Emañ Diwan o klask ur rener·ez evit Skolaj Plijidi.
Rener·ez ar skolaj a vez e-karg eus mont en-dro ar skolaj war an tachennoù da heul :
– Pedagogiezh
– Buhez-skol
– Melestradurezh
– Surentez
D’ar rener·ez eo da gas war-raok al labour evit seveniñ e/he g/c’harg. Evit-se e ranko :
– Aozañ ha ren an emvodoù penngasourien·ezed, penngelennerien·ezed ha skipailh.
– Merañ ar servijoù, an implijoù amzer, tuta implijidi.
– Sevel ha merañ ar budjed.
– Bezañ e darempred gant Diwan, an deskadurezh stad, ar familhoù, an departamant…
– Aozañ ar c’huzulioù klas, an emvodoù kuzul merañ, kuzul skolaj, an arnodennoù deskadurezh stad pe Diwan.
– Soursial ouzh herberc’h ar skolajidi (bod ha boued).
– Labourat ingal gant ar benngasourien·ezed hag ar benngelennerien·ezed war ar raktres pedagogiezh ha desavadurezh.
Trugarez d’an dud a vefe dedennet gant ar post dont e darempred ganeomp evit kaout muioc’h a ditouroù.
Ma z’oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho CV mui lizher en em ginnig da tuta@diwan.bzh a-raok an 15/07/2024.
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
Doare den
– Live Bak + 4
– 5 bloavezh skiant-prenet en deskadurezh d’an nebeutañ (kelenner·ez, penngasour·ez (CPE), kasour·ez)
– En e.he aes evit daremprediñ dre gomz ha dre skrid, e brezhoneg hag e galleg ; mestroniañ an urzhiataerezh hag anavezout mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.
– Efedus evit aozañ e.he labour, merañ an danvezioù mallusañ ha gouest da verañ meur a zoser war un dro.
Titouroù all
– Lec’h labour : Plijidi
– Kevrat : Didermen
– Padelezh labour : Hervez an diskarg eurvezhioù
– Deiziad kregiñ : Kreiz miz Eost d’an diwezhatañ
– Gopr kregiñ : diazezet war indis deskadurezh stad
– Statud : Sterniad·ez
– Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs