Bep bloaz e embann Stumdi profiloù micher ar stajidi enskrivet.
Daou brantad a zo, klikit warno evit pellgargañ anezho :
Prantad Gwengolo 2023 – Meurzh 2024 : FICHIERS CANDIDAT·E·S PROFILOÙ SESSION PRANTAD N°1 2023-2024
NEVEZ : Prantad Genver – Gouere 2024 : FICHIERS CANDIDAT·E·S PROFILOÙ SESSION PRANTAD N°2 2023-2024
Ma fell deoc’h tuta unan bennak buan, gwiriit mat eo echu ar stummadur gantañ/ganti. Evel just, gwelloc’h eo degemer unan hag a zo echu e/he stummadur e brezhoneg.
Padal, ral eo kavout profiloù micher zo, ha prest e vo implijerien zo da zibab ur stajiad·ez ha n’eo ket echu e stummadur gantañ pe ganti, ha da ginnig dezhañ/dezhi ur post-labour e fin e stummadur.
Penaos ober evit degemer ur curriculum vitae ?
Un niverenn a zo bet lakaet evit pep CV.
Ma’z oc’h intereset gant unan anezho, n’ho peus nemet mont e darempred ganeomp, o reiñ deomp da c’houzout :
- titl an daolenn,
- peseurt prantad (kentañ pe eil)
- an niverenn(où) dibabet
Kaset e vo ar CV(où) deoc’h dre bostel.
Goude-se e c’helloc’h mont e darempred war-eeun gant hor stajiad/stajidi ha kinnig un emgav.
Ne gavit ket ar profil(où) emaoc’h o klask ?
Ma ne gavit ket ar profil(où) klasket, deuit e darempred ganeomp : gouest omp d’ober enklaskoù e-barzh hor fichennaouegoù kent.
Ober a reomp hor seizh posubl evit enrollañ buan pep cheñchamant er fichennaoueg-mañ, ha tu zo deoc’h da c’houlenn kaout al listennoù diwezhañ dre bostel pe lizher o vont e darempred ganeomp :
Aourell Couteau : aourell.couteau@stumdi.bzh