Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Stummadur | 3 miz | evit brezhonegerien

Pajenn nevesaet d’an 30/10/2024

 

🎯 Prientiñ a ra ar stummadur-mañ da dapout testeniekadur DCLR | N° RS5465 | Ministrerezh an Deskadurezh-Stad hag ar Yaouankiz  abaoe Even 2021.

 

✍ EVIT LAKAAT HOC’H ANV : Lakaat ma anv

 

📅 STUMMADURIOÙ DA ZONT :

  • Meurzh 2025 : 20/03/2025 → 25/06/2025
  • Meurzh 2026 : deiziadoù da zont

 

🖥️ EMVOD KELAOUIÑ ENLINENN : deiziad an emvod da zont.

Feur laouenidigezh ha berzh mat tapet eus ar stummadur aozet e 2024.

 

☛ PALIOÙ AR STUMMADUR & TESTENIEKADUR DA DIZHOUT

 

PALIOÙ

Mestroniañ ar barregezhioù yezh a zo ezhomm evit kas da benn meur a obererezh e brezhoneg en un degouezh micherel.

 

BARREGEZHIOÙ DA DIZHOUT

5 tachenn barregezhioù :

  • kompren dre skrid,
  • kompren dre gomz,
  • ezteurel dre gomz,
  • ezteurel dre skrid,
  • kemer perzh en un diviz.

 

TESTENIEKADUR DA DIZHOUT

Live da dizhout : B2 pe C1 an DBY Brezhoneg a glot gant Framm Europat an dave evit ar yezhoù (CECRL).

 

☛ PUBLIK & RAKREKISOÙ

 

PUBLIK

Tud deuet, tud dilabour, kelennerien, implijidi, studierien, hiniennoù

 

RAKREKISOÙ    

  • Stajidi gant al live B1.2 an DBY d’an nebeutañ (live 3)*
  • Bezañ gouest da zoujañ ouzh ar soubidigezh

*Ar re n’o deus ket tremenet ar DBY a vo priziet o live dre bellgomz. Deuit e darempred ganeomp.

 

☛ PADELEZH & PRIZ

 

PADELEZH

3 miz – 406 eurvezh. 

35e / sizhunvezh.

 

PRIZ

📑 Prizioù 3 miz Gwengolo 2024 Stumdi – Nevesaet 29-02-2024 ©Stumdi

Kemeret eo e karg gant ar Rannvro ar frejoù evit tremen an DBY (100€).

 

Kavit amañ dindan ur fichenn gant ar sikourioù a c’helloc’h kaout evit ar frejoù pedagogel hag ar sikourioù pe digoll a c’helloc’h kaout e-pad ar stummadur :

📑 Sikourioù-Digoll_Nevesaet 29-02-2024 ©Stumdi

Deuit e darempred ganeomp evit sevel goulennoù pe goulenn ur rakpriz.

 

☛ LEC’HIOÙ

Landerne (29), Brest (29) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/penn-ar-bed/

Gwengamp (22),  Sant-Brieg (22) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/aodou-an-arvor/

Plañvour (56) ha Gwened (56) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/mor-bihan/

 

☛ DOAREOÙ PRIZIAÑ HA KADARNAAT

Evit tizhout an testeniekadur DBY Brezhoneg enskrivet e roll France Compétences (Fichenn RS 5465), e vez priziet ar prantadoù dre gomz ha/pe dre skrid eus al labourioù graet e-pad ar stummadur.

 

☛ PROGRAMM

 

3 MIZ = 3 RAKTRES 

Raktres 1añ : un enrolladenn

Eil raktres : ur brezegenn

Trede raktres : un abadenn faltazi radio

 

MODULENNOÙ

  • Studiañ ar yezh : distagadur, yezhadur, treiñ, rannyezhoù…
  • Sevenadur : istor, lennegezh dre gomz ha dre skrid, kanañ, dañsal, sonerezh…
  • Modulenn vicherel : aozañ ha solutaat ar raktres micherel, komz gant tud hag a labour e brezhoneg
  • Ober gant ar yezh : komz gant brezhonegerien·ezed er c’hlas hag er-maez, tabutoù ha prantadoù-komz, c’hoarioù, obererezhioù labour-dorn…

 

☛ TERMEN HA DOARE ENSKRIVAÑ 

 

TERMEN EVIT LAKAAT E ANV

2 brantad stummañ bep bloaz  :  

  • Ebrel → Even
  • Gwengolo  → Du

Sellit ouzh ar bajenn : stummadurioù da zont

Digor eo an enskrivadurioù a-hed ar bloaz. Moaien zo lakaat e anv betek 2 sizhunvezh a-raok ar stummadur. 

