Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Stummadur | 6 miz | evit an deraouidi

Pajenn nevesaet d’an 30/10/2024

 

🎯 Prientiñ a ra ar stummadur-mañ da dapout testeniekadur DCLR | N° RS5465 | Ministrerezh an Deskadurezh-Stad hag ar Yaouankiz  abaoe Even 2021.

 

✍ EVIT LAKAAT HOC’H ANV : Lakaat ma anv

 

📅 STUMMADURIOÙ DA ZONT :

  • Genver 2025 : 09/01/2025 → 04/07/2025
  • Gwengolo 2025 : deiziadoù da zont

[ Stummadur war ar stern : 05/09/2024 → 14/03/2025 ]

 

🖥️ EMVOD KELAOUIÑ ENLINENN : Lakaat ma anv

 

Feur laouenidigezh ha berzh mat tapet eus ar stummadurioù aozet e 2023-2024

 

STUMMADUR 6 MIZ : LE BRETON EN 6 MOIS

☛ PALIOÙ AR STUMMADUR

& TESTENIEKADUR DA DIZHOUT

 

PAL AR STUMMADUR

Mestroniañ ar barregezhioù yezh a zo ezhomm evit kas da benn meur a obererezh e brezhoneg en un degouezh micherel.

 

BARREGEZHIOÙ DA DIZHOUT

5 tachenn barregezhioù :

  • kompren dre skrid,
  • kompren dre gomz,
  • ezteurel dre gomz,
  • ezteurel dre skrid,
  • kemer perzh en un diviz

 

TESTENIEKADUR DA DIZHOUT

Live da dizhout : B1.2 pe B2 an DBY Brezhoneg a glot gant Framm Europat an dave evit ar yezhoù (CECRL).

Stumdi centre de formation en langue bretonne - Le breton en 6 mois

 

PUBLIK & RAKREKISOÙ

 

PUBLIK

Tud deuet, tud dilabour, kelennerien, implijidi, studierien, hiniennoù

 

RAKREKISOÙ

Rakrekis ebet goulennet.

 

PADELEZH & PRIZ

 

PADELEZH

6 miz – 805 eurvezh en o zouez 2 sizhunvezh staj en un endro micher. 

35e / sizhunvezh.

 

PRIZ

📑 Prizioù 6 miz Gwengolo 2024 Stumdi – Nevesaet 29-02-2024 ©Stumdi

Kemeret eo e karg gant ar Rannvro ar frejoù evit tremen an DBY (100€).

 

Kavit amañ dindan ur fichenn gant ar sikourioù a c’helloc’h kaout evit ar frejoù pedagogel hag ar sikourioù pe digoll a c’helloc’h kaout e-pad ar stummadur :

📑 Sikourioù-Digoll_Nevesaet 29-02-2024 ©Stumdi

Deuit e darempred ganeomp evit sevel goulennoù pe goulenn ur rakpriz.

 

☛ LEC’HIOÙ

Landerne (29), Brest (29) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/penn-ar-bed/

Gwengamp (22),  Sant-Brieg (22) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/aodou-an-arvor/

Plañvour (56) ha Gwened (56) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/mor-bihan/

 

DOAREOÙ PRIZIAÑ HA KADARNAAT

Evit tizhout an testeniekadur DBY Brezhoneg enskrivet e roll France Compétences (Fichenn RS 5465), e vez graet meur a briziadenn a-hed ar stummadur :

  • ur briziadenn dre skrid sizhuniek,
  • ur briziadenn dre gomz ingal e-pad ar stummadur,,
  • div briziadenn e kreiz hag e fin ar stummadur. 

PROGRAMM

Pal ar programm, a zo boutin d’an holl greizennoù stummañ, ez eo :  

 

  • TAPOUT an anaoudegezhioù diazez
    • geriaoueg
    • displegañ ar verboù
    • ereadurezh
    • distagadur 

 

  • LAKAAT E PLEUSTR gant obererezhioù a ra gant ar 5 barregezh evit tizhout en DBY
    • selaou enrolladennoù
    • kemer ar gaoz dizehan ha gant ar re all
    • kejañ ouzh brezhonegerien
    • prantadoù flapiñ flapañ pemdeziek
    • sevel pezhioù c’hoari bihan, leurenniñ ha c’hoari e fin ar stummadur
    • div sizhunvezh staj en un endro micher

 

☛ TERMEN HA DOARE ENSKRIVAÑ 

 

TERMEN EVIT LAKAAT E ANV

  • 2 brantad stummañ bep bloaz  : 
    • Genver → Gouere
    • Gwengolo → Meurzh

 

Sellit ouzh ar bajenn : stummadurioù da zont

Digor eo an enskrivadurioù a-hed ar bloaz. Moaien zo lakaat e anv betek 2 sizhunvezh a-raok ar stummadur. 

Aliañ a reomp da gas an teuliad an abretañ ar gwellañ kuit da vezañ war ul listenn c’hortoz.

 

DOAREOÙ DA LAKAAT E ANV

  • Emvodoù kelaouiñ enlinenn diret kinniget bep miz,
  • Dibab diwar an teuliad (CV, lizher emginnig)
  • Emvod kinnig ret a-stroll
  • Emvod hiniennel (raktres, arc’hantaouiñ)
  • Ar strolladoù a zegemer etre 10 ha 16 stajiad..

 

☛ MONEDUSTED

MONEDUSTED D’AN DUD NAMMET

Digor eo ar stummadur d’an dud nammet. Doareoù da azasaat ar stummadur a c’hello bezañ studiet.

Un den-dave nammidi a zo e touez implijidi Stumdi a c’hell diouzh an ezhomm sikour pe ambrougañ an dud nammet.

 

DOAREOÙ HAG HENTENNOÙ PEDAGOGEL

 

DOARE

Stummadur war al lec’h gant un devezh a-bell bep eil sizhun. 

2 staj dizoleiñ ur sizhunvezh (70 eurvezh) en un endro micher.

 

POURVEZ

  • Skipailh pedagogel ha melestradurel a-vicher gant un diplom war ar brezhoneg ha/pe ul live DBY brezhoneg C1,
  • Daou zen e karg eus ambroug ar stajidi (diaesterioù deskiñ, stajoù, raktres micher)
  • Emvodoù skipailh kenurzhiañ ingal,
  • Salioù gouestlet d’ar stummadurioù gant dafar : video-banner, urzhiataerezhioù, rouedad internet…),
  • Savenn pedagogel evit an devezhioù a-bell (LMS Google Classroom)

 

HENTENN

  • Programm boutin d’an holl greizennoù stummañ gant kizidigezh d’ar parlantoù rannyezhel,
  • Skor ar c’hentelioù stumm paper pe niverel,
  • Lakaat da dalvezout diouzhtu ar pezh a vo desket evit ur soubidigezh founnus.

 


📝 Pellgargañ ar fichenn stumm PDF :

LE BRETON EN 6 MOIS 2024-2025 – Nevesaet d’an 10/09/2024


 

Testenioù Hor stajidi oc’h ezteurel o soñj

Alexandre | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Landerne

Ar stummadur “Ar brezhoneg dindan 6 miz” zo dreist-ordinal ! Ar servij melestradurel hag ar stummerien zo jentil, barrek ha prest atav. An holl dud zo sot gant ar yezh ha laouen da gelenn brezhoneg. Ur blijadur vras e veze bemdez deskiñ brezhoneg gant Stumdi ! A-raok ar stummadur ne gomzen ket brezhoneg tamm ebet met bremañ e c’hellan kaozeal e brezhoneg.  Ma ‘peus c’hoant ober ar stummadur eo difennet chom etre daou soñj : ar stummadur zo dispar !

Wanda | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Landerne

Trugarez da STUMDI da vezañ gallet kas ma hunvre da benn evit gallout kompren ha komz yezh ma zud-kozh. Talvoudus-kenañ eo ar brezhoneg, hag un dalvoudegezh a fell din reiñ d’am danvez skolidi. Kenderc’hel a rin an 3 miz a-benn mont pelloc’h gant ma live yezh.  Trugarez da holl skipailh STUMDI. 

Emilie | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Brest

Goude 6 miz on gouest da gomz e brezhoneg. Ur skiant-prenet pinvidik eo STUMDI.  Kalz kejadennoù am eus graet e-pad ar stummadur. Trugarez deoc’h !

Sandy | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Gwened

6 miz stummadur Stumdi zo 6 miz a-feson. Diaes eo, ret eo dic’hlann dezhañ e-unan bep miz ! Er fin e oa skuizhus met loc’h zo ennon. E miz gwengolo, ne oan ket ket kap da gompren 4 ger e Brezhoneg. Bremañ on kap da gomz un tammig, da lenn, da selaou, da huñvreal e brezhoneg ! Fiskal !

Jordan | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Landerne

Goude ma stummadur 6 miz on laouen gant ma live e brezhoneg. Dibaouez eo met efeduskenañ eo a-drugarez d’ur skipailh stummerien varrek gant doareoù pedagogel disheñvel ha gouest da selaou. Ouzhpenn-se e vez skoazellet ar stajidi gant ar melestradur pa vez ezhomm, atav gant plijadur ha gant ur mousc’hoarzh. Plijadur vras am eus bet oc’h heuliañ ar stummadur bemdez !

Servane | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Landerne

Ar stummadur stumdi zo mat evit deskiñ ar yezh brezhoneg met pas hepken, evit sevenadur Breizh ivez. Plijet on bet oc’h ober ar stummadur-mañ.

Gaultier | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Plañvour

Plijadur ‘meus bet gant ar stummadur. A drugarez d’ar stummerien em eus desket brezhoneg buan. Chom a ra ur bochad traoù da zeskiñ met gant an nerzh-kalon hag al labour, dont a ray ganin.

Severine | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Gwened

Stumdi zo fiskal evit deskiñ brezhoneg ! Ar stummerien zo jentil, farsus ha dreist ! Ne soñje ket din komz brezhoneg e 6 miz !

Nathalie | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Plañvour

Ar stummadur zo diaes met ivez ur skiant-prenet pinvidik a-fet spered ha tud.

Nolwenn | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Gwengamp

Goude bezañ kroget da zeskiñ brezhoneg gant kentelioù noz em eus bet c’hoant kenderc’hel da zeskiñ ar yezh-mañ en un doare all peogwir eo brezhonegerien ma zud, ma familh. Pa oan bihan ne felle ket d’am mamm kelenn he yezh din, arouez paourentez sevenadurel. Hervez ma zad e oa marv e yezh. Ar vugale all a rae goap ouzh ma anv-bihan (ya, e Breizh e oa koulskoude…). Met hervezon eo brav-meurbet ar brezhoneg. Ur raktres buhez eo bet evidon-me, terapeutek da gentañ, ha deuet da vezañ tamm-ha-tamm ur raktres micher ivez : perak ket komz e brezhoneg bemdez ? Adrugarez d’ar stummadur-mañ ez in pelloc’h gant ar yezh.  Disheñvel eo an hentoù a gas betek ar stummadur-mañ. Disheñvel eo raktresoù ar stajidi gant ar yezh. Ret eo doujañ ouzh ar soubidigezh (plijus eo !), da reolennoù ar stummadur, d’ar strollad, doujañ ouzh a re all. Ne vez ket aes bemdez ! Ret eo bezañ prest da gregiñ e-barzh ! Peogwir e soñj din e talv ar boan e kendalc’hin eus diouzh va zu da zeskiñ brezhoneg gant ar staj war Enez Eusa (aozet gant Stumdi ivez) ha gant ar stummadur “Ampart e tri miz” (evit mont pelloc’h gant ar sevenadur, dizoleiñ skrivagnerien, arzourien. Pegen birvidik eo ar sevenadur e Breizh !)…) Ha lakaet em eus ma anv ivez evit tremen an aotreegezh a-bell war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2 evit ar bloavezh-skol a zeu. Biskoazh ne baouezin da zeskiñ brezhoneg (ha yezhoù al eus ar broioù keltiek !). A-benn ar fin emañ ar brezhoneg o cheñch ma micher, ma buhez !

Christelle | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Plañvour

Heuliet em eus ar stummadur “Ar brezhoneg e 6 miz” ha bremañ e c’hallan kompren dre selaou ha dre lenn hag e c’hallan komz gant tud all. Skipailh Stumdi zo barrek-kenañ ! Aozet mat-tre eo ar c’hentelioù e doareoù a-bep seurt evit lakaat tout ar stajidi da gompren ha da gavout plijadur er stummadur. Ar stummerien hag ar stummerezed zo gant startijenn, madelezh ha fent ganto. Na pegen plijus! Trugarez vras d’ar skipailh. Hast am eus e krogfe ar stummadur “Ampart e 3 miz”.

Elise | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Landerne

Gouest on bremañ da gomz ha da gompren yezh ma bro, trugarez Stumdi ! “Ne vin ket gwerzhet e brezhoneg…”  Bemdez em eus dizoloet pe dizoloet en-dro e vez troet va galleg diwar troiennoù e brezhoneg ! Pebezh plijadur klevout en-dro gerioù pe troiennoù implijet gant va zud-kozh ! Efedus eo ar stummadur ha plijus gant ur sapre skipailh stummerien.

Soaz | Stummadur 6 miz | Gwengolo 2023 | Landerne

Ar stummadur c’hwec’h miz a oa bet frouezhus evidon. Ur prantad plijus eo em buhez vicherel. Ur bazenn a servij d’en em c’houlennata da vat war e orinoù, an darempred gant e familh, e istor… Ur gwir diorren personel eo. Ur gwir difi eo ivez evit gwelet hag-eñ e c’hall an den dont a-benn da gompren brezhoneg. Diaes eo bet din a-wechoù ha douetañs am eus bet met me soñj din on kreñvoc’h bremañ. Ret eo din kenderc’hel da zeskiñ ar yezh vrav-mañ !

Guillaume – Genver 2023 – Brest

Sebezet on gant kalite ar stummmadur hag an disoc’h er fin, evit bezañ chomet hep komz ur ger brezhonek a-raok ar stummadur. Morse n’em befe soñjet bezañ gouest da zeskiñ diazezoù ar yezh e ken berr amzer. Ar stummerien disheñvel, o skiant-prenet hag an doareoù da gelenn a zo ur gwir atoud. Frammet mat eo ar stummadur, ar pezh a lak ac’hanomp da vont war-raok tamm-ha-tamm hep bezañ kollet mik.

