Kinnigoù-labour
Kinnigoù-labour e brezhoneg
STUMMADUR 6 MIZ EVIT AN DERAOUIDI
📅 Stummadur da zont 6 miz « Le breton en 6 mois ! : 09/01/2025 → 04/07/2025
✍ Evit lakaat hoc’h anv : Ragenskrivadenn stummadur 6 miz
💻 Emvod kelaouiñ enlinenn | Meurzh 26/11/2024 : Lakaat va anv
/!\ Klozet e vo an enskrivadurioù evit da 3e devezh an emvod d’an diwezhatañ.
STUMMADUR 3 MIZ EVIT AR VREZHONEGERIEN
📅 Stummadur da zont 3 miz « Ampart e 3 miz ! : 12/09/2024 → 11/12/2024
✍ Evit lakaat hoc’h anv : Ragenskrivadenn stummadur 3 miz
💻 Emvod kelaouiñ enlinenn | Deiziad da zont
kreizenn stummañ war ar brezhoneg
bloaz a skiant-prenet
den stummet war ar stummadurioù dibaouez
implijiad, 12 stummer·ez en o zouez
lec'h stummañ war 3 departamant
Enklask war stajidi prantadoù 2022-2023
Evit gouzout hiroc’hAr chañs ‘m eus bet deskiñ brezhoneg war barlenn ma zud ha ma zud-kozh. Un enor hag ur blijadur eo bet bezañ paeron studierien sichant ha leun a youl Stumdi. Ret eo bezañ kalonek evit deskiñ brezhoneg pa vezer gour dija. Stumdi n’eo ket nemetken deskiñ ur yezh avat, met ivez kompren gwelloc’h e wriziennoù ha, war ar memes tro, kaout ur sell digoroc’h c’hoazh war ar bed. Trugarez eta da Stumdi evit al labour a feson kaset da benn evit dazont hor yezh.
Un dudi eo bet ober anaoudegezh gant stajidi Stumdi ar bloaz-mañ. Pegen birvidik eo ar youl da zeskiñ ganto ! Reiñ a ra fiziañs din, ha kalon, pa welan ar yezh o kavout he flas en tu all d’ar bedig-bed a anavezan me.
Stumdi a glot gant ur prantad pouezus ha pinvidik eus va buhez. Un doare e oa da skoulmañ gant va gwrizioù don en-dro ha da welout an dazont gant ur sell ledanoc’h ha splannoc’h ! En em santout a ran klokoc’h hiziv an deiz a-drugarez d’ar stummadur-mañ ha d’ar brezhoneg evel-just. Trugarez da vezañ roet deomp an “alc’hwez aour”, hini hor yezh hag hor c’halon !
Desket ‘m eus ar brezhoneg pa oan yaouank dre ma oa c’hoazh ur bern tud o komz en-dro din. Evit ar re n’o deus ket bet ar chañs-se n’eo kollet an traoù tamm ebet ! Bez e c’hellont deskiñ ar yezh gant STUMDI. Efedus-kenañ eo stummadur ar gevredigezh-se pa weler an deiz-ha-hiziv meur a hini o komz hardizh ar brezhoneg goude bezañ desket ganti.
Abegoù a bep seurt a zo evit deskiñ brezhoneg : gouzout yezh ar vro, gouzout ur yezh keltiek disheñvel ouzh ur yezh latin, kaout labour, mont da gelenner, ober eus ar brezhoneg yezh ar gêr, hini ur gevredigezh, dizoleiñ ur sevenadur hag all hag all. Met, a bouez bras eo kement deskard, kement brezhoneger nevez evit ma chomo bev hor yezh, evit kreñvaat he stad. STUMDI ! Brezhoneg da bep hini. STUMDI ! Brezhoneg a-zevri
Ar bidoc’hig ’oan er bloavezh 2000 pa m’oa heuliet ar stumadur ! Biken ne zisoñjin an nao miziad tremenet o poaniañ bemdeiz ! Gwrizioù ha kef gwezenn hor yezh zo bet treuskaset din gant ar gelennerien, ha n’on ket dihanet da garoud ar yezh abaoe !
Ma zud, ma zud kozh, ar re kar, an amezeien… an holl re a oa en dro din e-pad ma bugaleaj, ha warlec’h ivez, a rae gant ar brezhoneg sul ha deiz pemdeiz. Krennardez, el lise, pec’h aen d’ar c’hentelioù brezhoneg em boa ar santimant da vezañ ‘barzh du-mañ. Pac’h on bet maeronez evit Stumdi eo ar blijadur bugel am boa bet, kizidig ha flour, am eus klasket reiñ d’ar re all un tañva dioutañ. Plijadur ur yezh lâret, kazi kanet lârfen memes, gant tud ar vro. Mil bennozh da Stumdi, d’ar re a labour evit treuskas ar yezh hag a ro c’hoant d’an dud da zeskiñ brezhoneg.
Stumdi a zegas un dra a-bouez en hor bed a-vremañ e Breizh : ar brouenn dre ar vicher. Gant Stumdi e vez prouet bemdez e c’heller kavout ul labour a-drugarez d’ar brezhoneg. Alies en em gavan gant tud a ra gant ar brezhoneg bemdez en o micher hag o deus kroget da zeskiñ gant Stumdi. Kendalc’het o deus da studiañ ar yezh da c’houde, evel-just, evel ma ra an holl re a gar o yezh, n’eus forzh peseurt yezh e vefe. Efedusted Stumdi, sed am eus c’hoant da lakaat war wel da gentañ-holl.
Pegen plijus eo evidon kemer perzh da sikour mont war raok – evit hon yezh hag hon sevenadur !
Deskiñ, eskemm, adperc’hennañ. Kavet em eus brav ha fromus gwelet tud gour, pep hini gant e istor hag e c’hoantoù, heuliañ ar stummadur 6 miz ha mont betek penn o raktres : komz brezhoneg. Gourc’hemennoù dezho holl ! A galon ! Goulwena
En ur bed ken teñval, e-lec’h ma seblant mab-den ken kriz, boud zo oazizoù leun a c’houlou hag a spi, enno tud a galon. Stumdi zo unan anezho.
