Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

LOENED, PLANT HA BREZHONEG !

Kinnig a ra Stumdi en-dro ur staj liammet gant an natur, evit ar vrezhonegerien : Loened, plant, ha brezhoneg !

Komz en natur pe diwar-benn an natur a vo graet e-pad 3 devezh. Moaien vo d’an dud implijout pe sevel dafar war an tem-se ivez.

Meur a bal a zo d’ar staj :

  • Anavezout gwelloc’h an natur er vro hag ar c‘heriaoueg
  • Tapout stekoù evit kas un abadenn natur
  • Sevel hag implij dafar e brezhoneg àr an tem-se
  • Bevañ ur prantad soubidigezh e brezhoneg

 

PROGRAMM :

  • Prantadoù baleadennoù, dastum traoù
  • Prantadoù klask en dielloù, sevel dielloù nevez
  • Atalieroù
  • Prezegennoù / Diaporama
  • Prantadoù tabut / en em soñjal

 

PUBLIK : Tud gour brezhonegerien.

RAKREKIS : Bezañ gouest da gomz brezhoneg a-hed an amzer

DAFAR PEDAGOGEL : Da gas: ur benveg foto – ur c’harned ha kreionoù – un alc’hwez USB – dilhad evit bale hervez liv an amzer.

DEIZIADOÙ : D’ar 24-25-26 a viz Here 2022. (Termen evit lakaat hoc’h anv : 07/10/2022)

LEC’H : E Brec’h (56) – Ekomirdi Sendegan

PRIZ : 575€*

*Arc’hantaouiñ posupl (eurvezhioù CPF…) : deuit e darempred ganeomp.

*Cheñch a ra ar priz hervez statud an den (stajiad·ez bet, den dilabour, studier·ez, koupladoù…) : deuit e darempred ganeomp.

Staj kinniget diouzh an niver a enskrivadurioù.