Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Rener.ez

Stumdi centre de formation en langue bretonne

Emañ Diwan o klask ar rener·ez evit Skolaj Lise Gwened. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurezh rik, e vezer e-kreiz ar jeu ivez evit kemer e.he lod e raktres kaer ar Skolaj lise eus ar c’hwec’hvet  klas d’ar c’hlas termen !

 

Rener·ez ar skolaj lise a vez e-karg eus mont en-dro ar skolaj lise war an tachennoù da heul :

– Pedagogiezh

– Buhez-skol

– Melestradurezh

– Surentez

 

D’ar rener·ez eo da gas war-raok al labour evit seveniñ e/he g/c’harg. Evit-se e ranko :

– Aozañ ha ren an emvodoù penngasourien, penngelenerien ha skipailh.

– Merañ ar servijoù, an implijoù amzer, tuta implijidi.

– Sevel ha merañ ar budjed.

– Bezañ e darempred gant Diwan, an deskadurezh stad, ar familhoù, ar rannvro, an departamant.…

– Aozañ ar c’huzulioù klas, an emvodoù kuzul merañ, kuzul skol, an arnodennoù deskadurezh stad pe Diwan.

– Soursial ouzh herberc’h a skolidi (bod ha boued).

– Labourat ingal gant ar benngasourien hag ar benngelenerien war ar raktres pedagogiezh ha desavadurezh.

Trugarez d’an dud a vefe dedennet gant ar post dont e darempred ganeomp evit kaout muioc’h a ditouroù.

Ma z’oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho CV mui lizher en em ginnig da tuta@diwan.bzh a-raok ar 15/07/2024.

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Doare den

– Live Bak + 4

– 5 bloavezh skiant-prenet en deskadurezh d’an nebeutañ (kelenner·ez, penngasour·ez (CPE), kasour·ez)

– En e.he aes evit daremprediñ dre gomz ha dre skrid, e brezhoneg hag e galleg ; mestroniañ an urzhiataerezh hag anavezout mat mont en-dro an Deskadurezh Stad.

– Efedus evit aozañ labour,  merañ an danvezioù mallusañ ha gouest da verañ meur a zoser war un dro.

 

Titouroù all

– Lec’h labour : Gwened

– Kevrat : Didermen

– Padelezh labour : Hervez an diskarg eurvezhioù

– Deiziad kregiñ : Kreiz miz Eost d’an diwezhatañ

– Gopr kregiñ : diazezet war indis deskadurezh stad

– Statud : Sterniad·ez

– Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs