I. KINNIG AEP SKOL DIWAN BREST
Skol Diwan Brest a zo div skol (skol-vamm ha kentañ derez) a ginnig ur skoliata dre ar soubidigezh e brezhoneg.
Unan eus an div skol a zo lec’hiet e karter Kerango, eben e karter ar Gwelmeur, e Brest. An daou lec’h a zo meret gant an AEP, tud ar vugale e penn an traoù. An AEP a aoz buhez troskol ar skol, o kinnig ur c’hantin, un diwallerezh, ur studi. Aozañ a ra ivez kempen ar skol. Un ugent implijiad bennak a zo meret gant an AEP evit ober war-dro an holl servijoù-se.
II. KINNIG AN DESKEREZH
An deskard a labouro e Skol Diwan Brest (Kerango pe Gwelmeur), ar brezhoneg a vo ar yezh implijet gantañ /i .
Heuliañ a raio bugale ar skol-vamm, asambles gant ar skipailh pedagogel hag ar skipailh troskol, e-pad an de-
vezhioù skol (lun, meurzh, yaou, gwener). Ar merc’her a vo gouestlet d’ar stummadurioù. Mestroniañ ar brezho-
neg (hag ar galleg) a zo ur redi evit gellet labourat er skol.
1. Kefridi
Kefridi an deskard CAP AEPE a zo :
Degemer ar vugale hag ho zud
Diwall ouzh surentez ar vugale
Aozañ ha renañ stalioù evit diorren ar vugale
Diwall ouzh yec’hederezh pep bugel
Aesaat emrenerezh ar vugale (privezioù, kantin…)
Doujañ da lusk pep bugel
Kemer perzh evit kempen ha renkañ ar savadur skol
Kemer perzh e raktresoù ar skol
2.Degouezh dibar e liamm gant mont en-dro ar skol
Al labour kinniget a zo e-barzh ur skol, an holl dud gour a rank kaout un emzalc’h direbech gant ar vugale. Diorren,
deskadurezh ha mat ar vugale a zo ar pep pouezusañ.
Ar soubidigezh a zo mont en-dro ar skolioù Diwan, an dud gour a anavez ar brezhoneg a gomz brezhoneg etrezo.
3. Aozioù labour
Kontrad : CDD deskardelezh 1 bloaz
Amzer labour : leun amzer
Ar post a zo evit unan eus an div skol ; Kerango, 71 straed Beranger, ar Gwelmeur, 63 straed Georges Melou.
Gopr : % eus ar SMIC, diouzh an oad.
DESKARDELEZH A-BEP-EIL, KONTRAD
DESKARDELEZH
Deskard CAP AEPE
Brezhoneg / Galleg
Bloavezh skol 2024-2025
III. PROFIL
Stummadur
Live 3 d’an nebeutañ (CAP, BEP) evit gellet en em ginnig
Barregezhioù ret
Yezh brezhoneg komzet ha komprenet
Gouzout treuzkas ar c’heleier
Aozañ, bezañ strizh
Bezañ prim, gouzout azasaat
Bezañ gouest da labourat a skipailh
Gouzout eskemm aes gant ar c’henseurted
Barregezhioù ouzhpenn nann ret
Anavezout bed ur gevredigezh
Anavezout bed ar skol
Deiziad termen evit kas o kinnig : 28 a viz Even 2024
Kas C.V. ha lizher emginnig war ar chomlec’h postel :
sylvian.kerdranvat@diwanbrest.bzh