C’hwec’h miz evit dozviñ. C’hwec’h miz evit deskiñ. Ha c’ha c’ha, ha c’hi c’hi. ‘Vit lakaat da soniñ. Brezhoneg leizh an ti. Barzh kalon pep hini ! Ra vevo pell Stumdi !
Ar stummadur “Ar brezhoneg dindan 6 miz” zo dreist-ordinal ! Ar servij melestradurel hag ar stummerien zo jentil, barrek ha prest atav. An holl dud zo sot gant ar yezh ha laouen da gelenn brezhoneg. Ur blijadur vras e veze bemdez deskiñ brezhoneg gant Stumdi ! A-raok ar stummadur ne gomzen ket brezhoneg tamm ebet met bremañ e c’hellan kaozeal e brezhoneg. Ma ‘peus c’hoant ober ar stummadur eo difennet chom etre daou soñj : ar stummadur zo dispar !
Trugarez da STUMDI da vezañ gallet kas ma hunvre da benn evit gallout kompren ha komz yezh ma zud-kozh. Talvoudus-kenañ eo ar brezhoneg, hag un dalvoudegezh a fell din reiñ d’am danvez skolidi. Kenderc’hel a rin an 3 miz a-benn mont pelloc’h gant ma live yezh. Trugarez da holl skipailh STUMDI.
Goude 6 miz on gouest da gomz e brezhoneg. Ur skiant-prenet pinvidik eo STUMDI. Kalz kejadennoù am eus graet e-pad ar stummadur. Trugarez deoc’h !
6 miz stummadur Stumdi zo 6 miz a-feson. Diaes eo, ret eo dic’hlann dezhañ e-unan bep miz ! Er fin e oa skuizhus met loc’h zo ennon. E miz gwengolo, ne oan ket ket kap da gompren 4 ger e Brezhoneg. Bremañ on kap da gomz un tammig, da lenn, da selaou, da huñvreal e brezhoneg ! Fiskal !
Goude ma stummadur 6 miz on laouen gant ma live e brezhoneg. Dibaouez eo met efedus–kenañ eo a-drugarez d’ur skipailh stummerien varrek gant doareoù pedagogel disheñvel ha gouest da selaou. Ouzhpenn-se e vez skoazellet ar stajidi gant ar melestradur pa vez ezhomm, atav gant plijadur ha gant ur mousc’hoarzh. Plijadur vras am eus bet oc’h heuliañ ar stummadur bemdez !
Ar stummadur stumdi zo mat evit deskiñ ar yezh brezhoneg met pas hepken, evit sevenadur Breizh ivez. Plijet on bet oc’h ober ar stummadur-mañ.
Plijadur ‘meus bet gant ar stummadur. A drugarez d’ar stummerien em eus desket brezhoneg buan. Chom a ra ur bochad traoù da zeskiñ met gant an nerzh-kalon hag al labour, dont a ray ganin.
Stumdi zo fiskal evit deskiñ brezhoneg ! Ar stummerien zo jentil, farsus ha dreist ! Ne soñje ket din komz brezhoneg e 6 miz !
Ar stummadur zo diaes met ivez ur skiant-prenet pinvidik a-fet spered ha tud.
Goude bezañ kroget da zeskiñ brezhoneg gant kentelioù noz em eus bet c’hoant kenderc’hel da zeskiñ ar yezh-mañ en un doare all peogwir eo brezhonegerien ma zud, ma familh. Pa oan bihan ne felle ket d’am mamm kelenn he yezh din, arouez paourentez sevenadurel. Hervez ma zad e oa marv e yezh. Ar vugale all a rae goap ouzh ma anv-bihan (ya, e Breizh e oa koulskoude…). Met hervezon eo brav-meurbet ar brezhoneg. Ur raktres buhez eo bet evidon-me, terapeutek da gentañ, ha deuet da vezañ tamm-ha-tamm ur raktres micher ivez : perak ket komz e brezhoneg bemdez ? A–drugarez d’ar stummadur-mañ ez in pelloc’h gant ar yezh. Disheñvel eo an hentoù a gas betek ar stummadur-mañ. Disheñvel eo raktresoù ar stajidi gant ar yezh. Ret eo doujañ ouzh ar soubidigezh (plijus eo !), da reolennoù ar stummadur, d’ar strollad, doujañ ouzh a re all. Ne vez ket aes bemdez ! Ret eo bezañ prest da gregiñ e-barzh ! Peogwir e soñj din e talv ar boan e kendalc’hin eus diouzh va zu da zeskiñ brezhoneg gant ar staj war Enez Eusa (aozet gant Stumdi ivez) ha gant ar stummadur “Ampart e tri miz” (evit mont pelloc’h gant ar sevenadur, dizoleiñ skrivagnerien, arzourien. Pegen birvidik eo ar sevenadur e Breizh !)…) Ha lakaet em eus ma anv ivez evit tremen an aotreegezh a-bell war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2 evit ar bloavezh-skol a zeu. Biskoazh ne baouezin da zeskiñ brezhoneg (ha yezhoù al eus ar broioù keltiek !). A-benn ar fin emañ ar brezhoneg o cheñch ma micher, ma buhez !
Heuliet em eus ar stummadur “Ar brezhoneg e 6 miz” ha bremañ e c’hallan kompren dre selaou ha dre lenn hag e c’hallan komz gant tud all. Skipailh Stumdi zo barrek-kenañ ! Aozet mat-tre eo ar c’hentelioù e doareoù a-bep seurt evit lakaat tout ar stajidi da gompren ha da gavout plijadur er stummadur. Ar stummerien hag ar stummerezed zo gant startijenn, madelezh ha fent ganto. Na pegen plijus! Trugarez vras d’ar skipailh. Hast am eus e krogfe ar stummadur “Ampart e 3 miz”.
Gouest on bremañ da gomz ha da gompren yezh ma bro, trugarez Stumdi ! “Ne vin ket gwerzhet e brezhoneg…” Bemdez em eus dizoloet pe dizoloet en-dro e vez troet va galleg diwar troiennoù e brezhoneg ! Pebezh plijadur klevout en-dro gerioù pe troiennoù implijet gant va zud-kozh ! Efedus eo ar stummadur ha plijus gant ur sapre skipailh stummerien.
