Pajenn nevesaet d’an 28/11/2024
🎯 Prientiñ a ra ar stummadur-mañ da dapout testeniekadur DCLR | N° RS5465 | Ministrerezh an Deskadurezh-Stad hag ar Yaouankiz abaoe Even 2021.
✍ EVIT LAKAAT HOC’H ANV : Lakaat ma anv
📅 STUMMADURIOÙ DA ZONT :
- Genver 2025 : 09/01/2025 → 04/07/2025
- Gwengolo 2025 : 11/09/2025 → 20/03/2026
[ Stummadur war ar stern : 05/09/2024 → 14/03/2025 ]
🖥️ EMVOD KELAOUIÑ ENLINENN : Lakaat ma anv
Feur laouenidigezh ha berzh mat tapet eus ar stummadurioù aozet e 2023-2024
STUMMADUR 6 MIZ : LE BRETON EN 6 MOIS
☛ PALIOÙ AR STUMMADUR& TESTENIEKADUR DA DIZHOUT
PAL AR STUMMADUR Mestroniañ ar barregezhioù yezh a zo ezhomm evit kas da benn meur a obererezh e brezhoneg en un degouezh micherel.
BARREGEZHIOÙ DA DIZHOUT 5 tachenn barregezhioù :
TESTENIEKADUR DA DIZHOUT Live da dizhout : B1.2 pe B2 an DBY Brezhoneg a glot gant Framm Europat an dave evit ar yezhoù (CECRL). |
☛ PUBLIK & RAKREKISOÙ
PUBLIK
Tud deuet, tud dilabour, kelennerien, implijidi, studierien, hiniennoù
RAKREKISOÙ
Rakrekis ebet goulennet.
☛PADELEZH & PRIZ
PADELEZH
6 miz – 805 eurvezh en o zouez 2 sizhunvezh staj en un endro micher.
35e / sizhunvezh.
PRIZ
📑 Prizioù 6 miz Gwengolo 2024 Stumdi – Nevesaet 29-02-2024 ©Stumdi
Kemeret eo e karg gant ar Rannvro ar frejoù evit tremen an DBY (100€).
Kavit amañ dindan ur fichenn gant ar sikourioù a c’helloc’h kaout evit ar frejoù pedagogel hag ar sikourioù pe digoll a c’helloc’h kaout e-pad ar stummadur :
📑 Sikourioù-Digoll_Nevesaet 29-02-2024 ©Stumdi
Deuit e darempred ganeomp evit sevel goulennoù pe goulenn ur rakpriz.
☛ LEC’HIOÙ
Landerne (29), Brest (29) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/penn-ar-bed/
Gwengamp (22), Sant-Brieg (22) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/aodou-an-arvor/
Plañvour (56) ha Gwened (56) : https://stumdi.bzh/bzh/lechiou-stumman/mor-bihan/
☛ DOAREOÙ PRIZIAÑ HA KADARNAAT
Evit tizhout an testeniekadur DBY Brezhoneg enskrivet e roll France Compétences (Fichenn RS 5465), e vez graet meur a briziadenn a-hed ar stummadur :
- ur briziadenn dre skrid sizhuniek,
- ur briziadenn dre gomz ingal e-pad ar stummadur,,
- div briziadenn e kreiz hag e fin ar stummadur.
☛ PROGRAMM
Pal ar programm, a zo boutin d’an holl greizennoù stummañ, ez eo :
- TAPOUT an anaoudegezhioù diazez
-
- geriaoueg
- displegañ ar verboù
- ereadurezh
- distagadur
- LAKAAT E PLEUSTR gant obererezhioù a ra gant ar 5 barregezh evit tizhout en DBY
-
- selaou enrolladennoù
- kemer ar gaoz dizehan ha gant ar re all
- kejañ ouzh brezhonegerien
- prantadoù flapiñ flapañ pemdeziek
- sevel pezhioù c’hoari bihan, leurenniñ ha c’hoari e fin ar stummadur
- div sizhunvezh staj en un endro micher
☛ TERMEN HA DOARE ENSKRIVAÑ
TERMEN EVIT LAKAAT E ANV
- 2 brantad stummañ bep bloaz :
- Genver → Gouere
- Gwengolo → Meurzh
Sellit ouzh ar bajenn : stummadurioù da zont
Digor eo an enskrivadurioù a-hed ar bloaz. Moaien zo lakaat e anv betek 2 sizhunvezh a-raok ar stummadur.
Aliañ a reomp da gas an teuliad an abretañ ar gwellañ kuit da vezañ war ul listenn c’hortoz.
DOAREOÙ DA LAKAAT E ANV
- Emvodoù kelaouiñ enlinenn diret kinniget bep miz,
- Dibab diwar an teuliad (CV, lizher emginnig)
- Emvod kinnig ret a-stroll
- Emvod hiniennel (raktres, arc’hantaouiñ)
- Ar strolladoù a zegemer etre 10 ha 16 stajiad..
☛ MONEDUSTED
MONEDUSTED D’AN DUD NAMMET
Digor eo ar stummadur d’an dud nammet. Doareoù da azasaat ar stummadur a c’hello bezañ studiet.
Un den-dave nammidi a zo e touez implijidi Stumdi a c’hell diouzh an ezhomm sikour pe ambrougañ an dud nammet.
☛ DOAREOÙ HAG HENTENNOÙ PEDAGOGEL
DOARE
Stummadur war al lec’h gant un devezh a-bell bep eil sizhun.
2 staj dizoleiñ ur sizhunvezh (70 eurvezh) en un endro micher.
POURVEZ
- Skipailh pedagogel ha melestradurel a-vicher gant un diplom war ar brezhoneg ha/pe ul live DBY brezhoneg C1,
- Daou zen e karg eus ambroug ar stajidi (diaesterioù deskiñ, stajoù, raktres micher)
- Emvodoù skipailh kenurzhiañ ingal,
- Salioù gouestlet d’ar stummadurioù gant dafar : video-banner, urzhiataerezhioù, rouedad internet…),
- Savenn pedagogel evit an devezhioù a-bell (LMS Google Classroom)
HENTENN
- Programm boutin d’an holl greizennoù stummañ gant kizidigezh d’ar parlantoù rannyezhel,
- Skor ar c’hentelioù stumm paper pe niverel,
- Lakaat da dalvezout diouzhtu ar pezh a vo desket evit ur soubidigezh founnus.
📑 Pellgargañ ar fichenn stumm PDF : |