vo tu d’an den da gavout.

Bez e c’hellit pellgargañ an arload-mañ dre applestore ha playstore.

Rankout a rit lakaat domani ar stummadur hag al lec’h evit gellet gwelet an holl stummadurioù kinniget a c’hell bezañ kemeret e karg.

Moaien zo deoc’h da welet an divizoù enskrivañ, an deiziadoù, ar prizioù, hag a-benn nebeut alioù an dud, an notennoù…

A-drugarez d’an arload-mañ e c’hell an dud dibab ar stummadur zo an tostañ ouzh ar pezh emaint o c’hortoz.

Ur c’hont maget bep bloaz e Miz Ebrel.

500 € / BLOAZ

  • Evit un implijiad leun pe hanteramzer: maget e vez ar c’hont bep bloaz gant 500€, betek 5000€ d’ar muiañ.
  • Evit un implijiad darnamzer hag a labour nebeutoc’h eget un hanteramzer : maget e vez ar c’hont hervez an niver a eurvezhioù labouret.
  • Evit ul labourer dizalc’h : maget e vez ar c’hont bep bloaz gant 500€, betek 5000€ d’ar muiañ.

 

800 € / BLOAZ

  • Evit un implijiad leunamzer gant nebeut a ziplomoù, live studi dindan ar CAP/BEP, pe evit unan gant un testeniekadur live 3, betek 8 000 € d’ar muiañ.
  • Evit un implijiad gant ur redi implij, da lavaret eo anavezet evel nammad gant ar CDAPH, pe gwazh eus ur gwallzarvoud labour, eus ur c’hleñved micher hag a zo bet kaoz d’un dic’houested a 10 % da vihanañ, pe piaouer ul leve a-berzh reol voutin ar surentez sokial pe forzh peseurt reol a warez ret, betek 8 000 € d’ar muiañ.

 

DA C’HOUZOUT : ar c’hoñjeoù mammelezh/tadelezh, degemer ur bugel, advabadur, ehan kerentel a zesavadurezh, ar c’hoñje sikour un den tost, an ezvezañsoù evit ur c’hleñved micher pe ur gwallzarvoud labour a zo kemeret e karg evit magañ ar c’hont CPF.

 

AMAÑ-DINDAN AR MONT EN-DRO EVIT IMPLIJOUT HO EURVEZHIOÙ :

Mon Compte Formation - Stumdi centre de formation en langue bretonne