Ar stummadur c’hwec’h miz a oa bet frouezhus evidon. Ur prantad plijus eo em buhez vicherel. Ur bazenn a servij d’en em c’houlennata da vat war e orinoù, an darempred gant e familh, e istor… Ur gwir diorren personel eo. Ur gwir difi eo ivez evit gwelet hag-eñ e c’hall an den dont a-benn da gompren brezhoneg. Diaes eo bet din a-wechoù ha douetañs am eus bet met me soñj din on kreñvoc’h bremañ. Ret eo din kenderc’hel da zeskiñ ar yezh vrav-mañ !
Sebezet on gant kalite ar stummmadur hag an disoc’h er fin, evit bezañ chomet hep komz ur ger brezhonek a-raok ar stummadur. Morse n’em befe soñjet bezañ gouest da zeskiñ diazezoù ar yezh e ken berr amzer. Ar stummerien disheñvel, o skiant-prenet hag an doareoù da gelenn a zo ur gwir atoud. Frammet mat eo ar stummadur, ar pezh a lak ac’hanomp da vont war-raok tamm-ha-tamm hep bezañ kollet mik.
Desket em eus brezhoneg gant Stumdi e-pad 6 miz. Aozet mat-kenañ eo ar stummadur. Bremañ eo aes din kompren ar pezh a lennan hag ar pezh a glevan. Gouest on ivez da gomz diwar-benn kalz a danvezioù.
Ne c’hellen ket komz brezhoneg e penn kentañ ar stummadur ha bremañ e c’hellan komz, kompren, skrivañ. C’hwec’h miz a zo tremenet ha gallout a ran mont gant ur yezh nevez. An dra-se zo talvoudus.
Souezhet on o welet pegen buan ez a deskiñ ur yezh nevez flamm pa vez graet gant ur strollad a feson hag evel-just stummerien varrek ! C’hoant ‘moa da gomz brezhoneg abaoe pell zo ha setu, graet eo ! Gallout a ran komz evit ma micher met ivez gant ma mignoned pe gant ma familh ! Ur yezh vrav eo peogwir e komz diwar-benn an natur alies ha se zo un dra blijus din !
Tremenet on eus al live deraouad rik d’ul live dereat evit labourat e brezhoneg a-drugarez d’ar stummadur 6 miz. Ur bedagogiezh ispisial a zo gant kement stummer(ez), ha bez e c’hell forzh piv kavout ur bedagogiezh azasaet diouzh e ezhommoù. Prest eo skipailh ar sekretouriezh da sikour pa vez ezhomm. Erbediñ a ran ar stummadur-mañ d’an holl !
Goude bezañ heuliet ar stummadur “Ar Brezhoneg e c’hwec’h miz” gant Stumdi en em gavan gouest da labourat e brezhoneg ha d’ober gant ar yezh em buhez pemdeziek ! Ouzhpenn-se e oa ur gwir blijadur deskiñ gant ur strollad a-feson ha stummerien dispar ! Mersi da dud Stumdi, kendalc’het e vo gant Emren !
Ouzhpenn deskiñ brezhoneg, tapout 6 miz evidon a zo bet dispar ! Daoust d’ar skuizhder (3 bugel dindan 5 bloaz), n’on morse deuet war-gil d’ar stummadur !
Cheñch a ra ar sell, ar vuhez hag al labour a-wechoù oc’h ober ur stummadur e Stumdi !
Ne anavezen ket netra diwar-benn ar brezhoneg. Bremañ e c’hellan komz ! Dispar ! Mersi deoc’h !
Ur stummadur bev ha bourrus gant stummerien varrek.
Ur stummadur efedus, liesseurt ha joaius. An doareoù kelenn implijet gant ar stummerion a glot an eil re gant ar re all. Ar stajidi a c’hell deskiñ ar yezh ha rannyezhoù disheñvel ar brezhoneg.
Ne ouien nemet ur gêr e brezhoneg p’am boa kroget gant ar stummadur e miz Gwengolo : « kenavo » ha soñjal a rae din e talveze « demat » … 6 miz war-lerc’h on gouest da gompren ha da lavarout traoù am eus c’hoant lavarout. Ur blijadur vras eo. Trugarez vras da Stumdi !
Ur mare plijus e oa bet ar stummadur 6 miz gant Stumdi evidon. Pa’z on erruet ne ouien netra ha bremañ e komzan hag e komprenan ur bern traoù e brezhoneg. Ha n’eo ket echu ! Spi am eus eo penn kentañ un avañtur bras.
Ar stummadur 6 miz a zo bet efedus-tre : plijet on gant al live am eus bremañ, hag ul labour e brezhoneg am eus kavet diouzhtu ! Ouzhpenn-se eo ar stummerien eus ar c’hentañ hag en em gavet on gant tud dispar. Trugarez vras Stumdi ! Ken ar wech all marteze, evit ar stummadur Emren !
Laouen-tre on gant ar stummadur 6 miz a zo dedennus ha micherel. Desket em eus kalz a draoù ha bremañ e c’hellan komz e brezhoneg !
Ar stummadur a oa dreist ! Un arnod fiskal gant kalz a dud disheñvel e oa ouzhpenn.
A- raok ar stummadur ne ouien ger brezhoneg ebet. Boemus eo kompren, komz ha lenn bremañ! An diazezoù a zo solut evit mont war-raok goude-se.
Ur stummadur dedennus-tre ha sirius evit deskiñ brezhoneg, gant tout livioù ar yezh.
Mersi bras d’ar stummerien ha d’ar stummerezed hag a zo eus ar c’hentañ e Stumdi ! Mil vrav e oa ar 6 miz-se gant ur strollad fiskal dreist-holl !
Desket em eus brezhoneg gant plijadur e-pad c’hwec’h miz. Kenderc’hel a rin da zeskiñ gant ar stummadur Ober betek fin miz Even. Daou emgav labour e brezhoneg am eus dija.
Plijus e oa ar stummadur-mañ evit deskiñ ur yezh reizh. An holl stummer.ien .ezed zo jentil ha barrek.
Me zo laouen tre : gras d’ar stummadur 6 miz e komzan brezhoneg gant liv a wenedeg warnañ evel ma familh. Skuizh on bet e-pad ar stummadur met laouen surtout! Dedennus-tre eo deskiñ yezh hon bro. Mersi bras da Stumdi !
