Pajenn nevesaet d’an 30/10/2024
🎯 Prientiñ a ra ar stummadur-mañ da dapout testeniekadur DCLR | N° RS5465 | Ministrerezh an Deskadurezh-Stad hag ar Yaouankiz abaoe Even 2021.
✍ EVIT LAKAAT HOC’H ANV : Lakaat ma anv
📅 STUMMADURIOÙ DA ZONT :
- Meurzh 2025 : 20/03/2025 → 25/06/2025
- Meurzh 2026 : deiziadoù da zont
🖥️ EMVOD KELAOUIÑ ENLINENN : deiziad an emvod da zont.
Feur laouenidigezh ha berzh mat tapet eus ar stummadur aozet e 2024.
☛ PALIOÙ AR STUMMADUR & TESTENIEKADUR DA DIZHOUT
PALIOÙ Mestroniañ ar barregezhioù yezh a zo ezhomm evit kas da benn meur a obererezh e brezhoneg en un degouezh micherel.
BARREGEZHIOÙ DA DIZHOUT 5 tachenn barregezhioù :
TESTENIEKADUR DA DIZHOUT Live da dizhout : B2 pe C1 an DBY Brezhoneg a glot gant Framm Europat an dave evit ar yezhoù (CECRL). |
☛ PUBLIK & RAKREKISOÙ
PUBLIK
Tud deuet, tud dilabour, kelennerien, implijidi, studierien, hiniennoù
RAKREKISOÙ
- Stajidi gant al live B1.2 an DBY d’an nebeutañ (live 3)*
- Bezañ gouest da zoujañ ouzh ar soubidigezh
*Ar re n’o deus ket tremenet ar DBY a vo priziet o live dre bellgomz. Deuit e darempred ganeomp.
☛ PADELEZH & PRIZ
PADELEZH
3 miz – 406 eurvezh.
35e / sizhunvezh.
PRIZ
📑 Prizioù 3 miz Gwengolo 2024 Stumdi – Nevesaet 29-02-2024 ©Stumdi
Kemeret eo e karg gant ar Rannvro ar frejoù evit tremen an DBY (100€).
Kavit amañ dindan ur fichenn gant ar sikourioù a c’helloc’h kaout evit ar frejoù pedagogel hag ar sikourioù pe digoll a c’helloc’h kaout e-pad ar stummadur :
📑 Sikourioù-Digoll_Nevesaet 29-02-2024 ©Stumdi
Deuit e darempred ganeomp evit sevel goulennoù pe goulenn ur rakpriz.
☛ LEC’HIOÙ
Landerne (29), Brest (29) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/penn-ar-bed/
Gwengamp (22), Sant-Brieg (22) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/aodou-an-arvor/
Plañvour (56) ha Gwened (56) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/mor-bihan/
☛ DOAREOÙ PRIZIAÑ HA KADARNAAT
Evit tizhout an testeniekadur DBY Brezhoneg enskrivet e roll France Compétences (Fichenn RS 5465), e vez priziet ar prantadoù dre gomz ha/pe dre skrid eus al labourioù graet e-pad ar stummadur.
☛ PROGRAMM
3 MIZ = 3 RAKTRES
Raktres 1añ : un enrolladenn
Eil raktres : ur brezegenn
Trede raktres : un abadenn faltazi radio
MODULENNOÙ
- Studiañ ar yezh : distagadur, yezhadur, treiñ, rannyezhoù…
- Sevenadur : istor, lennegezh dre gomz ha dre skrid, kanañ, dañsal, sonerezh…
- Modulenn vicherel : aozañ ha solutaat ar raktres micherel, komz gant tud hag a labour e brezhoneg
- Ober gant ar yezh : komz gant brezhonegerien·ezed er c’hlas hag er-maez, tabutoù ha prantadoù-komz, c’hoarioù, obererezhioù labour-dorn…
☛ TERMEN HA DOARE ENSKRIVAÑ
TERMEN EVIT LAKAAT E ANV
2 brantad stummañ bep bloaz :
- Ebrel → Even
- Gwengolo → Du
Sellit ouzh ar bajenn : stummadurioù da zont
Digor eo an enskrivadurioù a-hed ar bloaz. Moaien zo lakaat e anv betek 2 sizhunvezh a-raok ar stummadur.
Aliañ a reomp da gas an teuliad an abretañ ar gwellañ kuit da vezañ war ul listenn c’hortoz.
DOAREOÙ DA LAKAAT E ANV
- Emvod kelaouiñ enlinenn diret kinniget a-raok ar stummadur,
- Dibab diwar an teuliad (CV, lizher emginnig)
- Emvod kinnig ret a-stroll
- Emvod hiniennel (raktres, arc’hantaouiñ)
- Ar strolladoù a zegemer etre 10 ha 16 stajiad..
☛ MONEDUSTED
MONEDUSTED D’AN DUD NAMMET
Digor eo ar stummadur d’an dud nammet. Doareoù da azasaat ar stummadur a c’hello bezañ studiet.
☛ DOAREOÙ HAG HENTENNOÙ PEDAGOGEL
DOARE
Stummadur war al lec’h gant un devezh a-bell bep eil sizhun.
POURVEZ
- Skipailh pedagogel ha melestradurel a-vicher gant un diplom war ar brezhoneg ha/pe ul live DBY brezhoneg C1,
- Unan e karg eus ar servij heñchañ
- Emvodoù skipailh kenurzhiañ ingal,
- Salioù gouestlet d’ar stummadurioù gant dafar : video-banner, urzhiataerezhioù, rouedad internet…),
- Savenn pedagogel evit an devezhioù a-bell (LMS Google Classroom)
HENTENN
- Programm boutin d’an holl greizennoù stummañ gant kizidigezh d’ar parlantoù rannyezhel,
- Skor ar c’hentelioù stumm paper pe niverel,
- Lakaat da dalvezout diouzhtu ar pezh a vo desket evit ur soubidigezh founnus.
📑 Pellgargañ ar stummoù pdf : |