Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Tudi Kernalegenn paeron Stumdi !

Kustum eo Stumdi da zibab bep bloaz – evit lakaat war-wel e stummadurioù hir – ur v/brezhoneger·ez brudet hag en deus ul labour liammet gant ar brezhoneg.

Ar bloaz-mañ eo Tudi Kernalegenn, a zo bet dibabet ganeomp evit bezañ ho paeron. Gellout a raio dre e skiant-prenet, ambrougañ ac’hanoc’h da zeskiñ ar yezh a vez implijet gantañ en un doare micherel ha personel.

 

BUHEZSKRID

A orin eus Landrevarzeg, e-kichen Kemper, eo Tudi Kernalegenn. Brezhoneger a-vihanik, kresket en deus en un endro brezhoneger, ha bet eo bet unan eus bachelourien kentañ Diwan e 1997.

Ur wech paket ar bak gantañ en deus kroget gant studioù war an istor hag ar skiantoù politikel e Roazhon. E doktorelezh en deus tapet e 2011 e Ensavadur ar studioù politikel (Sciences Po) e Roazhon, gant un dezenn dezhi da ditl : Un hentenn anaoudel evit studiañ ar rannvroelouriezh. Identelezhioù rannvroel, tiriadoù, stourmoù sokial e Breizh, Bro Skos ha Galiza er bloavezhioù 1970.

Kuzulier politikel e voe e Parlamant Europa eus 2009 betek 2011. Labourat a ra eno war gwirioù mab den hag al liesseurted sevenadurel, met ivez war al liammoù etre Breizh hag Europa. Distreiñ a ra e Breizh e 2012 evit labourat evel kazetenner ha sekretour ar skridaozañ er gelaouenn ArMen. E 2016 eo e karg eus diorroadur ar gador-enklask “Tiriadoù ha kemmoù an obererezh publik”, e Ensavadur ar studioù politikel e Roazhon. Kuitaat a ra Breizh en-dro evit mont da Lausanne (Suis) ha Louvain (Belgia) evel enklasker war ar skiantoù politikel eus 2016 betek 2019. Dibaoe ur pemzek vloaz bennak e kelenn ivez e meur a skol-veur, e Breizh, Bro-C’hall ha Belgia. E miz Gouere 2020 eo bet anvet da rener Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù, un aozadur dezhi da bal brudañ danvez Breizh, dioroiñ ha difenn glad sevenadurel dizanvezel Breizh ha kreñvaat al liested sevenadurel.

Dibaoe penn-kentañ e vuhez labour en deus beajet kalz dre ar bed. Bevet en deus da skouer e Bro Skos, Italia, Galiza, Belgia, Suis, Hong-Kong pe c’hoazh ar Stadoù Unanet. Du-hont e voe pedet evel enklasker e skolioù meur Yale ha Columbia. Dre-se eo ampart war ar saozneg, ar galizeg hag ar c’hastilhaneg.

Evel skolveuriad ha kazetenner en deus skrivet dek levr ha degadoù a bennadoù. E embannadurioù a zo gouestlet da istor Breizh, d’ar stourmoù sokial, d’ar vroadelouriezh, d’an ekologiezh, d’an divroerezh, pe c’hoazh d’an digreizennañ. Embannet en deus evel-se un Istor an ekologiezh e Breizh, pe kenurzhiet levrioù diwar-benn an demokratelezh rannvroel, Unvaniezh demokratel Breizh, pe c’hoazh Lanv broadel ar bloavezhioù 1968.