N’eo ket aes bemdez deskiñ hor yezh, ur stourm a vez a-wechoù ! Souezhet on bet o vezañ brezhoneger e fin ar stummadur. Ret e vo bremañ gwellaat ha pinvidikaat ar yezh am eus desket. Trugarez d’an holl !
Pouezus eo bet ar prantad-se em buhez, ha laouen on bremañ da vezañ gouest da gomz brezhoneg gant va familh, va mignoned ! Dedennus ha pinvidik e oa ar strollad. Madelezhus e oa ar stummerien evit kaout fiziañs evit komz brezhoneg er-maez eus ar c’hentelioù. Ret eo din kenderc’hel bremañ! Mersi bras deoc’h.
Deus ta da zeskiñ hor yezh vrav ! Ur veaj vurzhudus a vo sur ha n’eo ket marteze. Ar stummerien a lak ennomp ar c’hoant da vont war-raok atav, gant doareoù n’ez peus ket bevet morse ! Startijenn ha plijadur a zo ganto, ha ganeomp neuze. Ur sapre live a zo tapet en un nebeut mizioù. Gallout a ra bezañ ur seurt adc’hanedigezh yezhadurel a zigoro ur bed deoc’h. Ha n’eo nemet penn kentañ ar veaj.
Ouzhpenn ur yezh m’eus desket, met ur spered. N’eo ket echu an abadenn ! Ken ar c’hentañ tro !
Ur sapre avañtur eo ar stummadur ! An doare gwellañ evit treuzkas ar yezh gant madelezh ha fent! Sur eo ha n’eo ket marteze. Mersi bras strollad Ti Zef evit ar startijenn hag hoc’h emzalc’h pozitivel. Trugarez d’ar stummerien ha da skipailh Stumdi !
Bezañ gouest da gomz brezhoneg e Breizh zo un dra kreñv-tre evidon. Trugarez vras da Stumdi ha d’ar stummerien ! Ur mare dispar e oa ha mall zo warnon deskiñ muioc’h ha kenderc’hel war an hent-se.
Ma’ z’out ken chañsus ha me, o vezañ e-barzh ur strollad ken chik ha va hini : ar stummadur a vo ur veaj tro-dro d’ar yezhoù, d’ar sevenadur hag emgavioù a-bep seurt !
Plijus tre e oa. Mersi Stumdi. Ma live e brezhoneg n’eo ket ken brav ha ‘moa c’hoant met e mod-se emañ… Ur strollad eus ar c’hentañ, mersi bras tudoù 🙂
A-raok kregiñ ar stummadur e kreden e vevfe ar brezhoneg a-drugarez din. Met a benn ar fin eo ar brezhoneg en deus lakaet ac’hanon da vevañ en dro. Ha dindan 9 miz gant Stumdi, on deuet da vezañ un den ha n’anavezen ket a-raok, met unan hag a zo laouen ha fier da gaozeal e brezhoneg bemdez gant muioc’h muiañ a dud. Lakait hoc’h anv e stummadurioù Stumdi evit ma c’hallfemp kaozeal asambles !
Eus ar c’hentañ eo bet va stummadur a-drugarez d’am strollad a oa dispar. Kalz traoù plijus kenañ hon eus graet o foetañ bro. Siwazh eo bet re verr an amzer, buan-tre eo tremenet an 3 miz-se. Plijadur zo oc’h Ober traoù e brezhoneg !
Plijus e oa ar stummadur “Ober” gant stummerien efedus ha tout an oberezhioù bevet gant tud eus an diavaez ! Desket ‘m eus ur bern gerioù eus ar vuhez pemdeziek dre temoù a-drugarez da testennoù, istorioù, prezegennoù, filmoù, kanaouennoù, c’hoarioù… ! Ar sizhun dre soubidigezh e oa dedennus evit komz ur yezh flouroc’h… Un tammig muioc’h em bleud emaon bremañ evit kaozeal e pep lec’h a-drugarez d’ar stummadur 3 miz, ouzhpenn an hini 6 miz ! Penn-kentañ ma hent gant ar brezhoneg an hini eo !
Ur stummadur mat-tre evit mont war-raok gant ar brezhoneg desket e-pad ar stummadur 6 miz ! An tri miz-se o deus lakaet ac’hanon da vezañ muioc’h e ma bleud gant ar yezh dre gomz ha dre skrid.
Mat tre eo ar stummadur 3 miz evit uhelaat al live e Brezhoneg. Komzet e vez brezhoneg a hed an devezh ha graet e vez traoù ar vuhez pemdeziek asambles. Er soubidigezh ‘vit gwir !!!
Laouen on o vezañ desket yezh hom bro e-barzh soubidigezh stummadur nav miz Stumdi. Ur sell nevez ouzh ar bed am eus savet tamm ha tamm. Dizoloet em eus ur blaz nevez er vuhez, un doare all da vevañ dre ar yezh a-drugarez d’ur strollad brav-abominapl, d’ar stummerien ha d’ar skipailh. Trugarez deoc’h !
Ur soñj mat eo kenderc’hel gant 3 miz stummadur ouzhpenn goude ar 6 miz diouzhtu ! Plijet on bet gant an aozadur, ar pezh oa kinniget deomp, ar raktresoù ha gant ar stummerien disheñvel. Kenderc’hel a ra hag a raio ar brezhoneg ganin.
Ur stummadur berr met pinvidik gant stummerien hag a oa gouest da selaou, gant kalz a dud pedet ha raktresoù da brientiñ. Meret e oa ar stummadur hervez hon ezhommoù. Plijus e oa labourat gant ur strollad bihan evit gwellaat ma brezhoneg. Labour zo c’hoazh met diazezoù zo ganin bremañ.
Tu zo kompren ha komz brezhoneg e 6 miz ! Souezhus eo met pegen gwir ! N’eus ket gwelloc’h eget ar soubidigezh evit deskiñ ur yezh. An dra-se a vez kavet gant STUMDI. N’eo ket bet aes atav met n’eo ket bet krouet ar stummadur evit tud hag a blij dezho ar pesked dizreinet. N’ho peus ken nemet splujañ e-barzh evit kavout ur pesk hag a zo yac’h ha beajiñ dre bed ar brezhoneg. Ar vuhez ne vo ket heñvel goude rak ar meurvor-mañ zo diharz…
Pa grogomp gant ar stummadur, diaes eo krediñ e vimp gouest da gaozeal e brezhoneg goude 6 miz… ha koulskoude, posupl eo ! Ha deskiñ a reomp gant plijadur ouzhpenn-se ! Un tammig muioc’h eget deskiñ ur yezh a vez graet e gwirionez (ar pezh a zo kalz dija !), rannañ ur youl a-stroll ha mont war-raok asambles, ur gwir labour-skipailh !
