Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

ASEM

Kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl vugale adalek 2 vloaz eo skol Diwan Plounevez Moedeg. Brezhoneg dre soubidigezh a zo kinniget er skol. 2 skolaer·ez ha 2 skoazeller·ez a vo er skipailh pedagogel e karg eus ar skolidi skol-vammha kentañ derez en distro-skol a zeu.

Kefridi : labourat a refet a-gevred gant an eil ASEM a zo dija er skol e-pad an amzer skol ha troskol er skol-vamm dreist-holl.
Doare den: Labourat a refet en ur skol dre soubidigezh e brezhoneg, e-barzh ur skipailh. Gant-se, e-kichen ar barregezhioù yezh, e vo ret kaout diazezoù mat war an daremprediñ gant an dud evel war diorren hag ezhommoù ar vugale.
Kevrat labour : Kevrat Termenet he Fad 10 mizvezh (23 eurvezh ar sizhun/ingalet war ar bloaz). Post da bourveziñ adalek an 30 a viz Eost 2024.

Trugarez d’en em ginnig dre bostel da :
aep.plounevez-moedeg@diwan.bzh