Pauline – Genver 2023 – Brest

Desket em eus brezhoneg gant Stumdi e-pad 6 miz. Aozet mat-kenañ eo ar stummadur. Bremañ eo aes din kompren ar pezh a lennan hag ar pezh a glevan. Gouest on ivez da gomz diwar-benn kalz a danvezioù.

Thibault – Genver 2023 – Brest

Ne c’hellen ket komz brezhoneg e penn kentañ ar stummadur ha bremañ e c’hellan komz, kompren, skrivañ. C’hwec’h miz a zo tremenet ha gallout a ran mont gant ur yezh nevez. An dra-se zo talvoudus.

Valentin – Gwengolo 2022 – 6 miz – Gwengamp

Souezhet on o welet pegen buan ez a deskiñ ur yezh nevez flamm pa vez graet gant ur strollad a feson hag evel-just stummerien varrek ! C’hoant ‘moa da gomz brezhoneg abaoe pell zo ha setu, graet eo ! Gallout a ran komz evit ma micher met ivez gant ma mignoned pe gant ma familh ! Ur yezh vrav eo peogwir e komz diwar-benn an natur alies ha se zo un dra blijus din !

Maxime – Gwengolo 2022 – 6 miz – Plañvour

Tremenet on eus al live deraouad rik d’ul live dereat evit labourat e brezhoneg a-drugarez d’ar stummadur 6 miz. Ur bedagogiezh ispisial a zo gant kement stummer(ez), ha bez e c’hell forzh piv kavout ur bedagogiezh azasaet diouzh e ezhommoù. Prest eo skipailh ar sekretouriezh da sikour pa vez ezhomm. Erbediñ a ran ar stummadur-mañ d’an holl !

Fañch – Gwengolo 2022 – 6 miz – Gwengamp

Goude bezañ heuliet ar stummadur “Ar Brezhoneg e c’hwec’h miz” gant Stumdi en em gavan gouest da labourat e brezhoneg ha d’ober gant ar yezh em buhez pemdeziek ! Ouzhpenn-se e oa ur gwir blijadur deskiñ gant ur strollad a-feson ha stummerien dispar ! Mersi da dud Stumdi, kendalc’het e vo gant Emren !

Eurydice – Gwengolo 2022 – 6 miz – Gwengamp

Ouzhpenn deskiñ brezhoneg, tapout 6 miz evidon a zo bet dispar ! Daoust d’ar skuizhder (3 bugel dindan 5 bloaz), n’on morse deuet war-gil d’ar stummadur !

Gwenola – Gwengolo 2022 – 6 miz – Landerne

Cheñch a ra ar sell, ar vuhez hag al labour a-wechoù oc’h ober ur stummadur e Stumdi !

Vincent – Gwengolo 2022 – 6 miz – Brest

Ne anavezen ket netra diwar-benn ar brezhoneg. Bremañ e c’hellan komz ! Dispar ! Mersi deoc’h !

Arnaud – Gwengolo 2022 – 6 miz Gwengamp

Ur stummadur bev ha bourrus gant stummerien varrek.

Elisa – Gwengolo 2021 – 6 miz Gwened

Ur stummadur efedus, liesseurt ha joaius. An doareoù kelenn implijet gant ar stummerion a glot an eil re gant ar re all. Ar stajidi a c’hell deskiñ ar yezh ha rannyezhoù disheñvel ar brezhoneg.

Vincent – Gwengolo – 6 miz Landerne

Ne ouien nemet ur gêr e brezhoneg p’am boa kroget gant ar stummadur e miz Gwengolo : « kenavo » ha soñjal a rae din e talveze « demat » … 6 miz war-lerc’h on gouest da gompren ha da lavarout traoù am eus c’hoant lavarout. Ur blijadur vras eo. Trugarez vras da Stumdi !

Lou – Gwengolo 2021 – 6 miz Brest

Ur mare plijus e oa bet ar stummadur 6 miz gant Stumdi evidon. Pa’z on erruet ne ouien netra ha bremañ e komzan hag e komprenan ur bern traoù e brezhoneg. Ha n’eo ket echu ! Spi am eus eo penn kentañ un avañtur bras.

 

Elsie – Gwengolo 2021 – 6 miz Brest

Ar stummadur 6 miz a zo bet efedus-tre : plijet on gant al live am eus bremañ, hag ul labour e brezhoneg am eus kavet diouzhtu ! Ouzhpenn-se eo ar stummerien eus ar c’hentañ hag en em gavet on gant tud dispar. Trugarez vras Stumdi ! Ken ar wech all marteze, evit ar stummadur Emren !

Marie – Gwengolo 2021 – 6 miz Brest

Laouen-tre on gant ar stummadur 6 miz a zo dedennus ha micherel. Desket em eus kalz a draoù ha bremañ e c’hellan komz e brezhoneg !

Maïlys – Gwengolo 2021 – 6 miz Brest

Ar stummadur a oa dreist ! Un arnod fiskal gant kalz a dud disheñvel e oa ouzhpenn.

Anne – Gwengolo 2021 – 6 miz Gwengamp

A- raok ar stummadur ne ouien ger brezhoneg ebet. Boemus eo kompren, komz ha lenn bremañ! An diazezoù a zo solut evit mont war-raok goude-se.

 

Murielle – Gwengolo 2021 – 6 miz Gwened

Ur stummadur dedennus-tre ha sirius evit deskiñ brezhoneg, gant tout livioù ar yezh.

Marine – Gwengolo 2021 – 6 miz Brest

Mersi bras d’ar stummerien ha d’ar stummerezed hag a zo eus ar c’hentañ e Stumdi ! Mil vrav e oa ar 6 miz-se gant ur strollad fiskal dreist-holl !

Mariane – Gwengolo 2021 – 6 miz Gwengamp

Desket em eus brezhoneg gant plijadur e-pad c’hwec’h miz. Kenderc’hel a rin da zeskiñ gant ar stummadur Ober betek fin miz Even. Daou emgav labour e brezhoneg am eus dija.

Nolwenn – Gwengolo 2021 – 6 miz Brest

Plijus e oa ar stummadur-mañ evit deskiñ ur yezh reizh. An holl stummer.ien .ezed zo jentil ha barrek.

Céline – Gwengolo 2021 – 6 miz Gwened

Me zo laouen tre : gras d’ar stummadur 6 miz e komzan brezhoneg gant liv a wenedeg warnañ evel ma familh. Skuizh on bet e-pad ar stummadur met laouen surtout! Dedennus-tre eo deskiñ yezh hon bro. Mersi bras da Stumdi !

Pierre-Yves – Gwengolo 2021 – 6 miz Brest

N’eo ket aes bemdez deskiñ hor yezh, ur stourm a vez a-wechoù ! Souezhet on bet o vezañ brezhoneger e fin ar stummadur. Ret e vo bremañ gwellaat ha pinvidikaat ar yezh am eus desket. Trugarez d’an holl !

Kristell – Genver 2021 – 6 miz Brest

Pouezus eo bet ar prantad-se em buhez, ha laouen on bremañ da vezañ gouest da gomz brezhoneg gant va familh, va mignoned ! Dedennus ha pinvidik e oa ar strollad. Madelezhus e oa ar stummerien evit kaout fiziañs evit komz brezhoneg er-maez eus ar c’hentelioù. Ret eo din kenderc’hel bremañ! Mersi bras deoc’h.

Amandine – Genver 2021 – 6 miz Brest

Deus ta da zeskiñ hor yezh vrav ! Ur veaj vurzhudus a vo sur ha n’eo ket marteze. Ar stummerien a lak ennomp ar c’hoant da vont war-raok atav, gant doareoù n’ez peus ket bevet morse ! Startijenn ha plijadur a zo ganto, ha ganeomp neuze. Ur sapre live a zo tapet en un nebeut mizioù. Gallout a ra bezañ ur seurt adc’hanedigezh yezhadurel a zigoro ur bed deoc’h. Ha n’eo nemet penn kentañ ar veaj.

Eric – Genver 2021 – 6 miz Brest

Ouzhpenn ur yezh m’eus desket, met ur spered. N’eo ket echu an abadenn ! Ken ar c’hentañ tro !

Maïwenn – Genver 2021 – 6 miz Brest

Ur sapre avañtur eo ar stummadur ! An doare gwellañ evit treuzkas ar yezh gant madelezh ha fent! Sur eo ha n’eo ket marteze. Mersi bras strollad Ti Zef evit ar startijenn hag hoc’h emzalc’h pozitivel. Trugarez d’ar stummerien ha da skipailh Stumdi !

Sylvain – Genver 2021 – 6 miz Brest

Bezañ gouest da gomz brezhoneg e Breizh zo un dra kreñv-tre evidon. Trugarez vras da Stumdi ha d’ar stummerien ! Ur mare dispar e oa ha mall zo warnon deskiñ muioc’h ha kenderc’hel war an hent-se.

Marina – Genver 2021 – 6 miz Brest

Ma’ z’out ken chañsus ha me, o vezañ e-barzh ur strollad ken chik ha va hini : ar stummadur a vo ur veaj tro-dro d’ar yezhoù, d’ar sevenadur hag emgavioù a-bep seurt !

Aurélie – Ebrel 2021 – 3 miz Ober Landerne

Plijus tre e oa. Mersi Stumdi. Ma live e brezhoneg n’eo ket ken brav ha ‘moa c’hoant met e mod-se emañ… Ur strollad eus ar c’hentañ, mersi bras tudoù 🙂

Tiphaine – Ebrel 2021 – 3 miz Emren Brest

A-raok kregiñ ar stummadur e kreden e vevfe ar brezhoneg a-drugarez din. Met a benn ar fin eo ar brezhoneg en deus lakaet ac’hanon da vevañ en dro. Ha dindan 9 miz gant Stumdi, on deuet da vezañ un den ha n’anavezen ket a-raok, met unan hag a zo laouen ha fier da gaozeal e brezhoneg bemdez gant muioc’h muiañ a dud. Lakait hoc’h anv e stummadurioù Stumdi evit ma c’hallfemp kaozeal asambles !

Emma – Ebrel 2021 – 3 miz Ober Landerne

Eus ar c’hentañ eo bet va stummadur a-drugarez d’am strollad a oa dispar. Kalz traoù plijus kenañ hon eus graet o foetañ bro. Siwazh eo bet re verr an amzer, buan-tre eo tremenet an 3 miz-se. Plijadur zo oc’h Ober traoù e brezhoneg !

Audrey – Ebrel 2021 – 3 miz Ober Plañvour

Plijus e oa ar stummadur “Ober” gant stummerien efedus ha tout an oberezhioù bevet gant tud eus an diavaez ! Desket ‘m eus ur bern gerioù eus ar vuhez pemdeziek dre temoù a-drugarez da testennoù, istorioù, prezegennoù, filmoù, kanaouennoù, c’hoarioù… ! Ar sizhun dre soubidigezh e oa dedennus evit komz ur yezh flouroc’h… Un tammig muioc’h em bleud emaon bremañ evit kaozeal e pep lec’h a-drugarez d’ar stummadur 3 miz, ouzhpenn an hini 6 miz ! Penn-kentañ ma hent gant ar brezhoneg an hini eo !

Vincent – Ebrel 2021 – 3 miz Emren Brest

Ur stummadur mat-tre evit mont war-raok gant ar brezhoneg desket e-pad ar stummadur 6 miz ! An tri miz-se o deus lakaet ac’hanon da vezañ muioc’h e ma bleud gant ar yezh dre gomz ha dre skrid.

Valentine – Ebrel 2021 – 3 miz Ober Plañvour

Mat tre eo ar stummadur 3 miz evit uhelaat al live e Brezhoneg. Komzet e vez brezhoneg a hed an devezh ha graet e vez traoù ar vuhez pemdeziek asambles. Er soubidigezh ‘vit gwir !!!

Gwennaïg – Ebrel 2021 – 3 miz Ober Landerne

Laouen on o vezañ desket yezh hom bro e-barzh soubidigezh stummadur nav miz Stumdi. Ur sell nevez ouzh ar bed am eus savet tamm ha tamm. Dizoloet em eus ur blaz nevez er vuhez, un doare all da vevañ dre ar yezh a-drugarez d’ur strollad brav-abominapl, d’ar stummerien ha d’ar skipailh. Trugarez deoc’h !

Kevin – Ebrel 2021 – 3 miz Emren Brest

Ur soñj mat eo kenderc’hel gant 3 miz stummadur ouzhpenn goude ar 6 miz diouzhtu ! Plijet on bet gant an aozadur, ar pezh oa kinniget deomp, ar raktresoù ha gant ar stummerien disheñvel. Kenderc’hel a ra hag a raio ar brezhoneg ganin.

Mélanie – Ebrel 2021 – 3 miz Emren Landerne

Ur stummadur berr met pinvidik gant stummerien hag a oa gouest da selaou, gant kalz a dud pedet ha raktresoù da brientiñ. Meret e oa ar stummadur hervez hon ezhommoù. Plijus e oa labourat gant ur strollad bihan evit gwellaat ma brezhoneg. Labour zo c’hoazh met diazezoù zo ganin bremañ.

Thipaine – Gwengolo 2020 – Brest

Tu zo kompren ha komz brezhoneg e 6 miz ! Souezhus eo met pegen gwir ! N’eus ket gwelloc’h eget ar soubidigezh evit deskiñ ur yezh. An dra-se a vez kavet gant STUMDI. N’eo ket bet aes atav met n’eo ket bet krouet ar stummadur evit tud hag a blij dezho ar pesked dizreinet. N’ho peus ken nemet splujañ e-barzh evit kavout ur pesk hag a zo yac’h ha beajiñ dre bed ar brezhoneg. Ar vuhez ne vo ket heñvel goude rak ar meurvor-mañ zo diharz…

Valentine – Gwengolo 2020 – Plañvour

Pa grogomp gant ar stummadur, diaes eo krediñ e vimp gouest da gaozeal e brezhoneg goude 6 miz… ha koulskoude, posupl eo ! Ha deskiñ a reomp gant plijadur ouzhpenn-se ! Un tammig muioc’h eget deskiñ ur yezh a vez graet e gwirionez (ar pezh a zo kalz dija !), rannañ ur youl a-stroll ha mont war-raok asambles, ur gwir labour-skipailh !

