Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Kargad.ez a gehentiñ

Lec’h : unan eus radioioù ar rouedad – Ploneiz (29), Landerne (29), Rostrenn (22), Pondi (56) pe Sant-Ervlan (44)
Framm : BRUDAÑ HA SKIGNAÑ
Tachenn : Kehentiñ
Doare : 24e/sizhun – CDD 12 miz micherelaat
Plas-labour da bourveziñ : d’an 1 a viz Gouere 2024

Deskrivadur ar plas-labour :
Kefridi ar gargadez pe ar c’hargad a gehentiñ a vo brudañ obererezhioù ar gevredigezh
Brudañ ha Skignañ hag ar skipailh kazetenniñ dre zoareoù treuzkas liesseurt. Labourat a
ray e liamm gant skipailh ar gazetennerien ha kazetennerezed.
Tachennoù labour :
Brudañ abadennoù radio ar skipailh kazetenniñ
Aozañ koulzadoù kehentiñ e Breizh a-bezh
Brudañ labour ar radioioù ezel eus BhS
Brudañ ar merk RadioBreizh
Buheziñ rouedadoù sokial ar gevredigezh
Skoazellet e vo an den pa krogo gant al labour.
Stumm den emaomp o klask :
Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1+)
Mestroniañ ar poelladoù frammañ son, skeudenn ha video
Anavezout mat bed ar c’hehentiñ hag ar stlenneg
Skiant-prenet e bed ar c’hevredigezhioù deuet mat
Bezañ emren ha gouest da labourat en ur strollad
Gopr hervez emglev ar skingas radio

Kas ur CV hag ul lizher emginnig dre bostel a-raok an 29 a viz Mae 2024.
Darempred :
bhs.radiobreizh@gmail.com hag Alan Kloareg, prezidant Brudañ ha Skignañ a.kloareg@gmail.com