Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Stummer·ez war ar brezhoneg

Stumdi centre de formation en langue bretonne

Kinnig-labour stumm pdf amañ : Kinnig-labour_Stummer·ez_Stumdi_Gwengolo_2024

 

Bez emañ aozadur stummañ Stumdi o klask ur stummer·ez war ar brezhoneg evit Miz Gwengolo 2024.

 

Pennad kinnig : 

Aboae 27 bloaz emañ Stumdi o kinnig stummadurioù micherel dre soubidigezh. Klask a reomp ur stummer.ez ouzhpenn evit klokaat skipailh Penn-ar-Bed ! C’hoant ‘peus da gemer perzh er raktres-mañ ha labourat gant skipailh Stumdi, deuit da labourat ganeomp !

 

Post-labour : Stummer·ez war ar brezhoneg

Emglev a-stroll ar stummañ : Pazenn 12

Amzer labour : Leun-amzer

Kevrat : didermen

Lec’h labour : Post diazezet e Brest (Brest Business School)

Deiziad kregiñ : D’al Lun 2 a viz Gwengolo 2024

 

AR POST

 

Kefridioù : 

  • Prientiñ ar c’hentelioù o heuliañ programm ha mont en-dro ar greizenn stummañ gant sikour ar stummerien.
  • Prientiñ dafar pedagogel a-zere.
  • Stummañ ar stajidi war 5 barregezh ar CECRL e brezhoneg er stummadurioù micherel 6 miz ha 3 miz.
  • Kemer perzh en emvodoù kenurzhiañ.

 

Aozioù labour : 

 

  • Kentelioù e Brest.
  • Kentelioù e lec’hioù all diouzh an ezhomm.
  • Kentelioù diouzh an deiz.

BARREGEZHIOÙ GOULENNET

 

Dre ret : 

  • Live brezhoneg uhel dre-gomz ha dre-skrid : C1 – live 5 an DBY pe Aotreegezh war ar brezhoneg
  • Bezañ gouest da verañ e amzer-labour (kelenn er c’hlas, enklask/prientiñ kentelioù, kefridioù all a denn da vont-en-dro ar greizenn stummañ)
  • Implijout beñvegoù skipailh enlinenn (Ostilh Google)
  • Aotre-bleniañ B

Degemeret mat :

  • Diplom / Skiant-prenet war ar c’helenn hag ar bedagogiezh
  • Anavezout bed ha mont-en-dro ar stummañ evit an dud deuet
  • Anavezout an teknikoù pedagogel a-vremañ war ar c’helenn yezhoù
  • Bezañ gouest d’ober gant benvegoù ha teknikoù kelenn a-bell

 

DOARE DEN 

 

  • En e vleud gant ur strollad tud deuet
  • Entanet gant ar c’helenn da dud lieseurt
  • Kaout c’hoant da labourat a-skipailh
  • Prest d’en em stummañ ha da zeskiñ ar vicher war ar pemdez
  • Gouest da labourat en ur mod emren koulz hag a-stroll
  • Entanet o teskiñ hag o rannañ e ouiziegezh dalc’hmat
  • Intrudu ha mennozhioù nevez

Ur stummadur a vo kinniget e diabarzh ar greizenn e Landerne. Ouzhpenn-se e vo harpet hag ambrouget ar stummer nevez gant ar skipailh.

 

EN EM GINNIG :

 

Evit en em ginnig : Kasit ur CV hag ul lizher en em ginnig da contact@stumdi.bzh a-raok al Lun 1añ a viz Gouere 2024.

 

Kinnig-labour stumm pdf amañ : Kinnig-labour_Stummer·ez_Stumdi_Gwengolo_2024