Claude – Gwengolo 2020 – Sant-Brieg

Ret eo en em lezel da vont. Ober a ra un tamm poan e-kreiz ar stummadur met pegen plijus eo er fin. Ar meskaj-mañ a gemero ur stumm bennak. Gwelet e vo.

Erwan – Gwengolo 2020 – Gwened

Sur eo, hor stummadur a zo bet diaesoc’h abalamour d’ar c’hleñved-red Covid-19. Met se a ziskouez eo talvoudus Stumdi c’hoazh peogwir o deus an holl desket brezhoneg memes tra. Ha forzh penaos, ne vez ket echu deskiñ morse.

Louise – Gwengolo 2020 – Plañvour

Un stummadur dedennus-tre, ur strollad ha stummerien dispar… Ar pezh a faot evit tremen 6 miz imoret-mat !

Rebecca – Gwengolo 2020 – Brest

Unan eus ar gwellañ stummadurioù-yezh am eus bet gwelet biskoazh ! Efedus-tre !

Audrey – Gwengolo 2020 – Plañvour

Fiskal eo ar stummadur-se a-drugarez d’ar skipailh dinamek ! Bemdez e vez ur stummer.ez disheñvel o rannañ liv e/he v/bro… Tamm-ha-tamm e cheñch ar roll-labour, en ur labourat, en ur c’hoari hag en ur ganañ… Buan ez a an amzer evit deskiñ kalz gerioù, ar yezhadur hag an ereadurezh… Plijus eo ivez an ehan e brezhoneg, daou viz goude penn kentañ ar stummadur… Brav eo an avañtur denel-se !

Aurélie – Gwengolo 2020 – Sant-Brieg

Ne soñje ket din e vije posubl komz brezhoneg goude 6 miz met gwir eo ! Pegen plijus e oa, ur strollad dreist e oamp. Trugarez, Stumdi !

Hortense – Gwengolo 2020 – Sant-Brieg

C’hoant em boa da zeskiñ brezhoneg abaoe pell. Tizhet eo ma fal a-drugarez d’ar stummadur. Ne soñjen ket e c’hallfen komz brezhoneg goude 6 miz hepken ! Ur stummadur dedennus-tre.

Valérie – Gwengolo 2020 – Landerne

Deskiñ brezhoneg zo bet ur chañs. Pouezus-tre eo ar strollad evit mont war-raok ha pleustriñ. Ar stummerien zo madelezhus, prest da sikour atav. Ar servij-heñchañ zo barrek-tre.

Romy – Gwengolo 2020 – Plañvour

Nag a blijadur oc’h ober anaoudegezh gant ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Un doare dreistordinal eo evit ober anaoudegezh ganeomp-ni ivez, ha diaes eo adkregiñ gant ur stummadur koulskoude ! Trugarez d’ar stummerien evit o energiezh !

Kevin – Gwengolo 2020 – Brest

Savet mat-kenañ eo ar stummadur 6 miz. Meur a stummer.ez disheñvel a vez a-hed ar sizhun, bep sizhun. O doare d’ober a sikoure ac’hanon da zeskiñ gwelloc’h. Desket em eus ar yezh en ur c’hoari, en ur ganañ, en ur gaozeal, en ur vale er-maez. ‘Benn ar fin em eus desket brezhoneg gant plijadur. Ouzhpenn-se em eus kavet mignon.ez.ed nevez !

Isabelle – Gwengolo 2020 – Sant-Brieg

Ar stummadur a zo evel ur c’hreunenn. Lakaet eo bet ar brezhoneg e-barzh ma fenn ha ma c’halon ha c’hoant am eus bremañ da lakaat anezhañ da greskiñ bemdez dre gomz pe dre skrid. An dud am eus bevet ganto ar stummadur e-pad c’hwec’h miz a zo bremañ mignoned din, al liamm gant ar yezh. Pebezh avañtur !

Pascal – Gwengolo 2020 – Landerne

Arc’hantaouet eo bet va stummadur gant an AGEPHIP. Ur plas a zo evit kement den e Stumdi ! Forzh peseurt pal a vefe ganto. Kenskoazell ha mignoniezh a vez kavet evit sikour pep hini da gavout e blas, dre skrid ha dre gomz.

Thomas – Gwengolo 2020 – Brest

Pegen plijus eo bet deskiñ brezhoneg o kanañ, o c’hoari, o kejañ ouzh tud a-feson ! A-drugarez da Stumdi e vin gouest da vevañ ha da labourat e brezhoneg emichañs. Bec’h dezhi !

Ioana – Gwengolo 2020 – Plañvour

Gwall blijus eo bet e-pad 6 miz ! Un teñzor zo bet roet deomp gant stummerien a-feson, farsus, pedagogel, dedennus : pinvidigezh ar yezh ha sevenadur Breizh.

Géraldine – Gwengolo 2020 – Landerne

Plijet on bet oc’h heuliañ ar stummadur 6 miz. Kalz traoù ’m eus desket diwar-benn yezh ha sevenadur Breizh. Stummerien dedennus ha madelezhus hon eus bet.

Maureen – Gwengolo 2020 – Brest

Penaos e c’hellan diverrañ stummadur Stumdi ? “Darempredoù” a vo mat d’am soñj. Darempredoù gant tud a bep seurt, darempredoù gant stummoù-deskiñ efedus, darempredoù gant pinvidigezh ar yezh, al lec’hioù hag o c’hultur, ha darempredoù ganeomp hon-unan, trugarez d’an holl eskemmoù-mañ. Dav eo bevañ anezhi !

Laurent – Landerne – Genver 2020

Kalz a blijadur m’eus bet oc’h ober Stumdi. Ur stummadur farsus ha dedennus eo, hag un doare mat-kenañ da zizoleiñ ar brezhoneg, pe mont pelloc’h evit ar re a anavez ar yezh dija.

Heol – Brest – Genver 2020

Pegen brav eo ar brezhoneg ! Plijus eo bet din deskiñ brezhoneg gant stummerien Stumdi ha kamaladed Ti Zef. C’hoant m’eus da vont war raok e brezhoneg bremañ !

Yuna – Brest – Genver 2020

Deskiñ brezhoneg a oa pouezus evidon, pouezus evit al labour (c’hoant em eus labourat en ur radio e brezhoneg), ha pouezus evit ma familh rak ma zad kozh a gomz brezhoneg. En desped d’ar c’hudennoù gant ar c’henfinañ, on bet laouen oc’h en em gavout gant ma strollad.

Myriam – Gwengamp – Genver 2020

Laouen-tre on peogwir e c’hellan komz brezhoneg gant ma merc’h bremañ ha gant brezhonegerien a-vihanik a anavezan ivez.

Gwennaïg– Landerne – Genver 2020

“Ne drokfen ket evit tenzorioù va bro, va yezh ha va frankiz.” Anjela Duval

Yvette – Brest – Genver 2020

Ur stummadur ispisial memestra ! Desket m’eus kalz traoù, anavezout a ran tud dedennus, ha dreist-holl c’hoant m’eus mont pelloc’h evit kaozeal gwelloc’h.

Kloe – Brest – Genver 2020

Tamm ha tamm e vez graet e vragoù da yann. Desket em eus kalz warnon. Gant ar c’hoant treuzkas ar yezh on, a-drugarez d’am strollad. Va zro d’hen ober bremañ !