Aliañ a reomp da gas an teuliad an abretañ ar gwellañ kuit da vezañ war ul listenn c’hortoz.

 

DOAREOÙ DA LAKAAT E ANV

  • Emvod kelaouiñ enlinenn diret kinniget a-raok ar stummadur,
  • Dibab diwar an teuliad (CV, lizher emginnig)
  • Emvod kinnig ret a-stroll
  • Emvod hiniennel (raktres, arc’hantaouiñ)
  • Ar strolladoù a zegemer etre 10 ha 16 stajiad..

 

☛ MONEDUSTED

MONEDUSTED D’AN DUD NAMMET

Digor eo ar stummadur d’an dud nammet. Doareoù da azasaat ar stummadur a c’hello bezañ studiet.

Un den-dave nammidi a zo e touez implijidi Stumdi a c’hell diouzh an ezhomm sikour pe ambrougañ an dud nammet.

☛ DOAREOÙ HAG HENTENNOÙ PEDAGOGEL

 

DOARE

Stummadur war al lec’h gant un devezh a-bell bep eil sizhun. 

 

POURVEZ

  • Skipailh pedagogel ha melestradurel a-vicher gant un diplom war ar brezhoneg ha/pe ul live DBY brezhoneg C1,
  • Unan e karg eus ar servij heñchañ
  • Emvodoù skipailh kenurzhiañ ingal,
  • Salioù gouestlet d’ar stummadurioù gant dafar : video-banner, urzhiataerezhioù, rouedad internet…),
  • Savenn pedagogel evit an devezhioù a-bell (LMS Google Classroom)

 

HENTENN

  • Programm boutin d’an holl greizennoù stummañ gant kizidigezh d’ar parlantoù rannyezhel,
  • Skor ar c’hentelioù stumm paper pe niverel,
  • Lakaat da dalvezout diouzhtu ar pezh a vo desket evit ur soubidigezh founnus.

 


📑 Pellgargañ ar stummoù pdf :

[FR] AMPART e 3 miz FR | Actualisé le 10/09/2024

[BZHG] AMPART e 3 miz BZHG | Nevesaet d’an 10/09/2024

 


 

Testenioù

Aurélie – Ebrel 2021 – 3 miz Ober Landerne

Plijus tre e oa. Mersi Stumdi. Ma live e brezhoneg n’eo ket ken brav ha ‘moa c’hoant met e mod-se emañ… Ur strollad eus ar c’hentañ, mersi bras tudoù 🙂

Tiphaine – Ebrel 2021 – 3 miz Emren Brest

A-raok kregiñ ar stummadur e kreden e vevfe ar brezhoneg a-drugarez din. Met a benn ar fin eo ar brezhoneg en deus lakaet ac’hanon da vevañ en dro. Ha dindan 9 miz gant Stumdi, on deuet da vezañ un den ha n’anavezen ket a-raok, met unan hag a zo laouen ha fier da gaozeal e brezhoneg bemdez gant muioc’h muiañ a dud. Lakait hoc’h anv e stummadurioù Stumdi evit ma c’hallfemp kaozeal asambles !

Emma – Ebrel 2021 – 3 miz Ober Landerne

Eus ar c’hentañ eo bet va stummadur a-drugarez d’am strollad a oa dispar. Kalz traoù plijus kenañ hon eus graet o foetañ bro. Siwazh eo bet re verr an amzer, buan-tre eo tremenet an 3 miz-se. Plijadur zo oc’h Ober traoù e brezhoneg !

Audrey – Ebrel 2021 – 3 miz Ober Plañvour

Plijus e oa ar stummadur “Ober” gant stummerien efedus ha tout an oberezhioù bevet gant tud eus an diavaez ! Desket ‘m eus ur bern gerioù eus ar vuhez pemdeziek dre temoù a-drugarez da testennoù, istorioù, prezegennoù, filmoù, kanaouennoù, c’hoarioù… ! Ar sizhun dre soubidigezh e oa dedennus evit komz ur yezh flouroc’h… Un tammig muioc’h em bleud emaon bremañ evit kaozeal e pep lec’h a-drugarez d’ar stummadur 3 miz, ouzhpenn an hini 6 miz ! Penn-kentañ ma hent gant ar brezhoneg an hini eo !

Vincent – Ebrel 2021 – 3 miz Emren Brest

Ur stummadur mat-tre evit mont war-raok gant ar brezhoneg desket e-pad ar stummadur 6 miz ! An tri miz-se o deus lakaet ac’hanon da vezañ muioc’h e ma bleud gant ar yezh dre gomz ha dre skrid.

Valentine – Ebrel 2021 – 3 miz Ober Plañvour

Mat tre eo ar stummadur 3 miz evit uhelaat al live e Brezhoneg. Komzet e vez brezhoneg a hed an devezh ha graet e vez traoù ar vuhez pemdeziek asambles. Er soubidigezh ‘vit gwir !!!