Ret eo en em lezel da vont. Ober a ra un tamm poan e-kreiz ar stummadur met pegen plijus eo er fin. Ar meskaj-mañ a gemero ur stumm bennak. Gwelet e vo.
Sur eo, hor stummadur a zo bet diaesoc’h abalamour d’ar c’hleñved-red Covid-19. Met se a ziskouez eo talvoudus Stumdi c’hoazh peogwir o deus an holl desket brezhoneg memes tra. Ha forzh penaos, ne vez ket echu deskiñ morse.
Un stummadur dedennus-tre, ur strollad ha stummerien dispar… Ar pezh a faot evit tremen 6 miz imoret-mat !
Unan eus ar gwellañ stummadurioù-yezh am eus bet gwelet biskoazh ! Efedus-tre !
Fiskal eo ar stummadur-se a-drugarez d’ar skipailh dinamek ! Bemdez e vez ur stummer.ez disheñvel o rannañ liv e/he v/bro… Tamm-ha-tamm e cheñch ar roll-labour, en ur labourat, en ur c’hoari hag en ur ganañ… Buan ez a an amzer evit deskiñ kalz gerioù, ar yezhadur hag an ereadurezh… Plijus eo ivez an ehan e brezhoneg, daou viz goude penn kentañ ar stummadur… Brav eo an avañtur denel-se !
Ne soñje ket din e vije posubl komz brezhoneg goude 6 miz met gwir eo ! Pegen plijus e oa, ur strollad dreist e oamp. Trugarez, Stumdi !
C’hoant em boa da zeskiñ brezhoneg abaoe pell. Tizhet eo ma fal a-drugarez d’ar stummadur. Ne soñjen ket e c’hallfen komz brezhoneg goude 6 miz hepken ! Ur stummadur dedennus-tre.
Deskiñ brezhoneg zo bet ur chañs. Pouezus-tre eo ar strollad evit mont war-raok ha pleustriñ. Ar stummerien zo madelezhus, prest da sikour atav. Ar servij-heñchañ zo barrek-tre.
Nag a blijadur oc’h ober anaoudegezh gant ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Un doare dreistordinal eo evit ober anaoudegezh ganeomp-ni ivez, ha diaes eo adkregiñ gant ur stummadur koulskoude ! Trugarez d’ar stummerien evit o energiezh !
Savet mat-kenañ eo ar stummadur 6 miz. Meur a stummer.ez disheñvel a vez a-hed ar sizhun, bep sizhun. O doare d’ober a sikoure ac’hanon da zeskiñ gwelloc’h. Desket em eus ar yezh en ur c’hoari, en ur ganañ, en ur gaozeal, en ur vale er-maez. ‘Benn ar fin em eus desket brezhoneg gant plijadur. Ouzhpenn-se em eus kavet mignon.ez.ed nevez !
Ar stummadur a zo evel ur c’hreunenn. Lakaet eo bet ar brezhoneg e-barzh ma fenn ha ma c’halon ha c’hoant am eus bremañ da lakaat anezhañ da greskiñ bemdez dre gomz pe dre skrid. An dud am eus bevet ganto ar stummadur e-pad c’hwec’h miz a zo bremañ mignoned din, al liamm gant ar yezh. Pebezh avañtur !
Arc’hantaouet eo bet va stummadur gant an AGEPHIP. Ur plas a zo evit kement den e Stumdi ! Forzh peseurt pal a vefe ganto. Kenskoazell ha mignoniezh a vez kavet evit sikour pep hini da gavout e blas, dre skrid ha dre gomz.
Pegen plijus eo bet deskiñ brezhoneg o kanañ, o c’hoari, o kejañ ouzh tud a-feson ! A-drugarez da Stumdi e vin gouest da vevañ ha da labourat e brezhoneg emichañs. Bec’h dezhi !
Gwall blijus eo bet e-pad 6 miz ! Un teñzor zo bet roet deomp gant stummerien a-feson, farsus, pedagogel, dedennus : pinvidigezh ar yezh ha sevenadur Breizh.
Plijet on bet oc’h heuliañ ar stummadur 6 miz. Kalz traoù ’m eus desket diwar-benn yezh ha sevenadur Breizh. Stummerien dedennus ha madelezhus hon eus bet.
Penaos e c’hellan diverrañ stummadur Stumdi ? “Darempredoù” a vo mat d’am soñj. Darempredoù gant tud a bep seurt, darempredoù gant stummoù-deskiñ efedus, darempredoù gant pinvidigezh ar yezh, al lec’hioù hag o c’hultur, ha darempredoù ganeomp hon-unan, trugarez d’an holl eskemmoù-mañ. Dav eo bevañ anezhi !
Kalz a blijadur m’eus bet oc’h ober Stumdi. Ur stummadur farsus ha dedennus eo, hag un doare mat-kenañ da zizoleiñ ar brezhoneg, pe mont pelloc’h evit ar re a anavez ar yezh dija.
Pegen brav eo ar brezhoneg ! Plijus eo bet din deskiñ brezhoneg gant stummerien Stumdi ha kamaladed Ti Zef. C’hoant m’eus da vont war raok e brezhoneg bremañ !
Deskiñ brezhoneg a oa pouezus evidon, pouezus evit al labour (c’hoant em eus labourat en ur radio e brezhoneg), ha pouezus evit ma familh rak ma zad kozh a gomz brezhoneg. En desped d’ar c’hudennoù gant ar c’henfinañ, on bet laouen oc’h en em gavout gant ma strollad.
Laouen-tre on peogwir e c’hellan komz brezhoneg gant ma merc’h bremañ ha gant brezhonegerien a-vihanik a anavezan ivez.
“Ne drokfen ket evit tenzorioù va bro, va yezh ha va frankiz.” Anjela Duval
Ur stummadur ispisial memestra ! Desket m’eus kalz traoù, anavezout a ran tud dedennus, ha dreist-holl c’hoant m’eus mont pelloc’h evit kaozeal gwelloc’h.
