Facebook Youtube LinkedIn Twitter Instagram

Emeller.ez divyezhek

Ar blegenn :

Er skol Santez Madeleine La Joliverie ez eus 310 skoliad hag un hentad liesyezhek saozneg-galleg-brezhoneg zo ennañ 75 skoliad.

Evit un digoradur klasoù CM1/CM2 hag e-sell da vont d’an hentad liesyezhek a-benn an distro-skol 2024 e klask ar skol Santez Vadalen un emeller (ezh) divyezhek e Brezhoneg, evit unemell sizhuniek.

Kefridioù kentañ ar post
Liammet gant atebeg pedagogel an diazezadur ha skipailh pedagogel an hentad liesyezhek:
– Prientiñ hag aozañ emelloù pedagogel e brezhoneg evit skolidi Ke1 Ke2,
– Kenlabour gant ar skipailh pedagogel evit liammañ an emelloù-se ouzh ar raktresoù e brezhoneg a bep seurt

Oberezhioù ar post
– Kinnig emelloù pedagogel e brezhoneg, e darempred gant ar skipailh pedagogel
– Kemer perzh e buhez an hentad liesyezhek an diazezadur

Perzhioù goulennet

Profil klasket:
– Plijout a ra deoc’h labourat er skolioù.
– Aozet ha strizh oc’h.
– Ganeoc’h e vez mestroniet an eztaol dre gomz koulz e galleg hag e brezhoneg.
– Gouest oc’h d’en em ober.
– Ho perzhioù darempred a ya da glokaat ho pennadurezh.
Barregezhioù goulennet :
– Mestroni vat war ar Brezhoneg (komzet ha skrivet)
– Mestroni vat ar Galleg
– Perzhioù pedagogel
– Doare al labour a-stroll
Atebegezhioù
Liammoù urzhazel ha/pe arc’hwelel:
– Atebeg pedagogel an diazezadur

Aozioù labour ha goprenn
+- 12 eurvezh a emelloù bep miz, priz an eurvezh da resisaat (+-45€ an eurvezh).
Post diazezet e Naoned.
Evit gouzout hiroc’h, kit e darempred gant Benoît SARIGNAC, bsarignac@la-joliverie.com
07.55.63.27.63