Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Gouel Broadel ar Brezhoneg !

 

Setu distro eo AN darvoud meur evit hor yezh ! Gouel mojenel ha broadel ar brezhoneg. Ur pezh programm a ginnigomp deoc’h ar bloaz-mañ evit diskouez puilhded hor yezh. Faota deomp diskouez ivez hor goulenn sokial kreñv evit muioc’h a vrezhoneg hag evit ma vefe anavezet ez-ofisiel amañ, dustu, e Breizh ! Deuit ‘ta da brofitañ, eskemm, dizoleiñ ha krouiñ ganeomp e-kerzh GBB 2019. Al lec’h da vezañ evit ar vrezhonegerien e vo, tud kar o yezh hag ho mignoned evel-just! Evit an nann-vrezhonegerien e vo ivez un digarez da zizoleiñ bed kuzhet hor yezh ha bevañ un darvoud e brezhoneg penn-da-benn ! Ur soubidigezh wir kea, ur gwir taol-arnod ha peadra da vout sebezhet evit lod, sur.

Miliadoù a arvesterien a c’hortozomp evit dizoleiñ arzourien barrekañ ar vro war 3 leurenn, evit sonadegoù vras, festoù-deiz ha noz, an Taol-Lañs (leurenn lañs nemeti e Breizh gouestlet d’ar sonerezh a-vremañ kanet e brezhoneg), sinema, sirk, c’hoariva, sportoù, c’hoarioù, artizaned, kêriadenn an ekonomiezh hag an niverel, standoù embannerien, hag ar bed sevenadurel, tabutoù ha prezegennoù… ha kalz traoù all ! Plijadur vo sur.

Programm ar gouel :

Gwener 7/06 : An Taol-Lañs, 8 strollad o koñkouriñ evit bout maout ar bloaz ha gellet treiñ gant e raktres war leurennoù Breizh. Daou rummad ar bloaz mañ : “amatour” ha “war vicherelaat”.
Sonadeg gant Krismenn “N’om gustumiñ deus an deñvalijenn »

Sadorn 8/06 :
Lid digeriñ ofisiel ar gouel da 11e00,
Startijenn, War sav, Eben, Lunch Noazh, Egin, Dom Duff group (lid ar bladenn nevez), Dj Wonderbraz., kanerien ha sonerien. + C’hoariva, 3 film e brezhoneg, c’hoarioù bras evit an dud deuet hag ar re vihan, krogad mell-droad, prezegennoù ha tabutoù, atalieroù…

Sul 9/06 :
Pevar Lamm, Beat Boued Trio, Faya Bal, Sound system, Ukan, Fest deiz ha Fest noz, Fleuves, Kant a gan 2018 (gant Talec, Glidig tad ha mab …), Bugale Kreiz Breizh, Sirk, gouren ha + C’hoariva, 3 film e brezhoneg, c’hoarioù bras evit an dud deuet hag ar re vihan, krogad mell-droad, prezegennoù ha tabutoù, atalieroù…
Boued, tavarnioù, kamping war al lec’h. Sonadegoù war 3 leurenn, betek 3 eur vintin. Ur gwir festival e brezhoneg penn da benn.

 

Klask a ra skipailh GBB meur a zen evit ur staj 5 devezh : Kinnig staj Mignoned ar Brezhoneg evit GBB19

 

Muioc’h a ditouroù amañ