Gwennaïg – Ebrel 2021 – 3 miz Ober Landerne

Laouen on o vezañ desket yezh hom bro e-barzh soubidigezh stummadur nav miz Stumdi. Ur sell nevez ouzh ar bed am eus savet tamm ha tamm. Dizoloet em eus ur blaz nevez er vuhez, un doare all da vevañ dre ar yezh a-drugarez d’ur strollad brav-abominapl, d’ar stummerien ha d’ar skipailh. Trugarez deoc’h !

Kevin – Ebrel 2021 – 3 miz Emren Brest

Ur soñj mat eo kenderc’hel gant 3 miz stummadur ouzhpenn goude ar 6 miz diouzhtu ! Plijet on bet gant an aozadur, ar pezh oa kinniget deomp, ar raktresoù ha gant ar stummerien disheñvel. Kenderc’hel a ra hag a raio ar brezhoneg ganin.

Mélanie – Ebrel 2021 – 3 miz Emren Landerne

Ur stummadur berr met pinvidik gant stummerien hag a oa gouest da selaou, gant kalz a dud pedet ha raktresoù da brientiñ. Meret e oa ar stummadur hervez hon ezhommoù. Plijus e oa labourat gant ur strollad bihan evit gwellaat ma brezhoneg. Labour zo c’hoazh met diazezoù zo ganin bremañ.

Yannick – Brest – Stummadur « Ober » – Ebrel 2020

Gant ar stummadur-mañ on aet betek penn ma raktres hiniennel : tapout ul live uhel a-walc’h evit kelenn en ur skol divyezhek. Bremañ eo ret din mont war-raok gant ar brezhoneg c’hoazh met da va soñj e c’hellan kregiñ ur vicher nevez !

Erwan – Landerne – Stummadur « Ober » – Ebrel 2020

Ar stummadur “ober” en deus sikouret ac’hanon evit bezañ muioc’h en va bleud gant ar yezh. An doare a-bell ne oa ket aes evit dont a-benn, met desket em eus labourat en un doare emren gant va urzhiataer, an dra-se a vo mat evit va micher en dazont. Ar bourmenadennoù goude ar c’henfinañ a oa talvoudus-kenañ evidon hag ar sizhunvezh gant ar vistri a oa dreistordinal. Mersi deoc’h. Erwan

Emmanuelle – Sant-Brieg – Stummadur « Ober » – Ebrel 2020

Souzhet on gant al live hon eus evit kompren ha komz brezhoneg goude bezañ graet ar stummadur e-pad 9 miz. Ur stummadur a feson a ginnig Stumdi. Pinvidik eo bezañ gant ur stummer disheñvel bemdez. Kalz doareoù da labourat zo bet kinniget deomp.

Sarah – Sant-Brieg – Stummadur « Ober » – Ebrel 2020

N’em eus ket gwelet an amzer o tremen e-pad ar stummadur ! Kalz a blijadur ‘meus bet o teskiñ : labour zo ha skuizh-marv on bet a-wechoù met kalz levenez zo bet ivez ! Kejet ‘meus ouzh tud dedennus-tre e-touesk ar stummerien, e-barzh ar strollad, ar vrezhonegerien all hon eus bet tro da welet… Me ‘meus ar santimant eo pinvidikoc’h va buhez a-drugarez ar stummadur. Dreist eo bet !

Sophie – Sant-Brieg – Stummadur « Ober » – Ebrel 2020

Plijadur am eus bet o teskiñ brezhoneg gant stummerien Stumdi ! Efedus eo !

Sophie – Sant-Brieg – Stummadur « Ober » – Ebrel 2020

Ur stummadur a-feson gant ur skipailh dispar. Kregiñ a reomp hep gouzout ger ebet hag e fin ar stummadur e komzomp brezhoneg. Ekstra beuz.

Loig – Landerne – Stummadur « Emren » – Ebrel 2020

“Emren” zo ur stummadur a-feson hag a zigor hentoù sevenadur Breizh. Tro am eus bet da zizoleiñ al lennegezh, an istor, ar sonerezh ha kement all ! Pleustret e vez war ar yezh ivez e doareoù disheñvel : an distagadur, ar yezhadur hag ar rannyezhouriezh. Temoù all a zo ivez, plijus eo bet ober traoù n’int ket liammet gant ar brezhoneg en ur ober gant ar yezh memestra. C’hoant am eus da vont pelloc’h c’hoazh bremañ, gant an ostilhoù solut a zo bet roet din !