Maëlle – Gwengolo 2019 – Brest

Tremenet eo buan ar stummadur a-benn ar fin ! Ne oa ket aes bemdez met kavet e vez bepred sikour er strollad hag gant ar stummerien. Kavet em eus mat-kenañ kaout meur a stummer rak doareoù disheñvel o deus da gelenn. Ha doareoù disheñvel da gaozeal ivez. Skoazellet mat omp bet e-pad ar stummadur : bep gwech e oa un den bennak e Stumdi o reiñ deomp respontoù pe sikour ac’hanomp. Bremañ eo poent ober gant ar brezhoneg !

Lucie – Gwengolo 2019 – Landerne

Ar stummadur “Ar brezhoneg e 6 miz” a oa dedennus hag efedus ! Ar stummerien zo prest da henchañ ha da sikour ar stajidi evit deskiñ brezhoneg. Graet o doa gant kalz doareoù disheñvel ha plijus evit kelenn ar brezhoneg deomp. E-pad ar stummadur on en em gavet gant tud nevez ha simpa-kenañ ivez ! Laouen-tre on ha gouest on da gomz e brezhoneg gant va mignoned brezhonegerien bremañ!

Lionel – Gwengolo 2019 – Landerne

An dra bouezusañ e Stumdi ez eo ar cheñchamant stummer⋅ien⋅ezed bemdez. Pa ne oa ket bet komprenet ganeomp ur poent bennak e oa tu d’ur stummer⋅ez all displegañ en ur mod-all. Bamus eo gwelout pegen buan eo bet desket ar yezh ganeomp.

Annaig – Gwengolo 2019 – Aradon

Deskiñ en ur c’hoari, gant efedusted hag un aergelc’h plijus !

Baptiste – Gwengolo 2019 – Gwened

Un doare pedagogel efedus ha plijus evit deskiñ brezhoneg gant stummerezed ha stummerien aketus ha barrek hag a ro fiziañs evit tizhout ar pal-mañ !

Thomas – Gwengolo 2019 – Gwened

Stummadur a-feson ! Savet eo ar stummadur en un doare mat-tre, gant dafar pedagogel disheñvel, ar pezh a sikour evit ober araokadennoù buan ! Trugarez vras d’ar skipailh !

Manon – Gwengolo 2019 – Brest

Penn-kentañ ar stummadur ne gomzen ket brezhoneg tamm ebet. 6 miz war-lerc’h on deuet a-benn da gomz gant brezhonegerien (a-vihanik pe get) ha bezañ komprenet ganto. Me a blij din pedagogiezh Stumdi ! Nag a blijadur zo bet !

Elisabeth – Gwengolo 2019 – Sant-Brieg

Dreist e oa ar stummadur evit deskiñ brezhoneg ha gant ur strollad chichan ! Kenskoazell a oa etre ar stajidi. Gant an darnvuiañ eus ar strummerien e oa mat-tre ivez. Tremenet hon eus kalz a brantadoù plijus. Mersi bras d’an holl.

Sophie – Gwengolo 2019 – Sant-Brieg

Da gentañ ‘meus soñjet e vefe hir ar stummadur. Met er c’hontrol : echuiñ a raio hep ma verzfen. Tremenet ‘meus 6 miz a-feson ! Mersi bras da va strollad ha d’ar stummerien.

Loig – Brest – Gwengolo 2019

A-drugarez d’ar stummadur 6 miz em eus tapet kalz a varregezhioù war ar yezh, hep kaout ar santimant da labourat en un doare skolel met er c’hontrol, buhezek-tre. Dav eo kenderc’hel bremañ evit dont da vezañ divyezhek evit gwir !

Sonia – Brest – Genver 2019

Ur stummadur a-feson am eus graet gant Stumdi. Pebezh plijadur eo bet deskiñ brezhoneg ! Laouen on da vezañ gouest da gomz ha da gompren ar yezh brav-mañ. Hag a-drugarez d’ar stummadur eo cheñchet ma sell war Breizh !

Matthieu – Landerne – Genver 2019

Ne gomzan ket ur brezhoneg flour c’hoazh met tout an traoù evit mont pelloc’h gant ar brezhoneg a zo bet desket e Stumdi. Trugarez deoc’h !

Gilles – Landerne – Genver 2019

Un dizoloadenn vrav evidon. Pazennoù mat a-drugarez d’ar stummerien barrek-tre !

Michaël – Brest – Genver 2019

Pouezus eo lakaat en-dro an dud da gomz brezhoneg e pep lec’h. Er straedoù, er gêr, el labour… Ar brezhoneg zo ur yezh vev a-drugarez da aozadurioù evel Stumdi !

Cécile – Brest – Genver 2019

Ne vin ket gwerzhet gant ar brezhoneg ! A-drugarez da Stumdi em eus desket ar yezhadur ha bevet 6 miz o komz brezhoneg bemdez. Diazezet eo bet ar brezhoneg dre gomz ha dre skrid. Fellout a ra din lavaret mersi bras d’an holl stummerien ha stummerezed o deus lakaet ac’hanon da zizoleiñ pinvidigezh ha kaerder ar yezh-se. Seul niverusoc’h a vrezhonegerien e vimp seul welloc’h e vo. Deus ‘ta !

Maela – Brest – Genver 2019

Stumdi zo ur stummadur plijus-kenañ. A-drugarez d’ar stummerien em eus desket penaos komz brezhoneg ha lorc’h zo ennon. Ul lec’h mat eo evit deskiñ, ober anaoudegezh ha kaout plijadur o komz brezhoneg. Trugarez deoc’h !

Camille – Gwengamp – Genver 2019

Setu c’hwec’h miz evit cheñch hon buhez – C’hwec’h miz evit lakaat hon fennoù leun chouk gant ar gerioù hag ar frommoù. Setu c’hwec’h miz evit bezañ adc’hanet e Breizh, evit dizoleiñ en-dro an dud, an hentoù, ar sevenadur. An avañtur ne ra ket nemet komañs !

Mathilde – Plañvour – Genver 2019

Laouen on bout desket brezhoneg get ar stummadur 6 miz ! Ur stummadur plijus-tre, farsus ha dedennus, ha dreist-holl efedus-tre !

Tiffen – Plañvour – Genver 2019

Ar stummadur-se oa dedennus tre. Ar stummerien a oa fiskal. A-bouez e oa ar stajoù ivez.

Per-Vari – Plañvour – Genver 2019

Kalz a blijadur am eus bet o teskiñ brezhoneg gant Stumdi. Pegen plijus eo komz e brezhoneg gant mignoned din bremañ. Diaes oa din ober ma « c’homing out » met bremañ eo mat. Ouzhpenn-se m’eus kavet labour a-benn Miz Gwengolo er skol e-lec’h ma ’m boa graet an eil staj !! Ober ar stummadur gant Stumdi zo ur chañs wir rak ur servij heñchañ a zo hag ur skipailh a-feson a zo ivez ! Ober a rin ar stummadur 3 miz e Miz Ebrel. Mersi da Stumdi !!