Tamm ha tamm e vez graet e vragoù da yann. Desket em eus kalz warnon. Gant ar c’hoant treuzkas ar yezh on, a-drugarez d’am strollad. Va zro d’hen ober bremañ !
Tremenet eo buan ar stummadur a-benn ar fin ! Ne oa ket aes bemdez met kavet e vez bepred sikour er strollad hag gant ar stummerien. Kavet em eus mat-kenañ kaout meur a stummer rak doareoù disheñvel o deus da gelenn. Ha doareoù disheñvel da gaozeal ivez. Skoazellet mat omp bet e-pad ar stummadur : bep gwech e oa un den bennak e Stumdi o reiñ deomp respontoù pe sikour ac’hanomp. Bremañ eo poent ober gant ar brezhoneg !
Ar stummadur “Ar brezhoneg e 6 miz” a oa dedennus hag efedus ! Ar stummerien zo prest da henchañ ha da sikour ar stajidi evit deskiñ brezhoneg. Graet o doa gant kalz doareoù disheñvel ha plijus evit kelenn ar brezhoneg deomp. E-pad ar stummadur on en em gavet gant tud nevez ha simpa-kenañ ivez ! Laouen-tre on ha gouest on da gomz e brezhoneg gant va mignoned brezhonegerien bremañ!
An dra bouezusañ e Stumdi ez eo ar cheñchamant stummer⋅ien⋅ezed bemdez. Pa ne oa ket bet komprenet ganeomp ur poent bennak e oa tu d’ur stummer⋅ez all displegañ en ur mod-all. Bamus eo gwelout pegen buan eo bet desket ar yezh ganeomp.
Deskiñ en ur c’hoari, gant efedusted hag un aergelc’h plijus !
Un doare pedagogel efedus ha plijus evit deskiñ brezhoneg gant stummerezed ha stummerien aketus ha barrek hag a ro fiziañs evit tizhout ar pal-mañ !
Stummadur a-feson ! Savet eo ar stummadur en un doare mat-tre, gant dafar pedagogel disheñvel, ar pezh a sikour evit ober araokadennoù buan ! Trugarez vras d’ar skipailh !
Penn-kentañ ar stummadur ne gomzen ket brezhoneg tamm ebet. 6 miz war-lerc’h on deuet a-benn da gomz gant brezhonegerien (a-vihanik pe get) ha bezañ komprenet ganto. Me a blij din pedagogiezh Stumdi ! Nag a blijadur zo bet !
Dreist e oa ar stummadur evit deskiñ brezhoneg ha gant ur strollad chichan ! Kenskoazell a oa etre ar stajidi. Gant an darnvuiañ eus ar strummerien e oa mat-tre ivez. Tremenet hon eus kalz a brantadoù plijus. Mersi bras d’an holl.
Da gentañ ‘meus soñjet e vefe hir ar stummadur. Met er c’hontrol : echuiñ a raio hep ma verzfen. Tremenet ‘meus 6 miz a-feson ! Mersi bras da va strollad ha d’ar stummerien.
A-drugarez d’ar stummadur 6 miz em eus tapet kalz a varregezhioù war ar yezh, hep kaout ar santimant da labourat en un doare skolel met er c’hontrol, buhezek-tre. Dav eo kenderc’hel bremañ evit dont da vezañ divyezhek evit gwir !
Ur stummadur a-feson am eus graet gant Stumdi. Pebezh plijadur eo bet deskiñ brezhoneg ! Laouen on da vezañ gouest da gomz ha da gompren ar yezh brav-mañ. Hag a-drugarez d’ar stummadur eo cheñchet ma sell war Breizh !
Ne gomzan ket ur brezhoneg flour c’hoazh met tout an traoù evit mont pelloc’h gant ar brezhoneg a zo bet desket e Stumdi. Trugarez deoc’h !
Un dizoloadenn vrav evidon. Pazennoù mat a-drugarez d’ar stummerien barrek-tre !
Pouezus eo lakaat en-dro an dud da gomz brezhoneg e pep lec’h. Er straedoù, er gêr, el labour… Ar brezhoneg zo ur yezh vev a-drugarez da aozadurioù evel Stumdi !
Ne vin ket gwerzhet gant ar brezhoneg ! A-drugarez da Stumdi em eus desket ar yezhadur ha bevet 6 miz o komz brezhoneg bemdez. Diazezet eo bet ar brezhoneg dre gomz ha dre skrid. Fellout a ra din lavaret mersi bras d’an holl stummerien ha stummerezed o deus lakaet ac’hanon da zizoleiñ pinvidigezh ha kaerder ar yezh-se. Seul niverusoc’h a vrezhonegerien e vimp seul welloc’h e vo. Deus ‘ta !
Stumdi zo ur stummadur plijus-kenañ. A-drugarez d’ar stummerien em eus desket penaos komz brezhoneg ha lorc’h zo ennon. Ul lec’h mat eo evit deskiñ, ober anaoudegezh ha kaout plijadur o komz brezhoneg. Trugarez deoc’h !
Setu c’hwec’h miz evit cheñch hon buhez – C’hwec’h miz evit lakaat hon fennoù leun chouk gant ar gerioù hag ar frommoù. Setu c’hwec’h miz evit bezañ adc’hanet e Breizh, evit dizoleiñ en-dro an dud, an hentoù, ar sevenadur. An avañtur ne ra ket nemet komañs !
Laouen on bout desket brezhoneg get ar stummadur 6 miz ! Ur stummadur plijus-tre, farsus ha dedennus, ha dreist-holl efedus-tre !
Ar stummadur-se oa dedennus tre. Ar stummerien a oa fiskal. A-bouez e oa ar stajoù ivez.
Kalz a blijadur am eus bet o teskiñ brezhoneg gant Stumdi. Pegen plijus eo komz e brezhoneg gant mignoned din bremañ. Diaes oa din ober ma « c’homing out » met bremañ eo mat. Ouzhpenn-se m’eus kavet labour a-benn Miz Gwengolo er skol e-lec’h ma ’m boa graet an eil staj !! Ober ar stummadur gant Stumdi zo ur chañs wir rak ur servij heñchañ a zo hag ur skipailh a-feson a zo ivez ! Ober a rin ar stummadur 3 miz e Miz Ebrel. Mersi da Stumdi !!