Lucie – Brest – Stummadur “Ober” – Ebrel 2018

Graet ‘meus ar stummadur Ober da heul ar stummadur hir. Ar pal oa gwelaat ma live a-raok tremen arnodenn dre-gomz ar genstrivadeg skolaerez. Efedus eo bet, tapet ‘meus ar genstrivadeg. Plijus-tre oa an doare-stummañ. Plijet on gant krouiñ traou, fiñval ha mont e darempred gant an dud neuze eo ar graet ar stummadur Ober evidon.

Mark – Gwengamp – Stummadur Ober- Gwengolo 2019

Distroet eo sonerezh ar yezh e gleven hep kompren pa oan bihan gant ma mammoù-kozh. Goude 9 miz gant Stumdi hag ur skipailh a-feson, tamm-ha-tamm em eus lakaet ar pozhioù war ar ganaouenn burzhudus-mañ : ar brezhoneg. Pegen brav ha plijus eo kompren, lenn, kaozeal hag eskemm gant ar re-all ! Mil mersi da Stumdi !

Jo – Landerne – Stummadur “Emren” – Ebrel 2019

Bez e oan o c’hortoz (o huñvreal e vefe resisoc’h din lavarout) mont gant ar stummadur abaoe ur bloavezh pa oan krog ganti e miz Ebrel 2019. Ar stummadur tri miz « Emren e brezhoneg » em eus heuliet peogwir em boa bet ar chañs da glevout brezhoneg pa oan bihan hag em boa heuliet kentelioù-noz e pad meur a vloavezh. Gedal a raen kalz eus ar stummadur. Ya c’hoant em boa bezañ en va bleud e fin an tri miz, bezañ gouest da gaozeal brezhoneg en un doare flour. Ha deuet on a-benn ? Ya ! Dre forzh klevet brezhoneg adalek ar mintin betek an noz on deuet a-benn da soñjal e brezhoneg, da huñvreal e brezhoneg. Pebezh plijadur ! Pegen plijus bezañ barrek a-walc’h da gaozeal, hep aon, gant brezhonegerien a-vihanik, pe tud desket mat. Trugarekaat a ran skipailh ar stummerien hag ivez ar re a ra war-dro ar velestradurezh. C’hoant em eus da lakaat war-wel o youl, o gouiziegezh. Tud varrek ya. An doare d’ober (ur stummer disheñvel bemdez, pep hini gant e arbennigezh evit reiñ pe un tañva pe mont don en un danvez) a zo a-bouez evit lakaat war-wel pinvidigezh sevenadur breizh ha reiñ c’hoant da vont pelloc’h c’hoazh gant an enklask. Plijus eo bet din ivez bezañ gant ur strollad, merc’hed hepken, me, ar paotr nemetañ. Ur strollad gant liveoù disheñvel met an holl gant ar c’hoant implij ar brezhoneg en un doare efedusoc’h pe e vefe evit o labour pe evit o buhez pemdeziek pe an daou.

Nicolas – Plañvour – Stummadur “Emren” – Ebrel 2018

Heuliañ ur stummadur tri miz ouzhpenn oa ur sikour vat evit donaat un tammig àr ar yezh ha dizoloiñ gwelloc’h ar sevenadur. N’em eus ket dalc’het soñj eus tout ar pezh a oa bet desket er prantad-mañ, mes ne oan ket kollet tamm erbet pa oa ret din lakaat ma fri a-barzh al lennegezh, an istoer pe sevenadur ar vro. Skuizhus e oa bet, me talvezout a rae ar boan ! Ha plijus e oa beviñ ar bec’h-se get tud simpa.

Lucile – Brest – Stummadur “Emren” – Ebrel 2019

Gant ar stummadur Emren em eus gellet mont pelloc’h gant ar yezh. Deuet on da vezañ muioc’h en va bleud gant ar brezhoneg hag and dud ivez peogwir e oa dreist an aergelc’h gant ar strollad hag ar stummerien. Ur skiant-prenet pinvidik eo bet evidon.

Magali – Landerne – Stummadur “Emren” – Ebrel 2019

Echu ganeomp ar stummadur war ar brezhoneg gant Stumdi ! Goude nav miz stank hon eus kimiadet diouzh hor stummerien en ur ganañ hag en ur zañsal. Kement a blijadur hon eus bet e-pad an nav miz-se o c’hoari, o sevel divinadelloù, o kanañ, oc’h ober sport, oc’h eilmouezhiañ filmoù, oc’h atersiñ brezhonegerien, o sevel prezegennoù, o kontañ gevier, keit ha ma vezent kontet e brezhoneg… Eürus on o vezañ bevet an avantur-se, o vezañ en em gavet gant an holl vreudeur ha c’hoarezed a yezh-se, o vezañ desket ur brezhoneg a-feson.