Marine – Plañvour – Genver 2019

Plijus-tre oa deskiñ brezhoneg e-pad 6 miz gant skipailh Stumdi ! Fiskal oa ar stummadur e Plañvour. Ne gomzen ket brezhoneg tamm ebet a-raok ar stummadur, neuze trugarez vras d’ar stummerien !

Marion – Plañvour – Genver 2019

Ne anavezen netra e brezhoneg a-raok krogiñ gant ar stummadur 6 miz. Bremañ e c’hellan komz brezhoneg a-drugarez da Stumdi ha d’ar stummerien. Fiskal e oant ! Plijus-tre oa ar stummadur-se.

Magali – Landerne – Stummadur “Emren” – Ebrel 2019

Echu ganeomp ar stummadur war ar brezhoneg gant Stumdi ! Goude nav miz stank hon eus kimiadet diouzh hor stummerien en ur ganañ hag en ur zañsal. Kement a blijadur hon eus bet e-pad an nav miz-se o c’hoari, o sevel divinadelloù, o kanañ, oc’h ober sport, oc’h eilmouezhiañ filmoù, oc’h atersiñ brezhonegerien, o sevel prezegennoù, o kontañ gevier, keit ha ma vezent kontet e brezhoneg… Eürus on o vezañ bevet an avantur-se, o vezañ en em gavet gant an holl vreudeur ha c’hoarezed a yezh-se, o vezañ desket ur brezhoneg a-feson.

François – Brest – Gwengolo 2018

Kalz a blijadur em boa bet e-pad ar c’hwec’h miz, a-drugarez d’ar stummerien ha d’ar stummerezed… Pep hini a zo disheñvel, pep hini a zo micherel. An doareoù liesseurt da gelenn a zo skeudenn ar stummadur, birvilhus !

Maze – Plañvour – Gwengolo 2018

Goude c’hwec’h miz e Stumdi on laouen bras gant va live brezhoneg. Bremañ e c’hellan komz gant tud a bep seurt e brezhoneg hepken. Ar pedagogiezh hag ar stummerien zo mat kenañ hag ar servij henchañ a ginnig traoù hag a heul ac’hanomp a-hed ar stummadur. Grit stumdi hag ho puhez a cheñcho !

Dounia – Landerne – Gwengolo 2018

Chom a ra un eñvorenn e-barzh ma fenn: tud madelezhus hag aketus gant ar stajidi. Doujañs a oa etre tout an dud. Mersi bras d’an holl !

Romuald – Brest – Gwengolo 2018

Mersi bras da Stumdi : d‘ar stummerien/stummerezed, d‘ar servij melestradurel ha d‘ar servij henchañ. Plijus ha dedenus e oa ar stummadur 6 miz.  Desket ‘meus kalz traoù diwar-benn ar yezh ha sevenadur Breizh.

Emmanuelle – Landerne – Gwengolo 2018

6 miz stummadur. Devezhioù ‘zo bet diaes a-walc’h met ur blijadur bras kenañ eo bet deskiñ yezh ma zud kozh hag hini ma bugale. Loc’h ‘zo ennon bezañ bet desket brezhoneg. Ur bed nevez zo digor dirazon bremañ.

Marie – Aradon – Gwengolo 2018

Trugarez da Stumdi evit ar stummadur a oa mat kenañ !

Camille – Brest – Gwengolo 2018

Ar stummadur se zo plijus kenañ ! Posubl eo kavout tud eus pep lec’h ! An aergelc’h zo eus ar c’hentañ etre ar stajidi hag ar stummerien ivez.

Marine – Brest – Gwengolo 2018

Ur skiant-prenet eus ar c’hentañ. N’eus ket gwelloc’h eget ar soubidigezh evit deskiñ ur yezh. Ouzhpenn-se gant an aergelc’h ha stummerien a-feson !

Anne-Marie – Gwengamp – Gwengolo 2018

Pebezh chañs evidon da vezañ graet ar stummadur gant Stumdi. Plijout a rae din mont d’ar stummadur bemdez. Abaoe 40 vloaz ne oan ket bet oc’h en em stummañ. Respontet em eus da goulenn Stumdi : Ha C’hwi ? Ar stummadur-se a alian  d’an holl. Foug zo ennon da vezañ heuliet anezhañ evel m’en doa graet Yann Tiersen em raok !

Magali – Gwengamp – Gwengolo 2018

Kinnig a ra Stumdi deomp un doare da zeskiñ bev, efedus hag aozet mat. A-benn 6 miz e vez posubl komz ha skrivañ en un doare flour ! Ar c’horf a-bezh a vez implijet e-kerzh ar stummadur, dre ma vez kanet, c’hoariet, savet pezhioù-c’hoari ; c’hoarzhet e vez alies-mat ivez ! Ar stummerien a zo mennet hag a daol evezh ouzh pep hini ; pasianted ha madelezh o dez dalc’hmat. Treuzkaset e vez gante estroc’h evit ur yezh reizh : doujañs ouzh ar vrezhonegerien hag ouzh pouez-mouezh disheñvel pep bro, entan evit sevenadur Breizh hag evit un doare all da santout an traoù.

Nadia – Aradon – Gwengolo 2018

Plijus e oa ar stummadur e-pad 6 miz mes pegen diaes e oa evidon ! N’em boa ket klevet brezhoneg morse (nemet gant kanaouennoù) a-raok miz Gwengolo ha digalonekaet e oan alies. Trugarekaat a ran ar skipailh stummerien evit o fasianted ha da vezañ sikouret ac’hanon atav.

Yann – Aradon – Gwengolo 2018

Ec’h ober ar stummadur-mañ e yoc’h e darempred get tud a-feson a ziskouezo deoc’h penaos digoriñ dorioù ur bed nevez, hud e spered ! Prest oc’h da grogiñ get ar veaj ? Ne voc’h ket dipitet ! Disheñveltre eo doare soñjal ar brezhoneg : kreizet àr an nen hag an en-dro, resisoc’h, eeun… Kabidan evit en em droiñ en unan arall, nevez, leun a spi ha fiziañs ! Dibabit ar stummadur c’hwec’h miz aveit “ho pro, ho yezh hag ho frankiz” !

Lorene – Aradon – Gwengolo 2018

Stumdi zo ur stummadur mat-tre ha kalz plijadur am eus bet e-pad 6 miz o teskiñ brezhoneg.

Laëtitia – Aradon – Gwengolo 2018

Kavet m’eus un labour e ar fin ar stummadur a-drugarez d’ar brezhoneg!

Marin – Brest – Gwengolo 2018

Kalz plijadur zo gant stumdi ! Ar stummerien zo dreist hag an dud ivez ! Ul lec’h mat eo stumdi evit kregiñ da zeskin brezhoneg !!

Lucile – Brest – Gwengolo 2018

E-pad ar 6 miz em eus desket kalz traoù dedennus ha pouezus ha deuet on a-benn da gomz brezhoneg e diwezh ma stummadur. Ouzhpenn-se em eus kejet ouzh gwir vignoned ha desket em eus e-pad 6 miz en un aergelc’h dispar.

Laura – Brest – Gwengolo 2018

Ur sapre lusk hag ur sapre skipailh a oa evit kas ac’hanomp betek ur pal boutin : komz brezhoneg goude 6 miz. C’hoant am boa da zeskiñ yezh ar vro, kavet em eus ur sevenadur a-bezh, ha mignoned nevez !