Plijus-tre oa deskiñ brezhoneg e-pad 6 miz gant skipailh Stumdi ! Fiskal oa ar stummadur e Plañvour. Ne gomzen ket brezhoneg tamm ebet a-raok ar stummadur, neuze trugarez vras d’ar stummerien !
Ne anavezen netra e brezhoneg a-raok krogiñ gant ar stummadur 6 miz. Bremañ e c’hellan komz brezhoneg a-drugarez da Stumdi ha d’ar stummerien. Fiskal e oant ! Plijus-tre oa ar stummadur-se.
Echu ganeomp ar stummadur war ar brezhoneg gant Stumdi ! Goude nav miz stank hon eus kimiadet diouzh hor stummerien en ur ganañ hag en ur zañsal. Kement a blijadur hon eus bet e-pad an nav miz-se o c’hoari, o sevel divinadelloù, o kanañ, oc’h ober sport, oc’h eilmouezhiañ filmoù, oc’h atersiñ brezhonegerien, o sevel prezegennoù, o kontañ gevier, keit ha ma vezent kontet e brezhoneg… Eürus on o vezañ bevet an avantur-se, o vezañ en em gavet gant an holl vreudeur ha c’hoarezed a yezh-se, o vezañ desket ur brezhoneg a-feson.
Kalz a blijadur em boa bet e-pad ar c’hwec’h miz, a-drugarez d’ar stummerien ha d’ar stummerezed… Pep hini a zo disheñvel, pep hini a zo micherel. An doareoù liesseurt da gelenn a zo skeudenn ar stummadur, birvilhus !
Goude c’hwec’h miz e Stumdi on laouen bras gant va live brezhoneg. Bremañ e c’hellan komz gant tud a bep seurt e brezhoneg hepken. Ar pedagogiezh hag ar stummerien zo mat kenañ hag ar servij henchañ a ginnig traoù hag a heul ac’hanomp a-hed ar stummadur. Grit stumdi hag ho puhez a cheñcho !
Chom a ra un eñvorenn e-barzh ma fenn: tud madelezhus hag aketus gant ar stajidi. Doujañs a oa etre tout an dud. Mersi bras d’an holl !
Mersi bras da Stumdi : d‘ar stummerien/stummerezed, d‘ar servij melestradurel ha d‘ar servij henchañ. Plijus ha dedenus e oa ar stummadur 6 miz. Desket ‘meus kalz traoù diwar-benn ar yezh ha sevenadur Breizh.
6 miz stummadur. Devezhioù ‘zo bet diaes a-walc’h met ur blijadur bras kenañ eo bet deskiñ yezh ma zud kozh hag hini ma bugale. Loc’h ‘zo ennon bezañ bet desket brezhoneg. Ur bed nevez zo digor dirazon bremañ.
Trugarez da Stumdi evit ar stummadur a oa mat kenañ !
Ar stummadur se zo plijus kenañ ! Posubl eo kavout tud eus pep lec’h ! An aergelc’h zo eus ar c’hentañ etre ar stajidi hag ar stummerien ivez.
Ur skiant-prenet eus ar c’hentañ. N’eus ket gwelloc’h eget ar soubidigezh evit deskiñ ur yezh. Ouzhpenn-se gant an aergelc’h ha stummerien a-feson !
Pebezh chañs evidon da vezañ graet ar stummadur gant Stumdi. Plijout a rae din mont d’ar stummadur bemdez. Abaoe 40 vloaz ne oan ket bet oc’h en em stummañ. Respontet em eus da goulenn Stumdi : Ha C’hwi ? Ar stummadur-se a alian d’an holl. Foug zo ennon da vezañ heuliet anezhañ evel m’en doa graet Yann Tiersen em raok !
Kinnig a ra Stumdi deomp un doare da zeskiñ bev, efedus hag aozet mat. A-benn 6 miz e vez posubl komz ha skrivañ en un doare flour ! Ar c’horf a-bezh a vez implijet e-kerzh ar stummadur, dre ma vez kanet, c’hoariet, savet pezhioù-c’hoari ; c’hoarzhet e vez alies-mat ivez ! Ar stummerien a zo mennet hag a daol evezh ouzh pep hini ; pasianted ha madelezh o dez dalc’hmat. Treuzkaset e vez gante estroc’h evit ur yezh reizh : doujañs ouzh ar vrezhonegerien hag ouzh pouez-mouezh disheñvel pep bro, entan evit sevenadur Breizh hag evit un doare all da santout an traoù.
Plijus e oa ar stummadur e-pad 6 miz mes pegen diaes e oa evidon ! N’em boa ket klevet brezhoneg morse (nemet gant kanaouennoù) a-raok miz Gwengolo ha digalonekaet e oan alies. Trugarekaat a ran ar skipailh stummerien evit o fasianted ha da vezañ sikouret ac’hanon atav.
Ec’h ober ar stummadur-mañ e yoc’h e darempred get tud a-feson a ziskouezo deoc’h penaos digoriñ dorioù ur bed nevez, hud e spered ! Prest oc’h da grogiñ get ar veaj ? Ne voc’h ket dipitet ! Disheñvel–tre eo doare soñjal ar brezhoneg : kreizet àr an nen hag an en-dro, resisoc’h, eeun… Kabidan evit en em droiñ en unan arall, nevez, leun a spi ha fiziañs ! Dibabit ar stummadur c’hwec’h miz aveit “ho pro, ho yezh hag ho frankiz” !
Stumdi zo ur stummadur mat-tre ha kalz plijadur am eus bet e-pad 6 miz o teskiñ brezhoneg.
Kavet m’eus un labour e ar fin ar stummadur a-drugarez d’ar brezhoneg!
Kalz plijadur zo gant stumdi ! Ar stummerien zo dreist hag an dud ivez ! Ul lec’h mat eo stumdi evit kregiñ da zeskin brezhoneg !!
E-pad ar 6 miz em eus desket kalz traoù dedennus ha pouezus ha deuet on a-benn da gomz brezhoneg e diwezh ma stummadur. Ouzhpenn-se em eus kejet ouzh gwir vignoned ha desket em eus e-pad 6 miz en un aergelc’h dispar.