Patricia – Gwengamp – Gwengolo 2018

Desket em eus diazezoù ar yezh hag heuliet ar stummadur Ober evit barrekaat ma live. Ar pal eo mont war an aotreegezh war ar brezhoneg e Skol Veur Roazhon. Pouezus e oa bezañ gant tud eus broioù disheñvel evit komz ar yezh a-vremañ. Trugarez ha gourc’hemennoù da skipailh Stumdi. Emañ ar vag war he hent brav ! Buhez hir a souetan deoc’h evit skignañ ar Brezhoneg.

Cyril – Aradon – Gwengolo 2018

Me zo gouest da gomz ha kompren dre vras brezhoneg goude 6 miz evel e c’hellfed deskiñ ur yezh all o veajiñ en ur vro all e-pad ar memes prantad. C’hoant ‘meus da vont pelloc’h gant ar yezh-se ha laouen on o sikour da ziorren ar brezhoneg ha derc’hel anezhi er vro.

Carine – Aradon – Gwengolo 2018

Stank ha stank ha skuizhus mes kabidan eo !!!! Trugarez vras d’ar skipailh a-bezh !

Véronique – Brest – Gwengolo 2018

Un istor vrav e oa ganeoc’h ! Desket em eus ar pezh am boa c’hoant, ha deuet on a-benn da gomz brezhoneg flour a-walc’h ! Chom a ra kalz a labour atav ! Ha laouen on o kenderc’hel va stummadur gant ar strollad Emren evit gwellaat ma live evit goude mont da skolaerez ! Mersi bras deoc’h ha kendalc’hit e mod-se !!! Dispar eo !!! Gourc’hemennoù !!!

Jean-Christophe – Genver 2018 – Plañvour

Setu ur stummadur a galite vat aveit krogiñ da zeskiñ brezhoneg. Ar c’helennerezh a zo efedus-tre !

Katell – Genver 2018 – Landerne

Gant plijadur e teuen bemdez d’ar c’hentelioù e Stumdi. Mersi d’ar stummerien bezañ bet kement a basianted ganin ! Plijet bras on bet gant holl ac’hanoc’h.

Marie – Janvier 2018 – Landerneau

Ur stummadur a-feson gant tud a-feson ! Stummerien eus ar c’hentañ… pebezh plijadur em eus bet ganeoc’h ha gant ma strollad ha pa oa diaes a-wechoù. Trugarez vras deoc’h !

Marie – Genver 2018 – Landerne

Ur veaj a feson evit deskiñ brezhoneg ! Un avañtur evit krouiñ liammoù gant tud kalonek e spered ar yezh !

Jérôme – Genver 2018 – Plañvour

Emaon o paouez echuiñ ar stummadur 6 miz Stumdi e Plañvour ha dleout a ran lâret on bet plijet ganti dre vras. E penn-kentañ ar stummadur ne oaren ket nemet un nebeud gerioù ha frazennoù simpl-tre. Bremañ on gouest da gomz diwar-benn traoù ar vuhez ha da gompren mat a-walc’h an dud a anavan. Evidon eo bet efedus-tre ar stummadur ha ma welan tud hag a zo e soñj deskiñ brezhoneg e kuzulfen dezhe mont da Stumdi. Ouzhpenn-se ‘m eus graet anaoudegezh gant tud hag a zo deuet da vout mignoned e-barzh ar strollad ha stummerien a welin en-dro goude ar stummadur emichañs !

Magali – Genver 2018 – Plañvour

Trugarez da Stumdi evit ar stummadur 6 miz. Skuizhmarv on bremañ mes dedennustre e oa da zeskiñ brezhoneg geneoc’h.

Anna Vari – Genver 2018 – Landerne

A-drugarez d’ar brezhoneg e vez kinniget e Stumdi prantadoù nevez. Gerioù, rimadelloù, troiennoù, kanaouennoù, sketchoù, dañsoù, predoù, reolennoù, poelladennoù, pennadoù kaoz, c’hoarioù, stajoù, devezhioù distanañ… a ziwan e brezhoneg hag a laka an holl dud da vevañ asambles. Ar brezhoneg a ro lusk d’hor c’halonoù ha ne c’hello ket mervel. Trugarez vras da bep hini !

Damien – Gwengolo 2017 – Landerne

Kompren ha komz brezhoneg zo posubl a-drugarez da STUMDI. Goude e vever hag e soñjer gant ar yezh, un doare all evit dizoleiñ hon endro ha reiñ ar c’hoant deomp da grouiñ e brezhoneg !

Claire – Gwengolo 2017 – Landerne

Desket em eus muioc’h a vrezhoneg er stummadur-mañ. Ha ne vo ket disoñjet tout an traoù-se ganin morse ! Trugarez da Stumdi.

Aurore – Gwengolo 2017 – Landerne

Plijadur zo e Stumdi. Desket em eus kalz traoù diwar-benn ar brezhoneg (evel-just) ha diwar ma fenn.

Viviane – Gwengolo 2017 – Landerne

Ar gwellañ doare eo ar stummadur 6 miz Stumdi evit deskiñ brezhoneg buan. Un tamm diaesoc’h e oa eget ar pezh a soñjen. Ret eo kavout tud hag a gomz brezhoneg evit kaozeal ganto er maez eus Stumdi evit mont war-raok. Evit bezañ barrekoc’h e kendalc’han gant ar stummadur Ober.

Natalka – Gwengolo 2017 – Sant-Brieg

Stumdi : Un doare plijus hag efedus da zeskiñ brezhoneg ! Mersi bras deoc’h !

Eloïse – Gwengolo 2017 – Brest

Ur stummadur dispar-kenañ eo. Fromet on bet gant spered ar skipailh. Pep hini zo amañ evit sikour ac’hanomp ha santet e vez. Ober a ra vat anavezout un doare disheñvel da zeskiñ. Mankout a raio din. Trugarez vras deoc’h !

Laurent – Gwengolo 2017 – Brest

Desket hon eus ar yezh e c’hwec’h miz. Gellout a ra tout an dud en ober.

Lucie – Gwengolo 2017 – Brest

Stumdi zo bet ur prantad pouezus-kenañ en ma buhez. Desket em eus ur yezh, met ivez un doare all da vezañ ! Trugarez deoc’h !

Marine – Gwengolo 2017 – Plañvour

Un avañtur a-feson eo gant kalz eñvorennoù mat. Hiziv komz a ran brezhoneg ha da gentañ ne greden ket e oa posubl komz el-mod-se. Mersi bras.

Céline – Gwengolo 2017 – Gwengamp

Estroc’h evit deskiñ brezhoneg eo pal ar stummadur STUMDI. Fromus, skuizhus ha dreist-holl plijus eo adkavout yezh ar bugaleaj ha kaozeal e brezhoneg. Darempredoù kreñv a vez krouet e-pad ar stummadur-mañ.

Tudual – Genver 2018 – Gwengamp

Graet em eus 7 sizhun deus ar stummadur 6 miz ha desket em eus kalz ! D’am soñj ar pep pouezusañ ez eo ar soubidigezh. Komzet e vez nemet e Brezhoneg e-pad 35 eurvezh bep sizhun ha war-wel ez a bomdeiz.