Ur sapre lusk hag ur sapre skipailh a oa evit kas ac’hanomp betek ur pal boutin : komz brezhoneg goude 6 miz. C’hoant am boa da zeskiñ yezh ar vro, kavet em eus ur sevenadur a-bezh, ha mignoned nevez !
Desket em eus diazezoù ar yezh hag heuliet ar stummadur Ober evit barrekaat ma live. Ar pal eo mont war an aotreegezh war ar brezhoneg e Skol Veur Roazhon. Pouezus e oa bezañ gant tud eus broioù disheñvel evit komz ar yezh a-vremañ. Trugarez ha gourc’hemennoù da skipailh Stumdi. Emañ ar vag war he hent brav ! Buhez hir a souetan deoc’h evit skignañ ar Brezhoneg.
Me zo gouest da gomz ha kompren dre vras brezhoneg goude 6 miz evel e c’hellfed deskiñ ur yezh all o veajiñ en ur vro all e-pad ar memes prantad. C’hoant ‘meus da vont pelloc’h gant ar yezh-se ha laouen on o sikour da ziorren ar brezhoneg ha derc’hel anezhi er vro.
Stank ha stank ha skuizhus mes kabidan eo !!!! Trugarez vras d’ar skipailh a-bezh !
Un istor vrav e oa ganeoc’h ! Desket em eus ar pezh am boa c’hoant, ha deuet on a-benn da gomz brezhoneg flour a-walc’h ! Chom a ra kalz a labour atav ! Ha laouen on o kenderc’hel va stummadur gant ar strollad Emren evit gwellaat ma live evit goude mont da skolaerez ! Mersi bras deoc’h ha kendalc’hit e mod-se !!! Dispar eo !!! Gourc’hemennoù !!!
Setu ur stummadur a galite vat aveit krogiñ da zeskiñ brezhoneg. Ar c’helennerezh a zo efedus-tre !
Gant plijadur e teuen bemdez d’ar c’hentelioù e Stumdi. Mersi d’ar stummerien bezañ bet kement a basianted ganin ! Plijet bras on bet gant holl ac’hanoc’h.
Ur stummadur a-feson gant tud a-feson ! Stummerien eus ar c’hentañ… pebezh plijadur em eus bet ganeoc’h ha gant ma strollad ha pa oa diaes a-wechoù. Trugarez vras deoc’h !
Ur veaj a feson evit deskiñ brezhoneg ! Un avañtur evit krouiñ liammoù gant tud kalonek e spered ar yezh !
Emaon o paouez echuiñ ar stummadur 6 miz Stumdi e Plañvour ha dleout a ran lâret on bet plijet ganti dre vras. E penn-kentañ ar stummadur ne oaren ket nemet un nebeud gerioù ha frazennoù simpl-tre. Bremañ on gouest da gomz diwar-benn traoù ar vuhez ha da gompren mat a-walc’h an dud a anavan. Evidon eo bet efedus-tre ar stummadur ha ma welan tud hag a zo e soñj deskiñ brezhoneg e kuzulfen dezhe mont da Stumdi. Ouzhpenn-se ‘m eus graet anaoudegezh gant tud hag a zo deuet da vout mignoned e-barzh ar strollad ha stummerien a welin en-dro goude ar stummadur emichañs !
Trugarez da Stumdi evit ar stummadur 6 miz. Skuizh–marv on bremañ mes dedennus–tre e oa da zeskiñ brezhoneg geneoc’h.
A-drugarez d’ar brezhoneg e vez kinniget e Stumdi prantadoù nevez. Gerioù, rimadelloù, troiennoù, kanaouennoù, sketchoù, dañsoù, predoù, reolennoù, poelladennoù, pennadoù kaoz, c’hoarioù, stajoù, devezhioù distanañ… a ziwan e brezhoneg hag a laka an holl dud da vevañ asambles. Ar brezhoneg a ro lusk d’hor c’halonoù ha ne c’hello ket mervel. Trugarez vras da bep hini !
Kompren ha komz brezhoneg zo posubl a-drugarez da STUMDI. Goude e vever hag e soñjer gant ar yezh, un doare all evit dizoleiñ hon endro ha reiñ ar c’hoant deomp da grouiñ e brezhoneg !
Desket em eus muioc’h a vrezhoneg er stummadur-mañ. Ha ne vo ket disoñjet tout an traoù-se ganin morse ! Trugarez da Stumdi.
Plijadur zo e Stumdi. Desket em eus kalz traoù diwar-benn ar brezhoneg (evel-just) ha diwar ma fenn.
Ar gwellañ doare eo ar stummadur 6 miz Stumdi evit deskiñ brezhoneg buan. Un tamm diaesoc’h e oa eget ar pezh a soñjen. Ret eo kavout tud hag a gomz brezhoneg evit kaozeal ganto er maez eus Stumdi evit mont war-raok. Evit bezañ barrekoc’h e kendalc’han gant ar stummadur Ober.
Stumdi : Un doare plijus hag efedus da zeskiñ brezhoneg ! Mersi bras deoc’h !
Ur stummadur dispar-kenañ eo. Fromet on bet gant spered ar skipailh. Pep hini zo amañ evit sikour ac’hanomp ha santet e vez. Ober a ra vat anavezout un doare disheñvel da zeskiñ. Mankout a raio din. Trugarez vras deoc’h !
Desket hon eus ar yezh e c’hwec’h miz. Gellout a ra tout an dud en ober.
Stumdi zo bet ur prantad pouezus-kenañ en ma buhez. Desket em eus ur yezh, met ivez un doare all da vezañ ! Trugarez deoc’h !
Un avañtur a-feson eo gant kalz eñvorennoù mat. Hiziv komz a ran brezhoneg ha da gentañ ne greden ket e oa posubl komz el-mod-se. Mersi bras.
Estroc’h evit deskiñ brezhoneg eo pal ar stummadur STUMDI. Fromus, skuizhus ha dreist-holl plijus eo adkavout yezh ar bugaleaj ha kaozeal e brezhoneg. Darempredoù kreñv a vez krouet e-pad ar stummadur-mañ.
Graet em eus 7 sizhun deus ar stummadur 6 miz ha desket em eus kalz ! D’am soñj ar pep pouezusañ ez eo ar soubidigezh. Komzet e vez nemet e Brezhoneg e-pad 35 eurvezh bep sizhun ha war-wel ez a bomdeiz.